◄ Iann Gualbert | Anaklet | Bonavantur ► |
naklet a ioa ginidik euz a gear Atheenn, er Gres, hag
a oue gounezet d’ar feiz gant ann abostol sant Per.
Ann abostol-ma her greaz avieler ; rak bez’ ez oa unan
euz ann habila tud iaouank euz he vro, hag eur vech ma
oue deuet da anaout ar virionez euz ar relijion gristen,
n’en devoue mui ken ioul nemed da labourat evit lakaat
ar relijion-ze d’en em astenn e kement korn a ioa er
vro.
O veza bet beleget eunn tammik divezatoc’h, e prezegaz gant kalz a frouez, ken enn amzer sant Per he-unan, ken enn amzer sant Lin, sant Klet ha sant Klemant. Erfin, goude merzerenti ar pab-ma, e oue choazet gant ann holl, tud a iliz ha tud fidel, evit delc’her he blas.
Ezomm a ioa d’ann ampoent euz a eur pab hag a vije lemm he spered ha krenv he galoun evit startaat ar gristenien er feiz ha delc’her penn d’ar baianed ; rak ar re-ma a ioa dirollet adarre da ober goall vuez d’ann dud fidel. Anaklet a oue ar pab-se, ha bag sant Per a gavaz ennhan eur sturier ha n’en doa aoun ebed rak ann avel foll hag ann tarziou mor kounnaret.
Kenta tra a reaz a oue ordren d’ar gristenien holl kommunia bemdez enn offerenn ; rak gouzout a rea ne oa netra guelloc’h evit rei nerz d’ezho da anzao ho feiz dirak ar varnerien, ha da c’houzanv ar maro gant joa evit Jezuz-Krist. Ordren a eure ive ma vije ato tri eskop da nebeuta evit sakri eunn eskop nevez, ha ma vije roet ann Ursiou dirak ann holl dud fidel asamblet. Erfin, ar veleien, ann avielerien hag ann abostolerien o devoue difenn, euz he berz, da zougen bleo hirr.
Evit diskouez he anaoudegez vad e kenver sant Per, abalamour m’en doa great eur c’hristen hag eur belek anezhan, sant Anaklet a lakeaz sevel eunn iliz var he vez, ha dre eun taol euz a Brovidans Doue ann iliz-ma a jomaz ato enn he za e kreiz ar persekusionou. Lakaat a reaz ive kempenn plasou a gostez evit enterri ar pabed a deuje var he lerc’h, hag enn holl guerejou ar gristenien e choazaz plasou a henor evit enterri ar verzerien.
Ar zant-ma a echuaz he-unan he vuez dre ar verzerenti e tro ar bloaz dek pe zaouzek ha kant, goude beza gouarnet ann Iliz epad nao bloaz, tri miz ha dek devez. Skrivet en deuz eunn nebeut liziri, el leac’h ma komz euz a c’halloud ar pab : merka a ra ennho ne c’hell ar pab beza barnet nemed gant Doue hebken.
Enn amzer genta euz ann Iliz, ar gristenien a iea bemdez d’ann offerenn hag a gommunie holl enn offerenn-ze : ar re glanv a veze kaset ar gommunion d’ezho d’ho zi. Pa veze muioc’h a veac’h var ann dud fidel, ar re-ma o doa kounje zoken da gas hostiou konsakret gantho d’ar gear, evit en em gommunia ho-unan ma vijent paket, taolet er prizoun ha koundaonet d’ar maro. Ar gommunion eo a roe nerz d’ezho da anzao ho feiz dirak ar varnerien heb aoun ebed, ha da vervel gant joa evit Jezuz-Krist.
N’euz ket par d’ar gommunion ken nebeut evit rei nerz d’ann den da drec’hi he dechou fall. Klevet e vez avechou tud o lavaret : « — Me garfe ervad chench buez, mes n’ounn ket evit va zech. » « — N’e ket souez ne veac’h ket evit ho tech ma ne d-it da govez ha da gommunia nemed eur vech pe ziou er bloaz. Penaoz e iell d’ehoc’h-hu beza pare ma ne implijit ket al louzou a renkit da gemeret evit parea? » H^Mes, eme c’houi, me n’ounn ket santel aoualc’h evit kommunia ken aliez-se. » « — Selaouit petra lavar var gement-ma sant Fransez a Zal. « Daou seurt tud, emezhan, o deuz ezomm da gommunia aliez : ar re a zo dija santel, krenv ha iac’h, gant aoun da goll ho zantelez, ho nerz hag ho iec’hed ; hag ar re n’int ket c’hoaz santel aoualc’h, pe a zo c’hoaz sempl ha klanv, evit dont da veza santel, krenv ha iac’h evel ar re genta. »