◄ Ginivelez ar Verc’hez | Gorgoon ha Dorothee | Nikolas Tolantin ► |
orgoon a ioa offiser e palez ann impalaer Dioklesian.
Gant sikour eunn offiser all, he hano Dorothee, oa
deuet a benn da c’hounit da Jezuz-Krist holl offiserien
ar palez, ha goulskoude na Dorothee nag hen n’o doa
c’hoaz diskouezet d’ann impalaer e vijent kristenien.
Eunn devez Dioklesian a reaz sevel he dron enn eur zal vraz, ha digas dirazhan ann dud fidel a ioa er prizouniou, evit ober d’ezho kinnig ezans d’ann doueou faoz. Mes, e leac’h senti ouz ann impalaer, ann dud fidel-ze en em lakeaz holl da gana : « — Doueou ar baianed ne d-int nemed drouk-sperejou ; n’euz ken Doue nemed ann hini en deuz krouet ann env hag ann douar. »
Dioklesian a ieaz enn egar o klevet kement all, hag a roaz urs raktal da zispenn korf ar gristenien kalounek gant fouetou ploumm pe ivinou houarn, Unan anezho a oue bourrevet muioc’h eged ar re all abalamour m’en doa doare da ober muioc’h a c’hoab euz ann impalaer. O velet ann dra-ma, Gorgoon ha Dorothee a zonjaz oa deuet ar mare evitho d’en em ziskouez evit ar pez ma’z oant, ha setu hi ha lavaret da Zioklesian : « Impalaer, emezho, ni a virit ive ar zetans oc’h euz douget a enep ann den-ze ; rak he feiz a zo ive hor feiz-ni, ann Doue a zervich, ni her servich eveldhan. »
Dioklesian a jomaz mantret o klevet ar c’homzou-ma.
Klask a eure da genta deseo Gorgoon ha Dorothee dre bromesaou kaer ; mes ann daou offiser a respountaz grons ne adorjent biken ann idolou, ha pa vije roet d’ezho holl denzoriou ann douar. Neuze ann impalaer a ordrenaz ho zeuler enn eur prizoun tenval, karget a jadennou.
Antronoz ho galvaz dirazhan adarre, hag e lavaraz dezho : « — Mar kirit senti ouzinn, me roio d’ehoc’h ar renk kenta etouez va offiserien. A hent all, n’oc’h euz da c’hortoz nemed eur maro kriz ha mezuz. » Kerkent Gorgoon a respountaz evithan he-unan hag evit Dorothee : « — Jezuz-Krist hor c’hennerzo dre he c’hras ; grit eta bolontez ho tad, mab ann diaoul ma’z oc’h.»
Raktal Dioklesian a reaz ho skourjeza enn eur feson didruez ken na oue distag ar c’hroc’henn dioc’h ho c’horf, ha goudeze e lavaraz skuill var ho gouliou guinegr ha c’hoalenn kemmesket enn eunn douez. Mes epad ann amzer-ze ann daou verzer a ioa bepred laouen evel ann heol, ha ne ehanent da veuli Doue.
Ann dra-ma a lakea ar vourrevien da egari goasoc’h-goaz, ha setu hi, goude beza kemeret kuzul ann eil digant egile, hag astenn Gorgoon ha Dorothee var eur c’hrill hag a ioa glaou beo dindanhi, evit rosta ho c’horf a nebeudou evel m’oa bet rostet korf sant Lorans. Mes ann daou offiser kristen a ioa eno egiz pa vijent bet var eur guele roz, hag a gendalc’he da veuli. Doue, enn eur lavaret : « — Ni ho trugareka, Aotrou holl-c’halloudek, abalamour m’oc’h euz hor c’havet din da c’houzanv eunn dra bennag dre garantez evidhoc’h. Ar moged a zao diouzomp varzu ennhoc’h a obteno d’eomp, ni a esper, ar pardoun euz hor pec’hejou, hag ar c’hras da gaout eur plas enn ho paradoz e kichen ho merzerien fidel. »
Abarz ar fin, ann impalaer Dioklesian, o velet ne c’helle ket beza treac’h d’ezho, ho c’houndaonaz da veza mouget. Ar vourrevien eta ho c’hasaz gantho d’al leac’h merket evit kement-se, hag ho lakeaz d’ar maro enn eur deuler eul las-kroug enn dro d’ho gouzoug. Ho merzerenti a erruaz er bloaz 304. Ann dud fidel a enterraz ho c’horfou gant respet, ha divezatoc’h ho relegou a oue digaset da Rom ; rak e Nikomedii eo e ouent lakeat d’ar maro.
Ann daou zant-ma a jomaz pell e palez ann impalaer Dioklesian heb diskouez d’ezhan oant kristenien. Evelse, eunn den, hag a zo e servich eur prins pe eur c’houarnamant hag a ra brezel d’ar relijion, a c’hell ober he zevosionou e kuz ha delc’her he blas keit ha ma ne vezo goulennet diganthan netra kountrol d’ar feiz pe gountrol d’he goustians. Mes kerkent ha ma vezo goulennet diganthan eunn dra bennag kountrol d’ar feiz pe gountrol d’he goustians, pe hebken eunn dra bennag hag a c’hellfe rei da gredi e kemer perz e-unan er vrezel a ra ar prins pe ar chouarnamant d’ar relijion, ann den-ze a dle en em ziskouez ha lavaret nann, e riskl da denna varnhan droulans ar prins pe ar c’houarnamant. Pec’hed eo ato asanti gant ar re a ra brezel d’ar relijion, pe ober ann neuz hebken da asanti gantho, abalamour ann dra-ma a ve rei skouer fall d’ann nesa. Red eo, eme ann abostol sant Paol, en em viret zoken dioc’h kement tra en deuz liou ar pec’hed, dioc’h Kement tra en deuz evit ar re all doare da veza pec’hed.