Buhez ar Sent/1894/Agnes, Guerc’hez

◄   Leon IX Agnes, Guerc’hez Anselm   ►



ann ugentved devez a viz ebrel


SANTEZ AGNES, GUERC’HEZ, EUZ A URS SANT DOMINIK
————


Agnes a ioa ganet e Montepulsiano enn Toskaan, er bloaz 1274. A veac’h oa deuet enn oad da anaout ann drouk dioc’h ar mad ma tiskouezaz ober fae var ar bed hag he vraoigou. Ken troet oa var ann devosion ma n’en em blije nemed o pedi Doue, ha ne oa c’hoaz nemed nao bloaz pa c’houlennaz mont da zeur pe da leanez. He zud a gasaz anezhi da eur gouent a ioa e kichen, ha ne oue spountet tamm o velet ar vuez kalet a renet eno. Chom a eure gant ar seurezed, hag heb dale e servichaz d’ezho da skouer.

D’ann oad a bemzek vloaz, e oue kaset da eur gouent all a ioa nevez savet e Proseno, ha prest goude e oue hanvet da zuperiorez er gouent-se.

Agnes a zonjaz ne oa bet choazet evit eur garg ken huel nemed evit rei d’ezhi da anaout e tlie beza ato ar genta dre he zantelez evel ma’z oa ar genta dre he renk. Divar neuze eta e kreskaz he fedennou hag he finijennou, hag e poaniaz muioc’h eget biskoaz da veza bepred ann humpla etouez he c’hoarezed hag ann aketusa da viret reolenn he Urs.

Epad pell amzer e kouskaz var ann douar noaz, gant eur mean hebken dindan he fenn. Bemdez, kouls lavaret, e iune divar bara ha dour, ha kendalc’het e devije da veva evelse betek he maro pa n’efe ma oue difennet outhi gant he c’honfesour abalamour da eur goall glenved e devoa paket. Ar c’hlenved-ma ne zistagaz morse diouthi; mes n’en em jale ha n’en em glemme ket evit kement-se; ato, er c’hontrol, e veze laouen enn despet d’he nebeut a iec’hed.

Doue a gargaz Agnes a c’hrasou hag a zonezounou dreist-ordinal. Eur blavez, da c’houel Maria-Hanter-Eost, ar Verc’hez Vari en em ziskouezaz dirazhi gant ar Mabik Jezuz etre he divreac’h. « — Setu ama va mab, eme ar vamm benniget-se ; kemerit-hen ha lakit anezhan eur pennad var ho parlenn. » Ar Verc’hez a roaz d’ezhi, ouspenn, eur groaz vihan a ioa gant ar Mabik Jezuz enn dro d’he c’houzoug. Ar Zantez a zalc’haz bepred d’ar groaz-se evel d’ar c’haera tenzor a c’hellje beza kavet, hag he miret a reer c’hoaz hirio e kouent Proseno.

Agnes a lenne ar pez a veze muia kuzet e goeled ar c’halounou pe ar c’houstiansou. Nag a vech e lavaraz d’he c’hoarezed : « — Choui oc’h euz ar pleg fall-ma pe ar pleg fall-z-hont, diouallit rak ann dra-ze. » Hag ar pez a lavare a veze ato guir.

Eunn droiad edo o pedi evit unan euz a vadoberourien he c’houent pa velaz ann drouk-spered oc’h ober he blas d’ann den-ze enn ifern. Ar Zantez a jomaz mantret o velet kement all; mes ne oue ket pell souezet, rak Doue a roaz da anaout d’ezhi n’en doa great ann den-ze konfesion vad ebed tregont vloaz a ioa. Raktal e kemennaz d’ezhan lakaat urs enn he goustians dre eur gonfesion jeneral. Ar pec’her paour a zentaz outhi, hag en devoue ann eur goudeze da gaout eur maro mad.

Tad Montepulsiano, o klevet hano euz ar burzudou a rea Agnes, a skrivaz d’ezhi da zistrei d’he bro. Ar Zantez a respountaz e tistroje mar karjent pilat eunn ti a zizurs a ioa tost da gear, ha sevel eur gouent evithi enn he blas. He c’henvroiz a reaz ar pez a c’houlenne, hag Agnes a ieaz da jom d’ar gouent nevez o doa savet goude beza bet kounje digant ar pab.

Eno e tremenaz ann nemorant euz he buez, ato pasiant ha joaiuz ekreiz he foaniou, hag ac’hano ez eaz da reseo enn env ar rekoumpans dleet d’he vertuziou, d’ann ugent a viz ebrel euz ar bloaz 1314. Kerkent e c’hoarvezaz adarre eur mirakl kaer : ar vugaligou a ioa c’hoaz enn ho c’havell a embannaz he maro euruz enn eur lavaret : « — Ar seur Agnes, superiorez santel ar Gouent Nevez, a zo o paouez mont d’ar baradoz.»


SONJIT ERVAD

Ober a c’heller konfesionou fall, pe gonfesionou nul, e meur a feson : da genta, o nac’h, o kuzat pe o c’holo eur pec’hed marvel bennag enn dribunal euz ar binijenn ; d’ann eil, o vankout da glask ar pec’hejou abarz mont da govez ; d’ann trede erfin, o reseo ann absolvenn heb kaout eur guir geuz hag eur guir glac’har da veza offanset Doue. Ann nep en defe great konfesionou fall, pe gonfesionou nul, enn unan pe unan euz ann teir feson-ze a zo red d’ezhan ober eur gonfesion jeneral, da lavaret eo, a renk kovez a nevez kement pec’hed marvel en deuz great abaoue ann dro genta n’en deuz ket koveseat mad, da vihana mar chench konfesour ; rak, ma ne jench ket a gonfesour, e vezo aoualc’h d’ezhan diskleria ar pec’hejou en deuz nac’het pe lezet da govez dre he faot. Ma n’oc’h euz great morse konfesion jeneral ebed, grit unan kenta ma c’hellot gant aoun n’o pefe avechou lezet eur pec’hed marvel bennag da govez dre ho faot, pe gant aoun n’o pefe ket bet ato eur guir geuz hag eur guir glac’har da veza offanset Doue.