◄   Jakez Anna Samson   ►



ar c’houec’hved var’nn ugent a viz gouere


SANTEZ ANNA
————


Netra ne ra guelloc’h meuleudi ar zantez-ma eged ar pez a lavar d’eomp ann Iliz enn he offis : « En deuz Doue great d’ezhi ar c’hras da veritout beza mamm da vamm he Vab en em c’hreat den. » Mar d-eo eunn henor heb he bar evit ar Verc’hez kaout eur mab hag a zo Doue, evit he mamm eo ive eunn henor ha n’e deuz bet maouez all ebed kaout eur verc’h hag a zo e guirionez mamm da Zoue. Dioc’h ar frouez ec’h anavezer ar vezenn ; hogen, euz a zantez Anna eo ganet ar bura hag ar zantela euz ann holl grouadurien ; sklear eo eta gouzout ez oa he-unan eur skouer euz ar c’haera vertuziou.

Euz a Vethleem oa ginidik, ha pa oue enn oad, e oue dimezet da zant Joachim, a ioa o chom e Nazareth. O veza m’oant ho daou leun a zoujans Doue, e tremenent ho holl amzer enn oberiou a zevosion biag a drugarez. Joachim, eme zant Epiphaann, a iea da bedi var ar menez, hag Anna a bede enn he jardin. Teir lodenn a reant euz ann nebeudik danvez o devoa, hag euz ann teir lodenn-ze unan a ioa evit templ Jerusalem hag ar veleien a ioa oc’h he zervicha, eunn all evit ar beorien, hag ann drede evitho ho-unan.

Goulskoude n’o doa ket a vugale, hag ann dra-ma a rea poan d’ezho ; rak evelse n’o doa ket a esper da velet ar Mesias o c’henel euz ho lignez. Ne ehanent ket eta da c’houlenn digant Doue ar c’hras da gaout eur c’hrouadur, hag Anna a lavare aliez : « — Va Doue, emezhi, mar grit d’inn ar c’hras da veza mamm, me voestlo d’ehoc’h va bugel kerkent ha ma vezo enn oad da vale. » Doue a zelaouaz erfin ho fedenn, hag ar Verc’hez Vari a deuaz er bed, n’e ket hebken evit brasa joa he zad hag he mamm, mes c’hoaz evit brasa joa ann dud holl hag ann elez ho-unan.

Pa oue echu he zri bloaz gant ar Verc’hez, santez Anna a ieaz d’he c’has da dempl Jerusalem evit seveni ar veu e devoa great da Zoue. Lod a lavar e chomaz he-unan er gear-ze evit beza tostoc’h d’he merc’h, ha lod all a lavar, er c’hountrol, e tistroaz da Nazareth. Ne c’houezer ket d’ar just ken nebeut pe Joachim pe hi a varvaz da genta, na pe oad e doa pa varvaz ; mes ar pez zo sur eo e oue he maro ker santel hag he buez.

He c’horf a oue digaset da gear Apt e Frans gant sant Aospis, eskop ar gear-ze. Ann eskop-ma her c’huzaz enn eur chapel en doa lakeat ober dindan ann douar, gant aoun na gouesche etre daouarn ar baianed ; rak d’ann ampoent ar baianed a rea brezel d’ar relijion gristen. Hogen, chom a reaz eno heb beza anavezet gant den ken na oue kavet enn eur feson burzuduz tost da c’houec’h kant vloaz goude.

Ar roue Charlemagn, o veza deuet da Apt er bloaz 792, a roaz urs da gonzakri a nevez ann iliz abalamour m’oa bet saotret gant ar boblou divadez m’edo o paouez gounit ar viktor varnho. A greiz ann offerenn, eunn dijentil iaouank, dall, bouzar ha mud, a reaz sin da doulla dindan ar pazennou a ioa da bignat ouz ann aoter. Sentet e oue outhan hag ec’h errujot gant eunn or hag a ioa mein braz oc’h he stanka. Ann or-ma o veza bet distanket a daoliou morzol, e oue guelet deleziou da ziskenn enn douar. Diskenn a rejot gant ann deleziou-ze, ann dijentil dall er penn araok, hag enn traon ez oa eur chapelik koant, eunn aoter ennhi, ha daouzek bez enn dro d’ann aoter. Enn eur c’horn euz ar chapelik e oue remerket eur sklerijenn hag a varvaz kerkent ha ma’z eaz ann ear betek ennhi. Ker buhan, o burzud ! e oue klevet ann dijentil bouzar ha mud o lavaret a vouez huel : « — Ahont ema korf santez Anna, mamm ar Verc’hez konsevet heb pec’hed. » Raktal e oue furchet er c’horn-ze, hag enn eunn armel a ioa enn eunn toull great er voger e oue kavet e guirionez eunn arched koat sedr, ha var goulc’her ann arched-ma oa skrivet e latin : « Ama ema korf santez Anna, mamm ar Verc’hez Vari. »

Ar roue Charlemagn a skrivaz he-unan d’ar pab evit kas kelou d’ezhan euz ar gavadenn euruz-se. Abaoue, kear Apt e deuz choazet santez Anna evit he fatrounez asambles gant ar Verc’hez, he merc’h, ha bep bloaz e veler tud o tiredet di a bep tu hag a vandennadou evit goulenn sikour digant mamm goz hor Zalver ha poket d’he relegou.

Santez Anna eo ive patrounez hor bro ger Breiz-Izel. Hon tadou koz o deuz bet hed ar vech eunn devosion vraz evithi, ha savet o deuz enn he henor eur maread ilizou ha chapeliou, Ann diou vrudeta euz ar chapeliou-ma eo hini Santez-Anna-Vened e eskopti Guened, hag hini Santez-Anna-ar-Palud e eskopti Kemper. Da Zantez-Anna-Vened ez a tud da bardouna euz a gement korn a zo e Frans, hag e Santez-Anna-ar-Palud e vez ive bep bloaz eleiz a bardounerien, ken euz a Leon ken euz a Gerne.

Er bloaz 1872, ar pab Pi Nao en deuz roet kounje da zelebri gouel santez Apna e eskopti Kemper evel eur gouel a renk huela, ha da ober he offis pe memor anezhi epad eiz dez dioc’htu. Eskopti Roazon, hini ann Naoned hag hini Guened o doa bet dija ar c’halloud-se araok eskopti Kemper.


SONJIT ERVAD

Santez Anna eo patrounez hor bro ; ar Vretouned he c’hemeraz evit difennourez rak ma c’houient eo nerzuz he breac’h ha tomm he c’haloun. Goulennomp eta sikour diganthi gant fizians enn hon holl ezommou, ha pedomp anezhi dreist peb tra da gendelc’her ato enn hon touez ar feiz beo-ze a rea guech all gloar hon tadou koz, hag e deuz lakeat ho hano da veza ker brudet dre ar bed holl.