Buhez ar Sent/1837/Thomas Aquin

◄   Coleta Thomas Aquin Yan Doue   ►


Ar seizvet devez a viz Meurs.


SANT THOMAS AQUIN,
EUS A URZ SANT DOMINIQ.


————


Ar Sant-mâ, unan eus ar santela Doctoret eus an Ilis, a oa guinidic eus a Rouantelez Napl. E guerent, o velet e speret caër, èn lequeas d’an oad a bemp bloaz en ur Gouent evit beza instruet eno. Ar c’hrouadur a zesque prim pep tra, hac a voa devot ec’his un Æl.

D’an oad a zec vloaz e voe casset d’ar Guær a Naples evit ober e studi ; ha quentre ma teuas da aznaout an dangerou da bere oa exposet e innocanç, en em rentas Religius eus a Urz Sant Dominiq.

E Vam, pehini ne felle quet dezi e vize Religius, a scrivas da zaou vab e devoa en arme d’en em sesia eus o breur Thomas ha d’e zigas dezi. E ober a rezont. E vam en em servichas neuse a bep seurt moyen evit ober deza, quitaat ar stad en devoa quemeret ; coms a reas ountâ dre gaër, hac e c’hourdrous a reas ; mæs ar Sant a responte dezi bepred, gant respet, e voa Doue ar Mestr Souveren, hac e fede d’e lesel da heulia e vouez pehini er galve d’ar stad-se. Ur c’hoar dezàn a reas ive he fossubl evit e zistrei, mæs, o velet e gouraich, en em rentas e-unan Leanes.

E zaou vreur a fallas dezo dont a-ben anezan dre gontraign, rogui ha dispen a rezont e saë ; ha, goude beza e voal-dretet, e rezont e lacaat en un Dourel e pelec’h e chomas tost da zaou vloas evel en ur prison.

An Tadou eus e Urz a gavas ar voyen d’e velet, ha d’e zisquen eus an Dourel, dre ur prenest. O veza distro d’e Gouente reas Profession hac e studias en Theologi. Petra bennâc ma voa habiloc’h evit nicun eus e gonsortet, e humitite a ree dezàn cuza e squiant ; hac e parlante quen neubeut ma teuzont d’e c’hervel an Egen mud. Ar regeant o veza o c’hlevet un deiz, o reprenas, hac a lavaras : an Egen-ze a vleujo quer cre, rna vezo clevet e vouez dre ar Bed-oll. En effet e ber amser e teuas capabl da regeanti an Teologi, hac e ober a eureu gant un doctrin hac ul loquanç quer bras ma voa admiret gant an oll, ha ma voe hanvet an Doctor Angeliq.

O studial pe o regeanti, e Levr principal oa e Grucify ; hac ansao a reas en devoa desquet muy en Oræsoun evit dre e oll studi.

Ar Sant-mâ a gomposas, dre urz ar Pab Urban pevare, Ofiç ar Sacramant, pehini a zisquez an denerediguez eus e galon evit ar Sacramant adorabl, ha pehini a inspir da bep-uhan un devotion quen douç ha quen tener.

Ur miracl eo en defe gallet un den e-unan ober e quen neubeut amser quement a draou evel m’en deus græt an Doctor santel-mâ. Regeantet en deus e meur a blaç gant admiration an oll dud habil ; trec’het en deus dre e Scridou adversourien an Ilis ; convertisset dre e Sarmoniou un nombr bras a bec’herien hac a Infidelet ; composet en deus Levriou savant meurbet ; roet en deus un esplication parfet eus an oll Mysteriou eus hor Religion ; espliquet en deus gant ur sclerder vras ar Scritur Santel ; ha gant quemense-oll e tremene bemdez meur a heur en Oræsoun, ha ne vanque quet d’en em renta d’an Exerciçou ordinal eus ar Gouent.

Mæs netra ne ra guell ar meuleudi eus ar Sant-mâ hac eus e zoctrin celestiel, evit ar burzud a c’hoarvezas gantàn er Guær a Naples. O veza en Oræsoun dirag ar Grucify, e Chapel Sant Nicolas, e clevas ur vouez miraculus, pehini, o sortial eus ar Grucify, a lavaras ar c’homsou-mâ : Thomas, scrivet mad hoc’h eus em enor ; pe seurt recoumpanç ho pezo-hu ? Da betra e respontas : recoumpanç ebet, nemedoc’h hoc’h-unan va Salver.

Erfin, o veza couezet clàn, hac o santout e tostee e dermen, en em zisposas da vervel, dre ar Goession hac ar Gommunion. Ober a reas dirag an Hostif Santel e Brofession a Feiz gant cals a zaelou pere a douichas calonou an oll assistantet. Mervel a eureu er bloaz 1274, oaget hebquen a anter-cant vloaz.

Maximou spirituel Sant Thomas.

1. An nep en deus aoun da goll istim an dud, hac en deus poan pa vez dispriget, e vezo diæz dezàn beza ur Cristen parfet.

2. An ene pehini n’en em plich quet en Oræsoun, ne avanço nemeur er vuez spirituel.

3. Ne oufen quet compren penaus un den pehini a so e stad a bechet marvel, a ell c’hoarzin na caout joaüsdet ebet.

4. Ar voyen da veza salvet eo caout ur guir volontez d’en em savetei.

5. Seul vuy a garantez en dens ur Cristen, seul parfetoc’h ez eo, ha seul agreaploc’h da Zoue.

REFLEXION.

Pa c’houlennas Jesus-Christ digant an Doctor santel-mâ pe seurt recoumpanç a zesire evit quement en devoa græt ha scrivet evit e c’hloar, e respontas : recoumpanç ebet nemedoc’h hoc’h-unan, va Salver. Chetu a-se ar recoumpanç a dleomp da c’houlen digant Doue evit hon oll euvrou mad ; pep recoumpanç-all ne dê netra e comparæsoun da houmâ.