Buhez ar Sent/1894/Dimezi ar Verc’hez

◄   Visant, Merzer Dimezi ar Verc’hez Timothee, Eskop ha Merzer   ►



ann trede var ’nn ugent a viz genver


DIMEZI AR VERC’HEZ
————


Ar Verc’hez Vari a ioa bet savet enn templ azalek ann oad a dri bloaz : epad ann amzer-ze oa maro he zad hag he mamm. D’ann oad a bevarzek vloaz, e oue kaset d’ar gear gant ar belek braz ; rak ne oa ket a urs da zelc’her ar merc’hed iaouank enn templ enn tu all dann oad-se. Neuze he c’herent tosta a zonjaz he dimezi evel ma oa ar c’hiz ha zoken al lezenn etouez ar Iuzevien ; mes hi n’e doa ket a c’hoant ; rak great e devoa dija veu da jom bepred guerc’hez.

Goulskoude, bolontez Doue oa ma timesche : da genta, evit ma c’hellje beza mamm da Jezuz heb rei tro d’ann dud da zrouk-sonjal anezhi ; d’ann eil, evit m’e devije unan bennag d’he difenn ha da zifenn he Mab, ha d’ho zikour enn ho ezommou ; d’an trede, evit ma c’hellje servichout da skouer d’ar gragez ha dann intanvezed kerkouls ha d’ar plac’hed iaouank ; d’ar pevare erfin, evit kuzat ouz ann drouk-spered penaoz e vije konsevet ha ganet ar bugel a dlie da lakaat er bed.

Mes e pe leac’h kaout eunn den santel aoualc’h evit beza pried d’ar Verc’hez-se, a ioa galvet da veza mamm da Zoue, hag a ioa bet ato leun a c’hras abaoue ma’z oa anezhi ? Doue a ga vaz eunn hevelep tenzor : he hano oa Joseph, eur c’halvez paour a Nazareth, euz a lignez David evel Mari.

Ar Verc’hez eta, o c’houzout e felle da Zoue e timezche, hag o c’houzout a hent all ne d-aje ket Joseph a enep ar veu e devoa great, a asantaz he gemeret da bried. Ann eured a oue great e Jerusalem. Ar c’halvez paour ha Mari a roaz ho dorn ann eil d’egile, ha Joseph a lakeaz var biz ar Verc’hez eur voalenn hag a virer c’hoaz hirio, gant kalz a respect, e kear Perouz enn ltali. Sant Joseph en doa neuze daou-ugent vloaz hag ar Verc’hez Vari a ioa o ren he femzek vloaz.

Eunn nebeut deveziou goude, e oue ive eur banked ; rak n’edo ket ar c’hiz er vro da ober ar banked da zeiz ann eured. Joseph ha Mari n’oant ket pinvidik ; mes anavezet oant gant ann holl evit beza ho daou euz a lignez ar roue David, hag ar Iuzevien a istime hirroc’h al lignez eged ann danvez. Ouspenn-ze, ar Verc’hez Vari, o veza bet savet enn templ, a ioa dija brudet dre he zantelez e kement korn a ioa e kear. Ne dleomp ket eta beza souezet o klevet hano euz ann henor a oue great d’ezhi ha d’he fried da zeiz ho banked-eured. Setu ama petra verk al levriou koz divar benn ar gouel kaer-ze.

Mari e devoa eur maread kerent ; holl, paour ha pinvidik, e teujont d’he c’herc’hat d’he zi evit he ambroug betek sal ar banked. Enn dro d’ezhi edo ann diou intanvez m’oa bet savet gantho enn templ, ha Mari Kleophas, c’hoar gosa sant Joseph, Adren oa renket merc’hed Israel enn ho c’haera, hag ar joa o para var ho zal.

Dre ma’z ea ar Verc’hez gant he hent, ann holl a zirede var dreujou ho dor, pe a lakea ho fenn er prenest, evit he guelet. Eunn dudi oa sellet outhi : henveloc’h oa ouz eunn eal eged ouz eur vaouez. Merc’hed Jerusalem ne c’houient peur o devije great henor aoualc’h d’ezhi; skuill a rejont louzou a c’houez vad var he dillad, ha teuler a reant var ar ruiou, dre ma tremene, ar bokedou hag ar skourrou glaz a c’hellent da gaout d’ar mare-ze euz ar bloaz.

Eur pennad varlerc’h e teue Joseph, he vignouned enn dro d’ezhan, laouen ive hag enn ho brava.

Pa zigouezaz Mari e sal ar banked, e oue lakeat da azeza var eunn tron hanvet Tron ann dud nevez, hag ar merc’hed a ioa oc’h ober koumpagnunez d’ezhi a lavaraz holl a vouez huel : « — Bennoz d’ann hini a zo erru ! » Joseph, o veza digouezet d’ann ampoent, a astennaz korn he vantell var benn ar Verc’hez, evit diskouez ec’h en em garge hiviziken da veilla varnhi ha d’he diouall dioc’h peb drouk.

Neuze unan euz a gerent tosta ann dud nevez a ziskargaz guin enn eur verenn, ha goude beza evet he-unan da genta, e roaz peb a vanne d’ann daou bried enn eur drugarekaat Doue evit he vadelez e kenver ann den. Goudeze ez ejot ouz taol, hag epad ar banked kalounou ann holl a zridaz gant eur joa zantel, heb na oue guelet den ebed o tirenka, na klevet ann distera ger divalo pe ann distera komz dizoare. Pa oue echu, ar Verc’hez Vari a ieaz da jom da Nazareth asambles gant sant Joseph.


SONJIT ERVAD

Ar Verc’hez ne asantaz kemeret Joseph da bried nemed evit ober bolontez Doue. Setu aze ive petra dleit da glask dreist peb tra pa vez deuet ar mare evidhoc’h da joaz eur stad a vuez. Petra zo kaoz ma’z euz hirio kement a diegeziou el leac’h ma ren ann trouz, ar gasouni hag ann dizurs, e plas ar peoc’h, ar garantez hag ann urs vad ? Setu ama ar pez zo kaoz peurvuia : ar re a zo e penn ann tiegeziou-ze n’o deuz klasket enn eur zimezi nemed plijadur pe henor, n’o deuz sellet nemed ouz ar gened pe ann danvez. Bolontez Doue avad, n’o deuz great fors ebed anezhi Evidhoc’h-hu. mar d-emaoc’h c’hoaz da fortunia, bezit furoc’h eged ar re-ze. Goulennit, da genta, kuzul digant Doue, ha taolit evez ouz ar gomportamant kentoc’h eged ouz ar gened pe ann danvez. Evelse e c’hellot esperout ober eur fortun vad, hag evel ti Joseph ha Mari e Nazareth, ho ti a vezo ive eunn ti a beoc’h hag a garantez, eunn ti benniget gant Doue.