Buhez ar Sent/1894/Anton a Badou

◄   Iann a Zant-Fagondez Anton a Badou Bazil   ►



ann trizekved devez a viz even


SANT ANTON A BADOU, EUZ A URS SANT FRANSEZ
————


Ar zant-ma a ioa ganet e kear Lisboonn er Portugal, hag a oue savet e doujans Doue gant he dud. D’ann oad a bemzek vloaz, ez eaz enn eunn Urs chalonied hag a heulie reolenn sant Aogustin. Mes, o veza guelet digas da Goimbr korfou pemp manac’h euz a Urs sant Fransez, bet merzeriet enn Afrik, e c’houlennaz beza resevet enn Urs-ma, enn esper kaout ann dro evelse da veza merzer he-unan. Goude m’en devoue great he veuiou, e oue roet kounje d’ezhan da vont d’ann Afrik ; rag he galoun a verve ato gant ar c’hoant en doa da skuill he c’hoad evit Jezuz-Krist. Mes koueza a reaz klanv enn hent hag e renkaz dont var he giz. Goulskoude ne zistroaz ket d’ar Portugal : poulzet e oue gant ann avel var aochou ar Sisiil.

Ac’hano ez eaz da Asiz da velet sant Fransez, hag euz a Asiz e oue kaset da gouent Menez-Paol e kichen Bologn. Eno e tremene he holl amzer o pedi, o vedita, hag o kastiza he gorf dre bep seurt pinijennou. Petra bennag m’oa beleg dija, e oue lakeat da ober al labouriou distera euz ar gouent, evel : da skuba ann ti, da zikour skaota er gegin. Mes ann dra-ze oa he blijadur; rak ne glaske nemed beza kemeret evit eunn den ha n’oa mad da netra.

Evelato Doue ne zaleaz ket da rei da anaout ann tenzor a skiant hag a furnez a ioa kuzet enn he ene. Eunn devez, he zuperior a ordrenaz d’ezhan lavaret eur gomz bennag dirak eunn asamble a venac’h euz a Urs sant Dominik hag euz a Urs sant Fransez. Anton a zentaz, hag a reaz eur zarmoun ker kaer ma chomaz ann holl mantret. « Biskoaz, emezho, n’o doa klevet bravoc’h sarmoun. »

Neuze sant Fransez a gargaz ar Zant da ober skol d’ar re all var ann theoloji. Anton eta a rejantaz e meur a gear enn ltali hag e Frans. Mes goudeze ec’h en em daolaz holl da rei misionou d’ar bobl. Hogen, e kement leac’h ma prezege, ann dud a zirede d’he zelaou a vandennadou ; rak ar brud en doa da veza eur prezeger dispar, hag, evit guir, den ne c’houie guelloc’h evithan ann tu da skleraat ar sperejou ha da c’hounit ar c’halounou.

Poania a eure dreist peb tra da ziarbenn ar fals kredennou. Skei a rea varnho starta ma c’helle, hag abalamour da ze e oue leshanvet Morzol pe Maill ann heretiked. Mes ne boanie ket nebeutoc’h da ziarbenn ann dizursiou ha da derri ar giziou fall a ioa en em zilet etouez ar gristenien fidel. Dalc’h-mad ive e rea brezel d’ann dizursiou ha d’ar giziou fall-ma, heb kaout damant da zen nag aoun rak netra.

He viraklou a greske c’hoaz ann nerz a roe Doue d’he gomzou. Eunn droiad m’edo o sarmoun e Rimini dirag eur vandenn vraz a heretiked, e remerkaz e lakea ar re-ma ho bizied enn ho diouskouarn evit miret na glevchent ar pez a lavare. Kerkent e tiskenn euz ar gador, hag ez a var bord ar mor da c’helver ar pesked da zont d’he zelaou. Ar pesked a zent outhan, hag a deu, a ganchou hag a vilierou, d’en em renka dirazhan var c’horre ann dour, ar re vihana er penn araok. Eunn dra ker burzuduz a zigoraz ho daoulagad d’ann heretiked, hag a reaz d’ann darn vuia anezho anaout ar virionez euz ar relijion gatholik.

Eunn droiad all, eunn heretik aheurtet a lavaraz d’ezhan ne gredje biken e vije Jezuz-Krist e sakramant ann aoter nemed guelet a raje he vul o lezel ar foenn hag ar c’herc’h a gostez evit mont d’he adori enn hosti konsakret. Hogen, goude beza chomet tri devez heb tamm, ar mul-ze a guiteaz he rastell leun a foenn hag he vanjouer leun a gerc’h evit redet da zaoulina dirak ar Zakramant meulet ra vezo, a zouge ar Zant etre he zaouarn. Eunn hevelep burzud a c’hounezaz ive raktal ann heretik-se d’ar guir feiz.

Anton ne oa c’hoaz nemed c’houec’h vloaz ha tregont pa gouezaz klanv e kear Padou. Kement oa en em skuizet o prezeg, ha ken dinerzet oa dre he iuniou hag he binijennou, ma n’en doa mui nemed eur c’houezadenn vuez. He glenved eta ne oue ket hirr ha d’ann 13 a viz even 1231 ez eaz da reseo enn env ar rekoumpans dleet d’he vertuziou ha d’he labouriou apostolik. Kerkent ar vugale en em lakeaz da grial dre ar ruiou : « — Ema maro ar Zant! » He bedi a reer dreist peb tra evit kaout ann traou dianket.


SONJIT ERVAD

Sant Anton a Badou ne oa nemed c’houec’h vloaz ha tregont pa varvaz, ha goulskoude peger braz n’e ket bet he virit dirak Doue, ha peger kaer n’e ket ive brema he gurunenn er baradoz ! Pa zervicher Doue a greiz kaloun, ha pa ne garer nemethan, n’euz ket a ezomm da veza pedi evit dastum dirazhan eunn tenzor a veritou, ha gounit ive dre eno eur renk huel ebarz enn env.