Buhez ar Sent/1894/Ambroaz

◄   Nikolas Ambroaz Gouel Mari konsevet heb Pec’hed   ►



ar seizved devez a viz kerzu


SANT AMBROAZ, ESKOP HA DOKTOR EUZ ANN ILIZ
————


Tud Ambroaz a ioa euz a Rom ; mes he dad a oue hanvet da c’houarner e Frans goude m’oa dimezet hag eno eo e c’hanaz ar Zant er bloaz 340. D’ar mare m’edo c’hoaz enn he gavell, ec’h erruaz ganthan eunn dra zouezuz meurbed. Eunn devez m’oa kousket, he c’hinou digor-frank, e oue guelet eunn hed guenan o nijal enn dro d’he benn. Lod anezho a iea enn he c’hinou, a deue er meaz, hag a iea ebarz adarre egiz p’o devije bet c’hoant da ober ho mel eno. Ar plac’h kavell a falvezaz d’ezhi ho c’has kuit gant aoun na rajent drouk d’ar c’hrouadur ; mes tad Ambroaz a viraz outhi, enn eur lavaret : « — List, list ; ann dra-ze a zinifi eunn dra vraz bennag. » Evit guir, ann dra-ze a zinifie e vije divezatoc’h komzou ar Zant bepred dous evel ar mel.

Ambroaz ne oa nemed pevar bloaz pa varvaz he dad. Neuze he vamm a zistroaz da Rom, hag a lakeaz anezhan er skol gant ar vistri habila euz he amzer. O veza m’en doa eur spered lemm, e teske ar pez a garie ; mes he furnez a ioa c’hoaz treac’h d’he vouiziegez, ha pa oue echu he studi ganthan, n’en doa ket he bar etouez ann dud iaouank all euz he oad.

A benn eunn tachad e oue hanvet da c’houarner e Milan. Hogen, eskop ar gear-ma o veza deuet da vervel, ann dud a iliz hag ar bobl en em asamblaz evit choaz eunn eskop all. Mes ne c’hellent ket en em glevet, hag ar bobl en em rannaz e diou gostezenn hag a ioa ker kounnaret ann eil ouz eben ma'z oant dija prest d’en em ganna.

Ambroaz a zonjaz oa he zever mont da lakaat ar peoc’h entrezho, ha setu hen d’ho c’haout ha da gomz outho ker brao ma lavaraz eur paotrik a vouez huel, a greiz m’edo o parlant : « — Ambroaz da eskop ! » Kerkent ar bobl holl a griaz a bouez-penn evel ar paotrik : « — Ambroaz da eskop ! Ambroaz da eskop ! »

Ann impalaer a oue foug ennhan pa glevaz oa bet kavet din da veza eskop unan eus ar re a c’houarne ar vro euz he berz. Ar c’helou-ze a reaz ive kalz plijadur da brefed Rom ; rak hema eo en doa kaset Ambroaz da Vilan, hag enn eur gimiada diouthan en doa lavaret d’ezhan : « — En em gomportit, ne lavarann ket evel eur barner, mes evel eunn eskop. »

Goulskoude Ambroaz ne felle ket d’ezhan a briz ebed kemeret ar garg a ioa c’hoant da lakaat var he ziouskoaz ; mes, kaer en devoue, senti a renkaz erfin. O veza n’oa ket c’hoaz den a iliz, e resevaz dindan eiz dez ann donzur zantel, ann Ursiou munut hag ann Ursiou all betek ar velegiach, ha d’ann eizved devez e oue sakret eskop.

Divar neuze ec’h implijaz he holl amzer o studia ar Skritur Sakr, o pedi, o vedita, hag o labourat evit silvidigez ann eneou a ioa fiziet ennhan, Poania a rea dreist peb tra da zifenn ar feiz katolik a enep ann Arianed hag ann heretiked all a ioa enn he eskopti, ha dre ann dousder euz he gomzou e lakeaz eur maread anezho da zistrei d’ar guir relijion. Ar brudeta eus ar re a c’hounezaz evelse da Zoue a oue Aogustin ; hema a deuaz goudeze da veza gloar ha sklerijenn ann Iliz dre he zantelez hag he skridou.

Goulskoude Ambroaz a c’houie beza rust ive avechou. Ann impalaer Theodoz en doa roet urs da laza seiz mil den e Thesalonik abalamour m’oa en em zavet pobl ar gear-ze a enep he offiserien. Raktal ar Zant a skrivaz d’ezhan evit he alia da ober pinijenn. « — Ne c’hellinn ket, a verke Ambroaz enn he lizer, lavaret ann offerenn dirazhoc’h ken n’o pezo paet da justis Doue ar boan oc'h euz meritet dre eunn torfed ker braz. »

Evit doare, ann impalaer ne reaz ket kalz a van euz al lizer-ze ; rak prest goude, o veza eur zulvez e kear Milan, e falvezaz d’ezhan mont d’ann iliz evel ar gristenien all. Mes, pa erruaz er porched, e kavaz ar Zant eno o stanka ann or outhan. « — Prins, eme Ambroaz, petra glaskit-hu ama ? Ho taouarn a zo c’hoaz ruz gant ar goad a zo bet skuillet dre hoc’h urs, ha ti ann Aotrou Doue a zo eur plas santel dreist ann holl blasou all. N’oc’h ket din eta da lakaat ho treid ennhan, ha da dostaat oc’h ann aoteriou sakr. » « — Ar roue David, eme ann impalaer, a zo bet muntrer eveldon hag a zo bet pardounet. » « — Mad, eme ar Zant, p’e guir oc’h euz pec’het eveldhan, grit ive pinijenn evel en deus great. »

Enn dro-ma Theodoz a zentaz. Ober a eure pinijenn dirak ann holl epad eiz miz dioc’htu, ha da fin ann eiz miz-se hebken e c’hellaz reseo ann absolvenn ha kemeret perz adarre enn offisou ann iliz.

Sant Ambroaz en deuz skrivet ive levriou kaer evit kelennadurez ann dud fidel. Mes abarz ar fin e kouezaz klanv, hag e varvaz e peoc’h d’ar 4 a viz ebrel euz ar bloaz 397. He c’houel hag he offis a vez great d’ar 7 a viz kerzu abalamour ma oue sakret eskop da genver ann deiz-ma.


KENTELIOU SANT AMBROAZ

Da genta. — Red eo gouzout peur tevel evit gellout parlant mad.

D’ann eil. — Eur spered dous hag eunn doare chentil a blij da bep unan, hag a c’hounit buhan kalounou ann holl.

D’ann trede. — Guella ma tiskouez ann den he nerz eo o trec’hi he dechou fall hag oc’h en em drec’hi he-unan.

D’ar pevare. — Ar c’hristen a dle ober peb tra evit Doue mar en deuz c’hoant e teufe peb tra da vad ganthan.