Buhez ar Sent/1894/Gouel ann hano santel a Jezuz

◄   Sirkonsizion hor Zalver Gouel ann hano santel a Jezuz Odilon, Abad   ►



GOUEL ANN HANO SANTEL A JEZUZ
————

(Ar gouel-ma a vez great enn iliz d’ann eil sul goude ar Rouanez)



Ar c’hiz a ioa ive, etouez ar Iuzevien guech all, da rei eunn hano d’ar vugale enn devez ma vezent sirkonsizet. Heuliet e oue ar c’hiz-se evit hor Zalver, ha roet e oue d’ezhan an hano a Jezuz, hano hag a ioa bet roet d’ezhan dija gant ann eal araok m’oa bet konsevet.

Ann arc’heal Gabriel en devoa komzet evelhenn ouz ar Verc’hez Vari : « — C’houi a gonsevo hag a lakai er bed eur Mab, hag ar Mab-se a hanvot Jezuz. » Ann eal n’en doa ket lavaret ann dra-ze anezhan he-unan, mes euz a berz Doue ; Doue eo a felle d’ezhan e vije hanvet Jezuz he Vab en em c’hreat den. « Jezuz-Krist, eme ann abostol sant Paol, a ioa Doue dre natur ha par d’he Dad e peb hent ; mes en em lakeat eo henvel oc’h netra o kemeret natur ann den, hag o tont da veva etouez an dud evel unan anezho… Abalamour da ze Doue en deuz he hueleat, ha roet d’ezhan eunn hano hag a zo dreist ann holl hanoiou. »

Ann hano a Jezuz a zinifi Salver, hag a zigas da zonj d’eomp euz ar pez en deuz great hag euz ar pez a ra c’hoaz evit hor zavetei Mab Doue en em c’hreat den. Setu perak eo santela hano, galloudusa hano ha dudiusa hano a zo enn Env ha var ann douar.

Ann hano a Zoue a zigas da zonj d’eomp euz ann Hini en deuz hor c’hrouet. Mes petra dalvezfe d’eomp beza bet krouet, ma ne vijemp ket bet saveteet goude m’oamp kollet holl dre bec’hed hon tad kenta Adam ? Brasoc’h gras eo evidomp beza bet prenet gant goad Jezuz eget beza bet krouet, ha dre eno ive e tleomp kaout c’hoaz muioc’h a respet evit ann hano santel a Jezuz eged evit ann hano santel a Zoue.

N’euz hano ebed, nag enn Env na var ann douar, ker gallouduz hag hano Jezuz. Kement pedenn a vez great enn hano-ma a zo sur da veza selaouet enn Env. Hor Zalver he-unan hel lavar d’eomp enn Aviel : « Kement tra, emezhan, a c’houlennot digant va Zad em hano-me a vezo roet d’ehoc’h. » Sant Per a lavar d’he dro : « N’ez euz var ann douar hano all ebed, nemed hano Jezuz, hag a c’hellfe hor zavetei. » Mes, ann hano-ze avad, netra ne c’hell herzel outhan. Dre hano Jezuz eo o deuz ann Ebestel guech all kaset sklerijenn ar feiz e kement korn a ioa er bed ; dre hano Jezuz eo e lakeant ann drouk-sperejou da dec’het buhan enn ho raok ; dre hano Jezuz eo e pareent ar re glanv, e roent ar vuez d’ar re varo hag e reant a bep seurt burzudou.

Erfin, hano Jezuz eo ar c’haera hag ann dudiusa euz ann holl hanoiou. « Bez’ez eo, eme zant Bernard, evel eunn tamm mel er ginou, evel eur bomm muzik evit ar skouarn, ha lakaat a ra ar galoun da zridal gant ar joa. Ha c’houi zo tenval ho penn hag anken var ho spered ? Sonjit e Jezuz, digasit he hano var ho muzellou, ha raktal et viot laouen adarre, raktal hoc’h anken a ielo kuit. Ha spountet oc’h o velet ho pec’hejou, ha dija prest da goueza enn dizesper ? Galvit Jezuz d’ho sikour, livirit he hano, ha kerkent ar fizianz hag ann esperans a deui enn dro. Rak hano Jezuz a zo er memes amzer sklerijenn, magadurez ha louzou : sklerijenn eo evit ar spered, magadurez evit ar galoun ha louzou evit parea klenvejou ann ene. »


SONJIT ERVAD

Ar zent holl a zo bet devot da hano Jezuz. Ann abostol sant Paol a veze heb ehana, kouls lavaret, hano Jezuz var he vuzellou pe e beg he bluenn. Sant Ignas, merzer, en doa lakeat hano Jezuz ken doun enn he galoun ma oue kavet skrivet eno e lizerennou aour, pa oue digoret he gorf goude he varo. Greomp evel ar zent-se : leveromp aliez hano Jezuz a galoun hag a c’hinou, mes ato gant respet ha karantez. Galvomp ann hano-ze d’hor sikour pa vezimp tentet, p’or bezo eur boan bennag, pa erruo eunn drouk bennag ganeomp. Mes, dreist peb tra, goulennomp digant Jezuz, hirio hag epad hor buez, ar c’hras da c’hellout lavaret aliez, enn hor c’hlenved diveza, he hano sakr hag adorabl asambles gant hanoiou benniget Mari ha Joseph. Ann tri hano dous-se lavaret neuze gant feiz ha gant devosion, a vezo evidomp eur zoursenn a nerz e kreiz poaniou hon tremenven, hag evel eunn errez euz a euruzded ar baradoz.

O va Jezuz, o va c’harantez,
Bezit em c’haloun bemnoz ha bemdez!