Buhez ar Sent/1894/Faostin ha Jovit

◄   Valantin Sant Faostin ha Sant Jovit Onesim   ►



ann pemzekved devez a viz c’houevrer


SANT FAOSTIN HA SANT JOVIT, MERZERIEN
————


Faostin ha Jovit a ioa daou vreur, ginidik euz a gear Bresia enn Itali. Azalek ho bugaleach e oue remerket ennho eunn devosion dener hag eur c’hoant braz da labourat evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou. Ann eskop Apollonius, o veza klevet hano euz ho mirit hag euz ho vertuz, a roaz d’ezho ann Ursiou. Faostin, ar c’hosa, a oue beleget, ha Jovit, ar iaouanka, a oue great avieler. Kerkent ann daou vreur en em lakeaz da brezek ann Aviel evel daou abostol, ha dre ann nerz a roe Doue d’ho c’homzou e c’hounezchont eur maread paianed d’ar feiz, ken e kear ken var ar meaz.

D’ar mare-ze ez oa er vro eur gouarner, he hano Italikus, hag a ioa enebour touet d’ar relijion gristen. Ar gouarner-ma a ieaz he-unan da ziskuill Faostin ha Jovit d’ann impalaer Adrian. « — E Bresia, emezhan, ez euz daou vreur ha ne reont nemed prezeg ne c’houzounn ket pe seurt Krist. Dija o deuz distroet kalz tud dioc’h servich hon doueou, ha ma ne vez ket miret outho, abarz nemeur ar vro holl a deui da veza kristen. » Raktal ann impalaer a roaz kounje d’ezhan dre skrid da lakaat ar gristenien d’ar maro, nemed adori a rajent doueou ar rouantelez.

Italikus a ioa foug ennhan o tistrei d’ar gear gant ar skrid-se. Pa oue erruet, e c’halvaz dioc’htu dirazhan Faostin ha Jovit; mes koll a eure he boan hag he amzer o klask ober d’ezho nac’h ho feiz. Neuze e lavaraz ho c’has d’ar prizoun da c’hortoz ma tigouezche ann impalaer ; rak Adrian he-unan a dlie mont da Vresia heb dale.

Ann impalaer a erruaz eno pemp devez goude, ha kenta tra a reaz a oue esa lakaat ann daou vreur santel da ginnig ezans da idol ann heol. Ann idol-ma a ioa kaer ha skeduz meurbed : alaouret oa penn-da-benn ha tu ha tu, ha lugerni a rea evel ann heol o para. Faostin ha Jovit, o veza bet kaset d’ann templ el leac’h ma edo, a reaz eur bedenn da Zoue, ha ker buhan ann idol-ze a deuaz da veza du egiz pa vije bet goloet a huzil. Adrian, estlammet o velet kement all, a roaz urs d’he zec’ha gant eunn torch spoue ; mes kerkent ha maoue touchet outhan, ann idol a gouezaz d’ann douar hag a oue bruzunet e mil damm.

Ann impalaer a ieaz droug ennhan pa velaz ann dra-ze, hag a goundaonaz ann daou vreur da veza lonket ez veo gant al loaned gouez. Hogen, ar pevar leon a oue laosket varnho da genta a c’hourvezaz eharz ho zreid heb ober drouk ebed d’ezho. Goudeze e oue laosket leoparded, hag ar re-ma a reaz ar memes tra. Erfin e oue laosket oursien hag a ioa bet devet ho c’hosteziou d’ezho gant offiserien ann impalaer evit ma vije muioc’h a gounnar ennho. Mes, enn despet da gement-se, ann oursien a oue kerchentil hag al loaned all e kenver ann daou verzer; e kenver offiserien ann impalaer avad ne ouent ket: ann offiserien-ma a oue dispennet gantho a daoliou skilf. Eleiz a baianed a oue gounezet d’ar feiz dre ar burzudou-ze ; mes Adrian a jomaz bepred aheurtet. « — Enn traou-ze holl, emezhan, ne oa nemed maji ha sorserez. »

Antronoz, ann impalaer a lakeaz ober eunn tanteziad-tan, ha goudeze e roaz urs da stleper ebarz Faostin ha Jovit. Mes, evel ann tri den iaouank e fournez Babilon, ann daou vreur a gane meuleudiou ann Aotrou Doue enn ho za e kreiz ar flammou, hag ho daouarn savet etrezek ann env. O velet ar mirakl nevez-ma, Adrian en devoue aoun na deuje ar bobl da drei enn he enep, hag o veza ma tlie mont prestik da gear Milan, e reaz he zonj da gas ann daou verzer ganthan di.

Eno Faostin ha Jovit a oue bourrevet enn eur feson skrijuz. Gant eur gorzennik e oue skuillet ploumm teuzet enn ho ginou hag enn ho gouzoug, ho c’hosteziou a oue devet gant ann houarn ruz, hag enn dro d’ezho e oue great tan braz gant stoup, rousin hag eol. Mes Doue a veille bepred var he zervicherien ; kendelc’her a eure d’ho c’hennerza ha da ober burzudou enn ho c’henver, hag ar burzudou-ma a lakeaz adarre eur maread paianed da anaout ar virionez euz ar relijion gristen.

Euz a Vilan ann daou vreur kalounek a oue treinet da Rom da heul ann impalaer. Mes ac’hano e ouent kaset enn dro da Vresia, hag eno e ouent erfin dibennet ho daou d’ar pemzek a viz c’houevrer euz ar bloaz 121.


SONJIT ERVAD

Ann daou zant-ma n’o devoue drouk ebed pa oue laosket al loaned gouez varnho, pa ouent stlapet enn tan, pa oue skuillet ploumm teuzet enn ho ginou betek toull ho gouzoug : Doue a joa oc’h ho dioual ! Doue ho tiouallo ive mar bezit humbl, ha leun a feiz hag a fizians enn he c’halloud hag enn he vadelez. Ne lavarann ket e raio miraklou enn ho kenver evel en deuz great e kenver sant Faostin ha sant Jovit ; mes pellaat a rai peb danjer dioc’h ho korf ha dioc’h hoc’h ene, ha ma teu d’ehoc’h eur boan bennag, e tousaio ar boan-ze dre ar mel euz c’hras, hag e sikouro ac’hanhoc’h da zougen ho kroaz.