Buhez ar Sent/1894/Barnabas



ann unnekved devez a viz even


SANT BARNABAS, ABOSTOL
————


Ar zant-ma a ioa ganet enn enez Chipr, hag a oue kaset d’ar skol da Jerusalem gant ann doktor Gamaliel. Eno en devoue evit kamalad ann hini a dlie beza divezatoc’h ann abostol sant Paol. Mes hen a oue gounezet d’ar feiz araok ann abostol-ma. O velet ar miraklou a rea hor Zalver, ec’h anavezaz anezhan dioc’htu evit ar Mesias, hag e teuaz da veza unan euz he zaouzek ha tri-ugent diskib.

Neuze e verzaz he holl vadou nemed eur park evit rei ann arc’hant d’ar beorien. Goude beza resevet ar Spered-Santel da zeiz ar Pantekost, e verzaz ive ar park en doa dalc’het da genta, hag ar pez en devoue evithan a zigasaz d’ann Ebestel. E tro ar mareou-ze e oue leshanvet Barnabas ; rak he hano kenta oa Joseph. Hogen, Barnabas a zinifi Mab a gonzolasion, hag ar Zant a oue leshanvet evelse abalamour n’en doa ket he bar evit konsoli ar re a ioa er boan.

Sant Paol o veza bet gounezet d’ar feiz d’he dro a c’hoanteaz mont da Jerusalem da velet sant Per. Kaout a eure eno sant Barnabas, he gamalad skol guech all, hag hema her c’hasaz da di sant Per ha da di sant Jakez. Goudeze sant Barnabas a oue kaset he-unan da Antioch gant ann Ebestel. Dridal a reaz he galoun pa velaz pegement a dud fidel a ioa dija er gear-ze ; ne espernaz netra evit ho startaat er feiz, ha dre ann nerz euz he gomzou e lakeaz c’hoaz ann niver anezho da greski. Rak eunn den oa, eme ar Skritur Sakr, hag a ioa leun euz ar Spered-Santel.

Neuze ez eaz da Dars da glask sant Paol da zont d’he zikour. Sant Paol a deuaz, hag ho daou e chomjont bloaz e kear Antioch. Prezeg a rejont gant kement a frouez ma oue roet eno evit ar vech genta ann hano a gristenien da ziskibien Jezuz-Krist. Etre daou e oue eur gernez vraz er Judee, ha tud fidel Antioch a reaz eur gest entrezho evit ar gristenien baour euz ar vro-ze. Sant Paol ha sant Barnabas a ieaz ho-unan da Jerusalem da gas ann arc’hant a ioa bet savet, hag enn eur zistrei ac’hano e tigaschont gantho Iann Mark, kenderv gompez da Varnabas.

Prest goude, ar Spered-Santel a lavaraz dispartia Paol ha Barnabas dioc’h ann diskibien all evit al labour en doa da rei d’ezho. Kerkent ann diskibien all en em lakeaz da iun ha da bedi, hag o veza astennet ho daouarn var benn ann daou abostol nevez, e lezchont anezho da vont el leac’h m’oant galvet gant ar Spered-Santel.

Paol ha Barnabas a redaz kalz broiou, ken dre zouar, ken dre vor, enn eur brezeg Jezuz-Krist d’ann holl, d’ar Iuzevien, da genta, ha goudeze d’ar baianed. E kear Listr e ouent kemeret evit doueou abalamour d’ar miraklou a reant. Mes ann daou abostol a skandalaz ar bobl enn eur lavaret : « — E petra e sonjit-hu da vihana ? Ni ne d-oump nemed tud eveldhoc’h. Mes deuet oump ama da zeski d’ehoc’h dilezel ann doueou-ze, ne d-int netra, evit adori ha servicha ar guir Doue en deuz krouet ann env, ann douar, ar mor, ha kement tra a zo ennho. »

O veza distro da Antioch, sant Paol ha sant Barnabas a asamblaz ar gristenien hag a gountaz d’ezho e pebez feson burzuduz en devoa ann Aotrou Doue benniget ho beach, ha penaoz en doa lakeat ive ar baianed da zigeri ho spered da sklerijenn ar feiz. Goudeze ez ejont ho daou da gonsil Jerusalem, hag enn eur zont ac’hano ec’h en em guitajont. Sant Paol a skoaz adarre etrezek ann Azii, ha sant Barnabas, er c’hountrol, a skoaz etrezek enez Chipr, he vro, asambles gant he genderv Iann Mark.

Enn enezenn-ma ec’h achuaz he vuez dre ar verzerenti e tro ar bloaz 61 goude donedigez hor Zalver. He gorf a oue kavet er bloaz 485, enn amzer ann impalaer Zenon, ha var boull he galoun edo Aviel sant Vaze.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma a ioa leun euz ar Spered-Santel. Ar Spered-Santel eo Speret Doue he-unan. Hogen, bea zo tri seurt sperejou kountrol da spered Doue : spered ar bed, spered Satan ha spered ar c’hig. Spered ar bed a laka ann den da glask ar c’hloar hag ann henor, spered Satan hen doug d’ar gasouni ha d’ar venjans, ha spered ar c’hig a ra d’ezhan redet varlerc’h plijadureziou ar c’horf. Guelit pe gant spered Doue pe gant unan pe unan euz ann tri spered all-ze oc’h gouarnet. Mar d-eo spered ar bed, pe spered Satan, pe spered ar c’hig a c’houarn ac’hanhoc’h, emaoc’h o vont da goll. Hastit affo eta trei kein d’ezho evit heul hebken spered Doue e peb tra. N’euz nemed ar re a zo gouarnet gant spered Doue hag a ve e guirionez bugale da Zoue, a lavar d’eomp ann abostol sant Paol.