Buhez ar Sent/1894/Bonifas, Merzer

◄   Briek Bonifas, Merzer Izidor, Patroun al labourerien   ►



ar pevarzekved devez a viz mae


SANT BONIFAS, MERZER
————


Bonifas a ioa mestr-mevell e ti eunn introun vraz euz a Rom, he hano Aglae, hag a rene eur vuez fall gant he vestrez. Eur mezvier touet oa c’hoaz gant ann dra-ze, mes eur perz mad en devoa : ann dud paour a reseve kalz sikour diganthan, hag aliez ez ea d’ho c’hlask enn noz evit pourvei d’ho ezommou. Hogen, ann aluzenn, eme ar Skritur Sakr, a obten pardoun evit peb pec’hed, hag a denn ann ene euz ar stad a varo.

Eunn devez, Aglae a oue skoet he c’haloun gant eunn taol euz ar c’hras, ha setu hi ha gelver he mestr-mevell. « — Bonifas, emezhi, gouzout a rit e pe seurt dizurs e vevomp pell zo. Mes ar gristenien a lavar e vezo Doue trugarezuz e kenver ar re a zoug respet da relegou ar verzerien. Kit eta d’ann Azii, el leac’h ma lakeer ann dud fidel d’ar maro, ha digasit d’inn darn euz ho relegou. Me zavo oratoriou kaer enn henor d’ar relegou-ze, ha marteze Doue a blijo ganthan kaout truez ouzomp.»

Bonifas a ieaz enn hent, aour hag arc’hant ganthan leiz he c’hodellou ; rak he vestrez a ioa pinvidik-mor. Araok diblas e c’houlennaz ouz Aglae enn eur c’hoarzin : « — Ha ma tigaser va relegou-me d’ehoc’h evel re eur merzer, petra reot? » Mes Aglae a respountaz raktal : « — Peoc’h ! Bonifas, arabad eo farsal divar benn traou evelse. »

Goulskoude, eur vech enn hent, ar mestr-mevell a lavaraz ennhan he-unan : « — Brao eo d’inn brema lezel ar c’hig hag ar guin a gostez, p’e guir ounn karget da zigas ganen relegou sakr petra bennag ne d-ounn siouaz ! nemed eur pec’her paour. » Goudeze e pedaz ann Aotrou Doue d’he zikour ha da rei d’ezhan ar c’hras da ober eur veach vad.

O veza erruet e kear Tars er Silisii, Bonifas a ieaz var ehun d’al leac’h ma edot o vourrevi ar gristenien. Ar re-ma a ioa eunn ugent bennag anezho. Unan a ioa a zistribill azioc’h eunn tan braz, he benn d’ann traon ; eunn all a ioa stag he zaouarn hag he dreid oc’h peuliou hag a ioa pell ann eil dioc’h egile; eunn all c’hoaz a ioa heskennet dre ann hanter. Hema a ioa trouc’het he zaouarn diouthan, henhont a ioa var he c’hourvez ha plantet eunn tach hirr enn he c’houzoug evit hen delc’her stag ouz ann douar ; etc.

Bonifas a dosteaz ouz ar verzerien hag en em lakeaz d’ho briata ha da boket d’ho daouarn, d’ho zreid ha d’ho jadennou, enn eur lavaret: « — Nag hen zo braz Doue ar gristenien ! Enn han’ Doue, servicherien Jezuz-Krist, pedit evidon, evit ma vezinn eveldhoc’h treac’h d’ann drouk-spered ! »

Ar gouarner, o veza he remerket, a c’houlennaz : « — Piou eo ann den-ze a ra goab ac’hanon-me hag euz hon doueou ? Digasit anezhan d’am c’haout dioc’htu. » Neuze Bonifas a respountaz : « — Me zo kristen ; Jezuz-Krist eo va mestr, hag abalamour da ze me ra fae varnhoc’h ha var ho parnedigez. » « — Pe hano oc’h euz, eme ar gouarner ? » « — Kristen ounn, evel am euz lavaret d’ehoc’h dija, ha mar c’hoantait gouzout pe hano a vez roet d’inn gant ann dud, Bonifas eo a reer ac’hanon. » « — Mad, red eo d’ehoc’h kinnig ezans d’ann doueou. » « — Eur c’hristen ne ginnig ket a ezans d’ann drouk-sperejou. Mar oc’h euz eunn dra bennag da ober d’inn, grit : va c’horf a zo etre ho taouarn. »

Ar gouarner, drouk ennhan, a reaz he zispenn gant eur gribin houarn ken a oue dizolo he eskern ; mes Bonifas a ioa he zaoulagad o para var ar verzerien zantel, ha ne laoske ket eur glemmadenn. A benn eunn heur goude e oue lemmet begou korz da zanka dindan ivinou he zaouarn ; mes Bonifas a zelle etrezek ann env hag a c’houzanve he boan heb lavaret eur ger. Goudeze e oue taolet var he benn enn eur gaoter pek bervet; mes Bonifas a reaz sin ar groaz var ar gaoter, ha n’en devoue drouk ebed. Ar gouarner, o velet ne c’helle ket beza treac’h d’ezhan, her c’houndaonaz erfin da veza dibennet, ha Bonifas a varvaz gant joa enn eur bedi Doue evithan he-unan hag evit ann holl dud fidel. He verzerenti a erruaz er bloaz 307.

Goulskoude mestr-mevell Aglae n’oa ket eat he-unan d’ann Azii ; re all a ioa eat c’hoaz da ober koumpagnunez d’ezhan. Ar re-ma, goude beza bet o kas ho c’hezek d’ar marchosi, o doa redet kement korn a ioa e kear Tars evit klask Bonifas ; mes, kaer o devoa bet, n’o doa ket he gavet. Peger souezet ne ouent-hi ket pa glevchont lavaret antronoz en doa skuillet ive he c’hoad evit Jezu-Krist ! Prena a rejont raktal he gorf evit hen digas gantho d’ann Itali : ouspenn dek mil lur a goustaz d’ezho.

Epad ann amzer-ze, Aglae a ioa ive distroet a-gren ouz Doue. Eunn eal a ziskleriaz d’ezhi ar pez a ioa c’hoarvezet, ha pa erruaz korf Bonifas e Rom, e tigemer anezhan gant kalz a respet, ha goudeze e reaz sevel eun iliz el leac’h m’oa enterret.


SONJIT ERVAD

Bonifas a deuaz enn eunn taol kount da veza eur zant hag eur merzer euz a eunn den fall hag eur mezvier touet ma’z oa diagent. Mes Bonifas a ioa bet ato mad d’ar paour ; ouspenn-ze, lezet en doa a gostez ar c’hig hag ar guin, ha pedet en devoa ann Aotrou Doue d’he zikour. Mar kirit ober eveldhan, da lavaret eo, mar kirit beza aketuz, hervez ho kalloud, d’ann oberiou a drugarez, goulenn sikour digant Doue, ha lezel a gostez kement tra a zo bet kaoz dehoc’h d’he offansi enn amzer dremenet, c’houi a deuio ive da veza eur zant heb dale, n’euz fors peger braz pec’her e veac’h bet bete vrema.