r zantez-ma a ioa merc’h da Ber Trede, roue Arago
e Spagn, hag a oue hanvet Elizabeth abalamour eur
voereb d’ezhi, hag e devoa ann hano-ze,a ioa nevez lakeat
e renk ar Zent gant ar pab. Kerkent ha ma oue ganet,
Doue a roaz da anaout e vije eunn deiz eunn eal a beoc’h
evit ar rouaned hag ho rouanteleziou ; rak divar neuze he
zad hag he zad koz a deuaz da veza mignouned adarre,
ha goulskoude pell a ioa ez oa kasouni entrezho.
He zad a ioa foug ennhan o velet furnez he verc’h dre ma kreske enn oad, hag enn eur gomz anezhi e lavare : « — Me zo sur, houma a vezo treac’h dre he vertuz da gement maouez a zo bet biskoaz enn hon lignez. » Evit guir, ar brinsez iaouank a veve dija evel eur zantez. Ober a rea fae var ann dillad kaer, tec’het a rea dioc’h ann ebatou hag ar plijadureziou, ha ne garie nemed ar bedenn, ar iun hag ann oberiou a drugarez. Evelse e oue brudet heb dale e kement korn a ioa enn Europ, ha meur a brins he goulennaz evit pried.
Dimezi a eure erfin da Zenis, roue ar Portugal. Mes, evithi da veza rouanez, ne zirenkas netra enn he devosionou hag enn he finijennou. Epad ann hanter euz ar bloaz, kouls lavaret e veve divar bara ha dour. Bemdez e save mintin mad, ha goude beza great eur pennad medita ha lavaret he offis evel eul leanez, ez ea d’ann iliz d’ann offerenn. Enn offerenn-ma e kommunie aliez, ha pa veze echu, e lavare c’hoaz offis ar Verc’hez hag offis ann anaoun. Goude lein, ez ea adarre d’ann iliz da lavaret gousperou ha komplidou, ha da adori Jezuz-Krist er zakramant euz he garantez.
N’e devoa ket nebeutoc’h a aked d’ann oberiou a drugarez ; rak he-unan e serviche hag e louzaoue ar re glanv, hag ann aluzennou a roe d’ann dud paour hag ezommek a ioa dreist kount. Eunn devez ez oa eunn tavancherad arc’hant ganthi da ingala etre ar beorien pa en em gavaz ar roue var he hent. « — Petra zo ganehoo’h aze enn ho tavancher, eme ar roue? » « — Roz, eme ar Zantez. » N’edo ket neuze mare ar roz ; mad, pa zispakaz Elizabeth he zavancher, e teuaz anezhan bokedou roz euz ar re gaera.
Eunn droiad all edo o voalc’hi he zreid da eur baourez geaz hag e devoa eur gouli heuzuz enn he gar. Evit trec’hi ann donjer e doa ouz ar gouli-ze, ar Zantez a stagaz he muzellou outhan, ha kerkent e pareaz. Er memes tra c’hoaz, enn eur c’hlenved e devoue, Elizabeth ne felle ket d’ezhi eva guin petra bennag m’e devoa bet urs da eva digant ar medisin. Mes o burzud ! ann dour a oue roet d’ezhi var he goulenn a droaz e guin enn eunn taol kount.
Devosionou ha pinijennou ar rouanez-ma ne virent ket outhi da ober bepred he dever e kenver he fried hag he bugale. Ne erpernaz netra evit sevel he bugale e doujans Doue, hag e kenver he fried e oue ato leun a zousder, a garantez hag a zentidigez. Goulskoude ar roue siouaz ! a rene eur vuez fall, hag ann dra-ze a rea eur boan vraz d’ar Zantez. Mes dougen a c’houie he c’hroaz heb en em glemm, ha ne ehane da bedi Doue da jench kaloun he fried. Doue a zelaouaz erfin he fedenn, hag ar roue a guiteaz a-grenn he zizursiou.
Bez’ e devoue ive ann eur da lakaat ar peoc’h, da genta, etre he fried hag he breur-kaer, ha goudeze etre he fried hag he mab, hag etre he zad ha roue Kastill ; rak n’e doa ket he far evit unani ar re a veze savet trouz pe gasouni entrezho, ken rouaned, ken tud all.
Ar roue Denis o veza deuet da vervel, Elizabeth a zervichaz da skouer d’ann intanvezed evel m’oa bet dija skouer ar guerc’hezed enn he iaouankiz ha skouer ar merc’hed dimezet er stad a briedelez. Goude beza guisket sae Trede-Urs sant Fransez, ez eaz da bardouna da Zant-Jakes a Gompostell, hag eno e roaz e prof he c’hurunenn aour, he dillad a rouanez hag eur maread traou all c’hoaz evit repoz da ene he fried. Mervel a reaz he-unan d’ar pevar a viz gouere euz ar bloaz 1336, ha Doue a ziskleriaz he zantelez dre eunn niver braz a viraklou.
Santez Elizabeth e devoa eur boan vraz o velet ar vuez fall a rene ar roue, he fried. Goulskoude ann dra-ze ne vire ket outhi da veza ato leun a zousder, a garantez hag a zentidigez enn he genver. Dougen a rea bepred he c’hroaz heb en em glemm, mes ne ehane da bedi Doue da jench kaloun ar roue. Grit eveldhi, gragez kristen, mar oc’h euz eur pried hag a ren eur vuez direol ; hag abarz ar fin, Doue en devezo ive truez ouzoc’h, nag a zelaouo ho pedenn evel ma selaouaz hini ar zantez-ma.