nn amzer ann impalaer Konstantin, eunn den habil
euz ann Azii, he hano Metrodor, en em lakeaz da redet
bro evit anaout guelloc’h ar bed. Erruout a reaz
evelse betek ann Abisinii, ha digas a eure ganthan
ac’hano perlez hag a bep seurt mein a briz. Eunn den
habil all euz a Dir, he hano Merop, o velet pebez fortun
en doa great Metrodor, en devoue avi outhan, hag a
c’hoanteaz mont da zispenn he roudou enn esper kaout
kement a jans hag hen.
Hogen, Merop en doa daou niz iaouank, hanvet Frumans hag Edes, hag a garie evel he vugale. He-unan e rea skol d’ezho, hag ho c’hemeret a eure da ober koumpagnunez d’ezhan enn eur zonjal e teskchent muioc'h o veachi eged o chom er gear.
Pa oue erruet betek al leac’h m’en doa bizet mont, Merop a bignaz enn eur vag evit distrei da Dir. Mes ar vag a renkaz ober eunn ehan enn eur porz euz ann Abisinii, hag eno ez oa tud hanter-c’houez hag enebourien touet d’ar Romened. Ann dud fallakr-ma a zaillaz evel bleizi var Merop ha var botred ar vag, hag ho lazaz holl betek ann diveza.
Epad ann amzer-ze, Frumans hag Edes a ioa en em dennet a gostez da studia ho c’henteliou, ha ne c’houient ket zoken petra ioa c’hoarvezet. Edont o lenn ken dinec’h ha tra, azezet dindan eur vezenn, pa zigouezaz gantho muntrerien ho eontr. Ar re-ma goulskoude o devoue damant d’ho oad, ha ne rejont drouk ebed d’ezho. Mes kaset e ouent da gaout ar roue, hag ar roue, o velet o doa doare da veza potred a spered ho daou, a gemeraz truez outho ive, hag a lakeaz ho zevel enn he balez. Goudeze e reaz he ziskarger-guin euz a Edes, hag he denzorier euz a Frumans ; rak remerket en doa oa hema eunn den a urs.
Abaoue, ann daou vreur a oue ato deuet mad gant ar roue-ze, ha goude he varo e ouent kouls pe velloc’h deuet c’hoaz gant ar rouanez he bried. Houma a ioa ive leun a fizians enn ho furnez, hag aliez e c’houlenne kuzul digantho ; rak hi eo a c’houarne ar vro keit ha ma oue minor he mab hena.
Frumans hag Edes a ioa kristenien, hag en em zervichaz euz ar c’halloud o devoa er rouantelez evit skigna dreizhi a nebeudou ann anaoudegez euz ann Aviel. Goulskoude, pa oue major ar roue iaouank, e falvezaz d’ezho dont kuit, kaer a oue klask ho delc’her. Edes a ieaz var ehun da Dir, kement a vall en doa da velet he dud ; mes Frumans a skoaz da genta etrezek Aleksandrii, evit kounta da zant Athanaz penaoz edo ann dro enn Abisinii evit ar pez a zelle ouz ar relijion. « — Ar vro-ze, emezhan, a ve eaz da c’hounit da feiz Jezuz-Krist, ma ve kaset di eunn eskop hag eur guchenn visionerien. »
Sant Athanaz en devoue eur joa vraz ouz he glevet, ha goude beza kemeret ali he veleien, e roaz d’ezhan ann Ursiou hag her sakraz eskop, evit ma’z aje adarre d’ann Abisinii gant ar groaz enn he gerc’henn ha gras ar velegiach enn he galoun. Ann eskop nevez a oue digemeret eno evel eunn eal euz ann env, hag heb dale en devoue ann eur da vadezi ar roue hag ann darn vuia euz he zujidi.
D’ann ampoent, ann impalaer Konstans, mab da Gonstantin, a ioa troet a du gantann Arianed, hag a rea brezel d’ar relijion gatholik. Eur gounnar direiz en devoa dreist holl oc’h sant Athanaz, ha pa glevaz en doa ar zant-ma kaset Frumans d’ann Abisinii da brezeg ann Aviel, e skrivaz raktal da roue ar vro-ze enn eur lavaret : « — Lakit Frumans etre va daouarn, pe diouallit !... » Mes roue ann Abisinii ne reaz van ebed euz he c’hourdrouzou, ha Frumans a gendalc’haz da startaat ann Abisined er feiz, ken dre nerz he gomzou, ken dre he viraklou ha dre ar zantelez euz he vuez. Mervel a eure leun a veritou, mes ne c’houezer ket pe da vare, hag ann Abisined a henor anezhan bepred evel Abostol ho bro.
Providans Doue a ren ann den egiz ma plij ganthi. Evelse, goude m’oa bet lazet he eontr, Frumans a oue espernet gant ar vuntrerien, hag a deuaz da veza mignoun da roue ann Abisinii. Perak ? Abalamour m’oa galvet da veza eunn deiz Abostol ar vro-ze. Setu aze penaoz Doue a c’hoar, pa gar, tenna ar mad euz ann drouk, ha lakaat fallagriez ann dud da zervichout d’he c’hloar ha da zilvidigez ann eneou. Fiziomp eta var furnez ha galloud Doue n’euz forz petra rafe ann dud eneb d’eomp.