Buhez ar Sent/1894/Gouenou

◄   Raphael Gouenou Alor, Alan hag Evarist   ►


ar pemped var ’nn ugent a viz here


SANT GOUENOU, ESKOP
————


Ar zant-ma a ioa ganet e Bro-Zaoz a dud a lignez huel hag a zoujans Doue. Ne oa c’hoaz nemed eur c’hrouadur pa gollaz he vamm, ha d’ann oad a drivac’h vloaz e treuzaz ar mor evit dont da Vreiz-Izel asambles gant sant Tugdon, he dad, sant Majan, he vreur, ha santez Tugdona, he c’hoar.

O veza erruet ho fevar e Brest, Tugdona a ieaz da eur gouent a ioa dija d’ann ampoent e Lokournan-Ar-Fank, hag ann tri all a glaskaz peb hini anezho eur plas distro bennag da ober ho ermitach. Tugdon en em dennaz e kostez Guipavas, Majan e kostez Plougin, ha Gouenou enn eur c’hoat hag a ioa eul leo hanter dioc’h Brest e tu ann Hanter-Noz.

Er c’hoat-ma e tremene he holl amzer o pedi Doue hag o kastiza he gorf dre ar iun hag a bep seurt pinijennou, heb beza anavezet gant den. Mes, eunn devez, ar c’hount Konomor a erruaz gant he ermitach, a greiz m’edo o chaseal, hag a c’houlennaz outhan piou oa, euz a be leac’h e teue ha petra a rea eno. Gouenou a respountaz a boent da boent da c’houlennou ar c’hount, hag hema a oue dioc’h-tu leun a istim hag a respet evithan.

Kerkent ar brud euz ann ermit santel a redaz dre gement korn a ioa er vro, hag eur maread tud iaouank a c’hoanteaz kemeret skouer diouthan ha beva enn he goumpagnunez. Neuze e c’houlennaz digant Konomor plas da zevel eur gouent evit loja ann dud iaouank-se, hag ar c’hount a roaz d’ezhan kement a zouar hag a c’hellje da gloza enn eunn devez. Gouenou, leun a fizians e Doue, en em lakeaz raktal da vale a hed hag a dreuz ar c’hoat, enn eur dreina eur forc’h var he lerc’h, hag a benn eunn heur en doa great eur c’hae pe eur c’hleuz karre hag en devoa eul leo hanter a dro : ar c’hae pe ar c’hleuz a zave anezhan he-unan dre ma pourmene ar Zant he forc’h.

Ar mirakl-ma a lakeaz Konomor da ober muioc’h-mui a stad euz a C’houenou. Gelver a eure labourerien a bep tu da zevel ar gouent, hag ho faea a reaz he-unan. Ar Zant, dioc’h he gostez, a iea da glask boued d’ezho d’ar c’heriadennou tosta rak evit c’hoaz n’en doa netra enn he gloz. Hogen, eunn droiad e c’houlennaz leaz kaoulet digant eur c’hreg, hag houma a respountaz n’e devoa ket. « — C’hoant lavaret gevier oc’h euz, eme C'houenou enn eur vouzc’hoarzin ; mes ar virionez a livirit heb he c’houzout. C’houi zonj d’ehoc’h kaout leaz kaoulet enn ho ti, ha padal n’oc’h euz mui. »

Pa oue deuet ar Zant kuit, ar c’hreg-se a zigoraz buhan armel al leaz : Allaz ! ar c’haouled a ioa chenchet e bili. Ar vaouez geaz a ziredaz raktal da zigas ar bili-ze da C’houenou enn eur c’houlenn pardoun, hag ar Zant a roaz d’ezhi he vennoz.

Pa oue echu ar gouent, Gouenou a ieaz di da jom gant ann dud iaouank o doa kemeret anezhan da vestr, ha goudeze e poaniaz heb ehana, ken dre he gomzou, ken dre he oberiou, da hencha ann dud iaouank-ma da erruout enn huela pazenn euz ar zantelez. Diouall a rea dreist peb tra na vije gellet biken diskredi varnho netra kountrol d’ar burete, hag abalamour da ze e tifennaz ouz ar merc’hed lakaat ho zreid er c’hloz el leac’h m’edo ar gouent : d’ann iliz hebken o doa kounje da vont.

Etre daou e varvaz sant Hoardon, eskop Leon, ha sant Gouenou a oue choazet evit delc’her he blas. Ebarz er garg-se e oue adarre eur skouer euz ann holl vertuziou a dle eunn eskop da gaout. Aketuz oa da gelenn he bobl ha d’he vizita, ha ne esperne nag he boan nag he amzer evit pourvei da holl ezommou ann eneou a ioa fiziet ennhan.

Pevar bloaz var’nn ugent a ioa ma c’houarne he eskopti gant eur furnez vraz pa c’hoanteaz mont da Gemperle da velet sant Korbazius. Ar zant-ma a ioa neuze o sevel eur gouent nevez, ha Gouenou, o veza sellet piz ouz labour ar vansounerien, ne oue ket evit miret da lavaret n’oa ket ker brao ar gouent-se hag ann hini a ioa bet savet evithan e kichen Brest. Ar mestr mansouner a glevaz ann dra-ze, ha raktal e kemeraz kement a voarizi ouz ar Zant ma lezaz he vorzol da goueza varnhan.

Ar morzol a zankaz e penn Gouenou betek he empenn, ha prest goude e varvaz leun a veritou, d’ar 25 a viz here euz ar bloaz 675. He gorf a oue enterret e Kemperle ; mes divezatoc’h e oue digaset da Leon. — El leac’h m’edo guech all he ermitach, eul leo hanter dioc’h Brest, ez euz brema eur bourg hag eunn iliz koant hag a zoug he hano, hag enn iliz-ma e virer c’hoaz hirio unan euz he vizied enn eur voest arc’hant.


SONJIT ERVAD

Na divar benn pegen nebeut a dra e krog ar voarizi er galoun, ha peger braz torfejou ne laka ket ann den da ober dre eunn taol buhanegez ! Bezit eta bepred var evez gant aoun na veac’h trec’het gant eunn tech ker fall, gant eunn tech hag a zo bet kiriek da gement a zrouk ha da varo kement a dud azalek Kain betek sant Gouenou, hag azalek sant Gouenou betek hon amzer-ni.