Buhez ar Sent/1894/Andre Korsin

◄   Jenovefa Andre Korsin Agatha   ►



ar pevare devez a viz c’houevrer


SANT ANDRE KORSIN, ESKOP
————


Ar zant-ma a ioa ganet e Florans enn Itali d’ann 30 a viz du 1302. He dad hag he vamm a ioa tud a lignez huel; mes tud a zoujans Doue oant ive. O veza m’oant chomet pell heb kaout bugale, ec’h en em glevchont da voestla d’ar Verc’hez ar c’henta o devije, hag Andre a oue ar c’hrouadur-se. Hogen, enn noz araok ma c’hanaz, he vamm e devoue eunn huvre, ha dre he huvre e kave d’ezhi e doa lakeat er bed eur bleiz bihan. Mes prest goude e velaz ar bleiz-se o vont enn eunn iliz, hag eno e teuaz da veza eunn oan guenn-kann.

Evit guir, Andre a oue eur goall baotr enn he vugaleach hag er penn kenta euz he iaouankiz, ha goulskoude n’e ket skoueriou ha kenteliou mad a vanke d’ezhan euz a berz he dud. Mes ne oa den evit he lakaat da zuja. N’en em blije nemed oc’h ober haillounerez; ne garie nemed ar c’hoari, ar chase, ann ebatou, ha n’edo nemeure chal gant ar relijion ha gant offisou ann Iliz. He dad hag he vamm a ioa nec’het-maro ganthan : aoun o devoa na raje fin fall.

Eunn devez, o velet ne furea tamm dre ma kreske enn oad, e c’halvchont anezhan da vont d’ho c’haout; mes hen, e leac’h senti, a respountaz dre gomzou divalo ha divergount. Neuze he vamm a lavaraz : « — Mad, Andre, sur, te eo ar bleiz am euz huvreet ennhan. » « — Pe seurt bleiz? » a c’houlennaz ann den iaouank souezet. Var gement-se, he vamm a gountaz d’ezhan ann huvre e devoa bet enn noz araok m’oa ganet, hag er memes amzer e lavaraz d’ezhan oa bet goestlet d’ar Verc’hez ganthi ha gant he dad.

Ar c’homzou-ze a skoaz eunn taol pounner e kaloun Andre, hag epad ann noz varlerc’h ne reaz nemed sonjal er Verc’hez. « — O Mari, emezhan, p’e guir ounn d’ehoc’h, hiviziken me a vezo bepred fidel d’ho servich, mes pedit ho Mab Jezuz da gaout truez ouzinn ha da bardouni d’inn pec’hejou va iaouankiz.

Antronoz, edo mintin-mad var bennou he zaoulin dirak imach ar Verc’hez enn Iliz ann Tadou euz a Urs karmes. Ann daelou a zirede puill euz he zaoulagad. He bedenn a oue hirr, ha pa zavaz ac’hano, ez eaz var ehun d’ar gouent da c’houlenn beza resevet etouez ar venac’h. Ar superior hen resevaz goude beza bet asant he dad hag he vamm, ha kerkent e chenchaz buez a-grenn: ar bleiz a ioa deuet da veza oan. Andre a ioa neuze o ren he c’houezek vloaz.

Evit guelet ha delc’her a raje mad, ann Tadou hen lakeaz da genta da ober al labouriou distera euz’ ar gouent; evel: da skuba ann ti, da ziouall ann or, da zervicha taol, da voalc’hi ar skudellou er gegin. Hogen, foug a veze ennhan oc’h ober al labouriou-ze. Evelato ar pez a garie dreist peb tra oa pedi ha beza sioul.

Aketuz oa ive da studia ha da viret a boent da boent reolenn he Urs : ato e veze ar c’henta er c’heur, ha biskoaz ne vankaz da zenti ouz he superiored. Ouspenn-ze, e kastize he gorf dre ar rusta pinijenn; dougen a rea brepred eur porpant reun, ha da lun, da verc’her, da vener ha da zadorn, e iune divar bara ha dour eun henor d’ar Verc’hez.

Bep guener ez ea gant eur baner da glask ann aluzenn hed a hed ar ru vraz e Florans. He gerent o doa mez oc’h he velet hag a rea fae varnhan; mes hen en em istime euruz da veza disprijet evel Jezuz-Krist, he Vestr. Eur guenorvez ez eaz evelse da gaout eunn eontr d’ezhan, he hano Iann. Hema en doa eur gouli enn he c’har, hag o veza ne c’helle ket bale, e tastume enn he di kement labaskenn a ioa e kear evit tremen he amzer gantho o c’hoari. Andre a lavaraz d’he eontr : « — Tonton Iann, c’hoant oc’h euz da veza pare? » Mes he eontr a respountaz : « — Mont a ri alese, klasker bara, te zo oc’h ober goab ac’hanon-me. » « — Ne d-it ket da folli, va zonton, eme Andre, mar oc’h euz c’hoant da veza pare, selaouit ann ali am euz da rei d’ehoc’h. » Iann a lavaraz neuze : « — Me rai ar pez a giri gant ma vezo em galloud. » « — Mad, eme he niz, mar oc’h euz c’hoant da veza pare, n’oc’h euz nemed iun epad c’houec’h devez, chom heb c’hoari epad seiz, ha lavaret bemdez epad ar seiz devez-se seiz Pater ha seiz Ave, hag ar Salve, Regina. » Ann tonton Iann n’oa ket devot, pell dioc’h eno ; evelato e lavaraz e raje ar pez a c’houlennet diganthan. Delc’her aeure d’he c’her, hag a henn ar seizved devez oa pare klok he c’har. Dont a reaz goudeze da veza eur c’hristen mad, ha ne ehane da drugarekaat Doue hag ar Verc’hez.

Eskop Fiezool o veza maro, Andre Korsin a oue choazet enn he blas. Belek oa dija pell a ioa, ha brudet e kement korn a ioa er vro dre he brezegennou leun a nerz, dre ar zantelez euz he vuez ha dre he viraklou. N’en doa ket he bar evit unani ar sperejou a veze troet ann eil a enep egile. Setu perak, eunn tamm freuz o veza savet e Bologn, ar pab her c’hasaz di da lakaat ar peoc’h, hag heb dale e teuaz a benn da ober adarre mignouned euz ar re a ioa kasouni etrezho.

Trizek vloaz a ioa ma laboure evel eur pastor mad ha karantezuz evit silvidigez ann eneou a ioa fiziet ennhan pa glanvaz da noz ar pelgent er bloaz 1372, ha d’ar c’houec’h a viz genver varlerc’h e varvaz leun a veritou d’ann oad a zek vloaz ha tri-ugent.


SONJIT ERVAD

Mamm Andre Korsin a c’hounezaz he mab da Zoue enn eur gomz outhan dre gaer, enn eur rei d’ezhan da anaout, dresik ha kempennik, e devoa he voestlet d’ar Verc’hez araok m’oa ganet zoken. Ma vije eat d’ezhan dre zrouk, ma n’e devije laosket varnhan nemed malloziou ha goall bedennou, ha great e devije-hi eur zant anezhan? Tadou ha mammou, mar oc’h euz bugale dizuj ha direol, kelennit anezho gant karantez hag heb ober re a drouz, klaskit ann hent da vont d’ho c’haloun ha dreist peb tra pedit evitho ; evelse, abred pe zivezad, o pezo ann eur d’ho guelet o tistrei var ann hent mad evel sant Andre Korsin.