Buhez ar Sent/1837/Zacharii
◄ Eufrasii | Zacharii | Beneat, abad ► |
nastas, pehini en deus scrivet Buez Sant Zacharii,
a ra deomp santimanchou bras hac huel eus a santelez
ar Pap-mâ. Ar Pap Zacharii, emezan, a oa an
humpla hac an douça den eus ar bed ; rust ez-oa evintâ
e-unan, mæs indulgeant ha damantus e quêcer ar re-all.
Un inclination gaêr en devoa da renta servich d’an
oll ; e garantez a oa dreist musul ; quen truezus e oa,
ma vise lavaret n’en devoa ur galon nemet evit santout
miseriou e nessa. Beza en devoa ur furnez dreist ar
gommun. Dre ur veuleudi quer caër eo e coumanç
an Autor-se an Histor eus a vuez ar Sant-mâ.
Zacharii, guinidic eus ar Greeç, o veza deut en Italy, a yoa quen istimet ha quen admiret e Rom, abalamour d’e squiant ha d’e vertuz dreist-ordinal, ma voe choaset evit gouarn an ilis, goude maro ar Pap Gregor trede.
Evel an Italy a oa affliget ha troublet gant ar bobl a Lombardii, ar Pap santel-mâ a labouras cals evit digaç ar peoc’h. Coumanç a reas dre apæsi ar goler a Zoue, dre ar binigen ha dre an Oræsoun ; mont a eureu e-unan da gaout Roue al Lombardet ; coms a reas ountâ en ur fæçoun quen admirabl ma en angageas da aichui ar bresel. Ar prinç-se, ravisset o velet an douçder hac ar santelez eus ar Pap, quen en e gomsou, quen en e oll gomportamant, a accordas dezàn quement a c’houlennas, hac a reas un accord a beoc’h quen avantaichus d’an ilis evel ma aller desirout.
Quentre m’en devoa ar Sant proculet ar poec’h d’an Ilaly, e lequeas e oll studi da refurmi an disurzou a zigas ordinal ar brezel. Goude beza græt rên an devotion er guær a Rom, rentet ar Religion florissant en Italy, ha græt santout an effejou eus e sourci pastoral bete er broïou eus ar sav-Heaul hac eus ar c’huz-Heaul, e labouras da retablissa an ilisou a oa bet distruget. Biscoas Pap ne labouras gant muy a application evit interest an ilis, na gant muy a issu mad, beilla a ree var pep-tra.
Roue al Lombardet pehini en devoa graet ar peoc’h gant an Italy, o veza deut da vervel, Rachis, Prinç eus ar Rouantelez-ze, a dorras an accord hac a lequeas e Arme tro-var-dro d’ar Guær a Berouz evit e c’hemeret. Ar Bap, bepret leun a garantez evit e bobl, ne zaleas quet da vont da gaout ar Prinç Rachis, hac e comsas ountâ gant quement a nerz ma en obligeas d’en em denna gant e Arme : e gomsou a reas memes quement a impression var speret ar Prinç-ze ma renonças d’ar bed, ha ma en em retiras e Gouent Menez-Cassin evit songeal en e silvidiguez hebquen.
Erfin, ar Pap santel leun a vilidou a varvas evel ma varv ar Sænt, er bloaz 752.
Ar Pap Zacharii dre e zouçder admirabl a zeue a benn eus a guement a antreprene. Gant neubeut a gomsou en deus disarmet meur a Brinç, echuet meur a Vresel, proculet ar peoc’h e peb-lec’h, ha lequeet pep-tra en urz. Comsou ar Sænt o deus ur gallout bras. Evel ma comsont atau ha ma reont pep-tra gant douçder, gant furnez ha gant carantez, o avis a ve bepret recevet mad, senti a rêr out-o, ober a rêr quement a leveront, hac e tivoaller da zispligeout dezo. Peguer buan e ve refurmet ar goal guisiou, e ve corriget ar viçou, e ve lequeet var an hent mad ar re a ve fazyet var-nezâ ; peguer buan e ve cenchet goal inclinationou ar vugale ma ve an oll dadou ha mamou hac an oll mistri douç, prudant ha carantezus !