◄ Gouel ann Holl Zent | Gouel ann Anaoun | Guinal ► |
oude beza hor galvet deac’h da henori dre eur gouel
solanel ar zent hag ar zentezed a zo dija ho eneou
er baradoz, hor mamm zantel ann Iliz hor galv hirio da
bedi a-unan ganthi evit anaoun ar purkator. Deac’h,
evit sevel hor sperejou hag hor c’halounou etrezek ann
env, hor mamm zantel ann Iliz e devoa kemeret he-unan
enn he offisou, evel pa lavarfenn, eunn doare
laouen ha skeduz. Soun gae ha skiltr ar c’hleier, ar
c’han skanv, huel ha dudiuz, ar bokedou a lugerne var
ann aoteriou ha liou kaer ann ornamanchou sakr : kement
tra a velemp ha kement tra a glevemp a zigase da
zonj d’eomp euz a c’hloar hag euz a euruzded ar Zent
baradoz.
Mes hirio hor mamm zantel ann Iliz e deuz chenchet doare enn he offisou, ha setu ar c’hleier ho-unan ne c’houzont mui nemed klemm ha goulenn sikour gant eur vouez truezuz. Ar c’han ne laosk mui nemed huanadennou a c’hlac’har, hag ann aoteriou hag ann ornamanchou sakr zoken o deuz kemeret eul liou a ganv hag a dristidigez. Hirio, kement tra a velomp ha kement tra a glevomp a lavar d’eomp var eunn ton hirvouduz : « — Kristenien, a zo c’hoaz var ann douar, o pet sonj euz a anaoun paour ar purkator ! Kristenien, a zo c’hoaz var ann douar, pedit, pedit evit anaoun paour ar purkator ! »
Ar feiz a zesk d’eomp n’e ket aoualc’h mervel e stad a c’hras evit mont var ehun d’ar baradoz. Red eo, ouspenn, kaout ar goustians neat dioc’h peb pec’hed veniel ha beza dizle a-grenn dirak justis Doue. Ar re eta o defe c’hoaz eur pec’hed veniel bennag var ho choustians, pe n’o defe ket paet da justis Doue ann holl boan dleet d’ho fec’hejou tremenet, ar re-ze n’ez ai ket ho eneou var ehun d’ar baradoz ; mes dalc’het e vezint enn eur plas, hanvet ar purkator, ha chom a raint eno da ober pinijenn epad ann amzer merket gant justis Doue.
Hogen, ho finijenn a zo skrijuz meurbed da zonjal. Selaouit-hi o lavaret d’ehoc’h :
Allaz ! na c’houfe den koumpren
Pegen estlamm eo hon anken.
. . . . . . . . . . . . . . .
A bep tu d’eomp n’euz nemed tan,
Tan var c’horre ha tan dindan.
Goulskoude n’e ket ann tan eo a ra ho brasa poan. Muioc’h a boan o deuz c’hoaz, ha kalz muioc’h, abalamour m’emaint pell dioc’h Doue, abalamour ne c’hellont ket guelet Doue, ann Doue-ze, a garont hag a gar anezho ive. Gouzout a reont int sur da vont d’ar baradoz ; mes gortoz a renkont c’hoaz, hag evit ann ene, eur vech dispartiet dioc’h ar c’horf, chom keit-se da c’hortoz guelet Doue a zo ker goaz ha beza enn ifern pa n’efe ann esperans.
Hag eneou keiz ar purkator ne c’hellont ket en em zikour ho-unan :
Ni n’hellomp dre hor pedennou
Distan na berraat hor poaniou.
Mes ar pez n’ema ket enn ho galloud a zo enn hor galloud-ni. Ia, ar feiz a zesk d’eomp ive e c’hellomp, ni ken etrezomp kristenien a zo c’hoaz var ann douar, obten didorr da eneou ar purkator enn ho foaniou, hag hasta ar mare ma vezint tennet euz ho frizoun. Penaoz kement-se ? Dre hor pedennou hag hon oberiou mad, ha dreist holl dre zakrifis santel ann offerenn.
Setu perak ann anaoun paour a gri ouzomp hirio :
Breudeur, kerent ha mignouned,
Enn han’ Doue hor zelaouet,
Enn han’ Doue hor zikouret !
N’euz nikun ac’hanomp marteze ha n’en defe enn ho zouez eur c’har pe eur mignoun bennag. Marteze zoken on euz eunn tad pe eur vamm, hag ar re-ma a lavar d’eomp dreist ar re all :
Sonjit enn ho tad, enn ho mamm,
Er purkator e kreiz ar flamm :
Va mab, va merc’h, ah ! selaouet.....
Enn han’ Doue hor zikouret !
Piou ac’hanomp a c’hellfe ober ar skouarn vouzar ouz ar vouez klemmuz-se ? Marteze ez euz brema er purkator eneou ha n’emaint eno nemed abalamour d’eomp-ni, nemed abalamour da bec’hejou hag oump bet kaoz d’ezho da ober. Neuze n’e ket hebken ar garantez, mes ar justis zoken eo a ra d’eomp eunn dever d’ho zikour hervez hor galloud.
Pedomp eta aliez, pedomp bemdez evit anaoun ar purkator, ha pa vezimp eat euz ar bed-ma, Doue a lakai e spered ar re a jomo var hon lerc’h ar zonj vad da bedi evidomp ive. Eneou ar purkator a lavar d’eomp erfin :
Ha pa vimp-ni e gloar Doue,
Evidhoc’h ni bedo ive :
Ouzomp eta holl selaouet,
Enn han’ Doue hor zikouret !
Ia, mar teuomp a benn da denna eunn ene bennag
euz ar purkator, ann ene-ze, eur vech eat d’ar baradoz,
n’hon ankounac’haio biken ha ne ehano da c’houlenn
evidomp digant Doue ar grasou m'on euz ezomm anezho
evit gellout erruout d’hon tro el leac’h euruz m’eo
erruet dija.
Eur pec’hed veniel hebken a zo aoualc’h evit beza koundaonet d’ar purkator ; koumprenit dre eno peger braz drouk eo ar pec’hed veniel. Ouspenn-ze, evit mont var ehun d’ar baradoz goude ar maro, e renker beza dizle a-grenn dirak justis Doue. Hastit affo eta paea da justis Doue er bed-ma ar boan dleet d’ho pec’hejou tremenet gant aoun na ve red d’ehoc’h he faea er bed all, hag epad pell amzer marteze, e tan ar purkator.