Buhez ar Sent/1894/Agapit

◄   Hiasent Agapit Bernard   ►



ann naontekved devez a viz eost


SANT AGAPIT, MERZER
(Gouel ar zan-ma a ioa deac’h)
————


Agapit a ioa ganet e Rom, hag a oue savet e kear Prenest gant eunn den santel, he hano Porphir. Ne oa c’hoaz nemed pemzek vloaz pa oue douget eul lezenn a varo a enep ar gristenien gant ann impalaer Aorelian. Mes dija n’en doa ket brasoc’h ioul eget da skuill he c’hoad evit Jezuz-Krist, ha setu hen, kerkent ha ma klevaz hano euz al lezenn-ze, d’ar red da di ar gouarner Antiokus, ha da gomz outhan evelhenn : « — Loan vil ha fallakr, perak e fell d’ehoc’h-hu ober goall vuez da zervicherien Doue, ha bourrevi ar re ne ehanont da bedi evit ar c’houarnamant hag ar bobl ? »

Ar gouarner a oue souezet o velet eur paotr ker iaouank o kaout kement a hardisegez, hag a c’houlennaz outhan euz a be leac’h oa. « — Euz a Rom ounn, eme Agapit, ha va zud a ioa tud a lignez huel. Mez azalek va bugaleach ounn bet maget ha skoliet gant ann Iliz santel, Mamm ann holl gristenien gatholik. »

Neuze Antiokus ne espernaz netra evit ober d’ezha kinnig ezans d’ann doueou faoz ; mes Agapit a jom bepred stard enn he feiz, enn despet da holl c’hourdrouzou ar gouarner. Hema, drouk ennhan, a reaz erfin he skourjeza gant fouetou ploumm, hag he deuler goudeze enn eur prizoun heuzuz, el leac’h ma oue lezet pevar devez heb tamm.

Hogen, mar d-oa abandounet gant ann dud, ne oue ket abandounet gant Doue. Eur sklerijenn euz ann env a baraz enn he brizoun enn eunn taol kount, hag eunn den iaouank hag a ioa eunn dudi he velet, ker kaer oa, a dosteaz outhan enn eur lavaret : « — Dalc’h mad, Agapit, rak kalz az pezo c’hoaz da c’houzanv evit va hano-me ; mes bez dinec’h ha dienkrez : gant sikour va gras e vezi treac’h d’ann holl boaniou-ze. »

D’ar pemped devez, e oue kaset adarre dirak ar gouarner. « — Ac’hanta, eme Antiokus, great oc’h euz ho sonj da zavetei ho puez ? » « — Jezuz-Krist eo va buez ! » a respountaz Agapit, heb lavaret netra ken. Var gement-se ar gouarner a ordrenaz he skourjeza evit ann eil guech, ha dispenn he gorf holl gant ivinou houarn. Goudeze e lakeaz ar c’hristen kalounek etre daouarn eur barner all, he hano Amaz, hag ec’h en em dennaz he-unan e kostez al Ligurii, var digarez ober eur gefridi bennag.

Amazaoue krisoc’h c’hoaz e kenver Agapit eget n’oa bet Antiokus. Da genta, e reaz golo he benn gant glaou beo, hag epad ann amzer-ze, ar Zant a lavare : « — Peger brao e vezo kurunenn ar verzerien var va fenn goude ma vezo bet devet evelse ! » Goudeze e c’hourc’hemennaz staga anezhan a-istribill, hag he benn enn traon, azioc’h eunn tan hag a deue moged fleriuz diouthan. « — Anat eo, eme Agapit enn dro-ma, ho furnez c’houi ne d-eo nerned moged louz. » Rei a eure urs erfin d’he skourjeza evit ann drede guech, ha da skuill dour bero var he c’houliou. Neuze ar Zant a lavaraz d’ezhan : « — Gouezit, den didruez ha fallakr, n’oc’h euz mui pell da veva ; abarz nemeur e viot stlapet enn ifern da ober koumpagnunez d’ann diaoul. » erkent e kouezaz Amaz divar he gador, hag enn eur goueza e torraz he c’houzoug.

Antiokuz, o veza klevet petra ioa c’hoarvezet, a goundaonaz Agapit da veza draillet ha debret gant al loaned gouez. Mes ar re-ma ne rejont nemed lipat he c’houliou gant ho zeod, hag ober chalantiz d’ezhan gant ho lost. Unan euz ar vourrevien, he hano Anastaz, en em ziskleriaz kristen var ann heur o velet ar mirakl-se, hag a resevaz ive ar gurunenn a verzerenti a benn tri devez goude. Mes ar re all a jomaz bepred aheurtet enn ho dallentez, hag a zibennaz erfin ar Zant d’ann 18 a viz eost euz ar bloaz 275.


SONJIT ERVAD

« Jezuz-Krist eo va buez! » a lavare ar c’hristen iaouank Agapit d’ar gouarner Antiokus. Setu aze ive petra dlefemp da lavaret peb hini ac’hanomp. Ar ger kristen a deu euz ar ger Krist, hag a zinifi den Jezuz-Krist, diskib Jezuz-Krist. Ma n’oump ket tud ha diskibien Jezuz-Krist, da lavaret eo, ma n’oump ket d’ezhan euz a greiz hor c’haloun ha ma ne heuliomp ket he genteliou, ne c’hellomp Beza nemed tud ar bed ha diskibien ann drouk-spered. Mes neuze penaoz e c’houfemp-ni esperout mont d’ar baradoz goude ar vuez-ma ?