Buhez ar Sent/1894/Fransez Borjia

◄   Denis Fransez Borjia Tarak   ►



ann dekved devez a viz here


SANT FRANSEZ BORJIA
————



Ar zant-ma a ioa ganet e Spagn, ha mab d’ann duk a Gandii ha d’ar brinsez Janned a Aragon. He dad hag he vamm ne espernjont netra evit he zevel e doujans Doue ; mes a veac’h oa dek vloaz pa varvaz he vamm. Dre chans en devoa eunn eontr hag a ioa arc’heskop e Saragos. Ann arc’heskop-ma en em gargaz anezhan neuze, hag hen lakeaz etre daouarn mistri habil ha vertuzuz.

D’ann oad a zeitek vloaz e oue kaset da balez ann impalaer Charles Pemp. Hogen, o veza ma’z oa eunn den iaouank a zoare, leun a spered ha laouen e kenver ann holl, Fransez a ioa eno e riskl d’en em goll. Mes var evez e veze bepred evit en em ziouall diouz ar pec’hed, ha miret a rea ato he ene iac’h hag he galoun pur dre he aked da dostaat aliez ouz ar zakramanchou ha da c’houlenn sikour digant ar Verc’hez.

Evit senti ouz ann impalaerez Izabel, e timezaz d’ar brinsez Eleonora a Gastro, ha Doue a vennigaz ann dimezi-ze enn eur rei eiz krouadur d’ann daou bried nevez. Mes maro ann impalaerez a lakeaz Borjia da gemeret donjer ouz ar bed.

Izabel a ioa bet sammet e kreiz he brud, ha Fransez a oue karget da gas he c’horf euz a gear Toled da gear Grenad el leac’h ma tlie beza enterret. Enn eur erruout er gear-ma, e roaz urs da zigeri ann arched ; mes kerkent e teuaz anezhan eur c’houez ker krenv ma ne c’helle den he c’houzanv. Goudeze, pa oue dizoloet penn ann impalaerez, ann holl o devoue beac’h oc’h he anaout, ken dishenvel oa dioc’h kent : hi, livet ker brao epad he buez, a ioa brema distrounket-holl hag heuzuz da velet.

Borjia a lavaraz neuze ennhan he-unan : « — E pe leac’h ema ann daoulagad-se a ioa kellemm n’euz ket c’hoaz pell ? Petra eo deuet da veza ann divoc’h-se ker fresk ha ker koant, ar gened-se n’en doa ket he bar ? Hag hounnez eo ann introun Izabel, va mestrez ha va rouanez ? » Enn eur gomz evelse, e reaz he zonj d’en em rei holl da zervich Doue mar chomje beo varlerc’h he bried.

Etre daou e oue hanvet da c’houarner er C’hatalogn, hag er garg-ma e veve dija evel eur manac’h enn he gouent. Ar pez a glaske dreist peb tra oa en em zantifia bemdez muioc’h-mui dre ar bedenn, ar iun hag ann aluzenn ; mes kement-se ne vire ket outhan da veza fidel da holl zeveriou he stad. Dalc’h-mad e poanie da lamet ar giziou fall euz ar vro, da ziarbenn ann dizursiou, da zifenn guir ha tra peb hini, ha da lakaat ar peoc’h hag ar justis da ren e peb leac’h.

He bried o veza deuet da vervel, Fransez a jomaz c’hoaz pevar bloaz er bed evit pourvei da fortun he vugale ha studia ann theoloji ; mes da fin ar pevar bloaz-se ez eaz enn Urs ann Tadou Jezuisted. Daou-ugent vloaz oa d’ann ampoent. Er bloaz varlerc’h e oue beleget, hag e lavaraz he offerenn genta e chapel maner Loiola.

Goudeze ec’h en em dennaz enn eunn ermitach a ioa e kichen kear Ogaat, hag eno he vrasa plijadur oa mont da glask ann aluzenn er c’heriadennou divar dro, ha deski ho fedennou hag ho c’hatekiz d’ar vugale baour. Rak, petra bennag ma kastize ive he gorf dre binijennou kalet, ann humilite oa c’hoaz goulskoude ar vertuz remerket ennhan ar muia, ha ne roe morse d’ezhan he unan nemed ann hano a bec’her.

Goude beza prezeget gant kalz a frouez er Spagn hag er Portugal, Fransez a oue hanvet da zuperior jeneral euz he Urs, ha gouarn a eure he Vreudeur gant kement a furnez hag a zantelez ma’z oa karet hag istimet gant ann holl. Erfin, o veza kouezet klanv e Ferraar, e teuaz ac’hano da Rom, hag er gear-ma e-varvaz e peoc’h, goude beza resevet he zakramanchou diveza ha bennoz ar pab, d’ar c’henta a viz here euz ar bloaz 1572, oajet a zaou vloaz ha tri-ugent.


SONJIT ERVAD

Eur brinsez, brudet dre he gened ha deuet da veza heuzuz da velet goude he maro, a ra da Fransez Borjia ober he zonj da guitaat ar bed. Eur c’horf maro a zo eur mellezour fidel. Ar mellezouriou all ne ziskouezont d’eomp nemed ar pez on euz doare da veza ; mes eur c’horf maro a ziskouez d’eomp petra oump e guirionez ha petra vezimp eunn deiz. Peger sklear ne veler ket er mellezour-ma ne d’eo holl draou ar bed nemed avel ha moged. Pebez nerz n’e deuz ket ar zonj hebken euz ar maro evit diskar hon ourgouill ha terri nerz hor goall ioulou !