◄ Ann iliz var c’hed euz hor Zalver | Gasian | Dominik Silos ► |
asian a oue digaset e Frans da brezeg ann Aviel gant
ar pab sant Klemant, var a lavar lod, gant ar pab
sant Fabian, var a lavar lod all : eskop oa dija d’ann ampoent.
O veza erruet e Tour, e choazaz ar gear-ma hag ar
broiou divar dro evel ann dachenn merket d’ezhan gant
Doue evit he labouriou abostolik. Hogen, dre eno ann
dud a ioa neuze goall droet var ann idolatri, ha n’oa ket
eaz ho divoaza dioc’h ar c’hiz fall o doa kemeret var ar
poent-se.
Ar Zant a boaniaz, da genta, da rei d’ezho da goumpren peger zot oant oc’h adori idolou great gant koat pe gant mean, gant aour pe gant arc’hant. Goudeze e tiskoueze d’ezho sklear n’ez euz ha ne c’helle beza nemed eunn Doue hebken, ha p’en deveze lakeat ar virionez-ma da bara splamm dirak daoulagad ho spered, e komze d’ezho erfin euz a vister ann Dreinded, euz a vister ann Inkarnasion hag euz a vister ar Redempsion. Evelse e lakeaz a nebeut a nebeut hiniennou anezho da zilezel servich ho doueou faoz.
Goulskoude ann darn vuia a jome ato aheurtet, hag ar re-ma a deuaz da veza kounnaret oc’h Gasian. Hen diskuill a rejont d’ar varnerien, hag ober a rejont d’ezhan goasa a c’helljont enn eur c’hourdrouz lamet he vuez diganthan. Neuze ar Zant a ieaz da guzat eur pennad da c’hortoz ma vije tremenet ar barr-arne a ioa savet azioc’h he benn. Epad ann amzer-ze, ec’h offerenne e toullou dindan ann douar hag eno ec’h asamble ive ar re en devoa dija gounezet d’ar feiz.
Meur a vech e renkaz tec’het evelse ; mes distrei a rea kerkent ha ma kave d’ezhan e veze soupleat ar sperejou, ha daou zra a reaz dezhan erfin beza treac’h d’he holl enebourien : ann daou zra-ze a oue he zantelez hag he viraklou.
Ar baianed n’oant ket evit miret da veza souezet o velet anezhan o iun ken aliez hag o pedi heb ehana. Biskoaz n’o doa anavezet eunn den ken humbl, ken distag he galoun dioc’h traou ar bed, ker rust outhan he-unan ha ken dous, ker pasiant e kenver he nesa. « — Sur, emezho, hema n’e ket henvel ouz ann dud all. »
Ar miraklou a rea Gasian a roe ive eunn nerz nevez d’he brezegennou. Ne oa klenved ebed ha ne c’hellje ket parea diouthan, hag evit kement-se he louzou ordinal oa sin ar groaz.
Dre ar burzudou-ze ha dre ar skouer euz he vuez santel ha pinijennuz, e teuaz a benn gant ann amzer da c’hounit ar c’halounou ar re galeta. Daou euz ar re a ioa bet ar muia enn he enep en em lakeaz e renk he ziskibien, ha divar neuze niver ar re-ma a greskaz a zeiz da zeiz.
Ar Zant a zavaz evitho eiz iliz vihan, ken e Tour, ken er bourkou divar dro. Enn ilizou-ze e teske d’ezho kana meuleudiou ann Aotrou Doue, e krenvea anezho er feiz dre he zarmouniou, hag e vage ho eneou dre ar zakramanchou. Lakaat a eure ive ober eur vered er meaz euz a gear evit enterri korfou ar gristenien ; rag difenn a ioa, a berz ann impalaered, d’ho enterri e diabarz ar c’heariou.
Gasian a ioa dija oajet-braz pa blijaz gant Doue he c’helver davethan. Eunn nozvez, hor Zalver Jezuz-Krist hen dihunaz a greiz he gousk, hag a lavaraz d’ezhan edot ouz he c’hortoz er baradoz. Kounta a reer zoken e oue kommuniet dre zaouarn hor Zalver. Mervel a eure e peoc’h d’ann trivac’h a viz kerzu, goude beza prezeget ann Aviel e Tour hag er broiou divar dro epad tost da hanter-kant vloaz. He gorf a oue enterret er vered en doa lakeat ober, ha var he vez e oue savet eunn iliz enn henor d’ar Verc’hez. Ann iliz-se a oue hanvet iliz ann Introun-Varia-Baour, abalamour m’oa savet e guered ar beorien ; mes divezatoc’h e oue hanvet iliz ann Introun-Varia-Binvidik abalamour ma viret ennhi korf ar Zant. Goulskoude, enn amzer sant Martin, relegou Gasian a oue digaset ac’hano da iliz katedral Tour, hag abaoue ar bloaz 1350 pe var dro ann iliz-ma a zo hanvet iliz Sant-Gasian.
Sant Gasian a boanie da skleraat a nebeudou sperejou ar baianed, ha ne gomze ket d’ezho dioc’htu euz ann holl guirioneziou euz ar feiz. Setu aze ive penaoz e tleer deski ho fedennou hag ho c’hatekiz d’ar vugale. Arabad eo klask lakaat re a draou asambles enn ho spered ; mes red eo gortoz ma c’houezint eur bedenn pe eur gentel difazi abarz mont da eunn all. Pa veler eo poent mont da eur bedenn pe da eur gentel all, e renker c’hoaz ober d’ezho lavaret adarre da genta ann hini pe ar re a c’houzont dija difazi ; evelse, ar pedennou hag ar c’henteliou-ze a ziskenno doun enn ho memor hag a jomo eno renket sklear, e leac’h ne lakafent nemed rouestl enn ho spered ma ve klasket ho deski dezho holl enn eunn taol pe eur maread asambles.