◄ Siprian | Gouliou sant Fransez | Joseph Kupertin ► |
aou vloaz araok he varo, er bloaz 1224, sant Fransez
a Asiz en em dennaz var menez Alvern enn Toskaan
evit ober eur iun a zaou-ugent devez enn henor da zant
Mikeal, arc’heal. Epad ann amzer-ze e veze dalc’h-mad
douget a spered betek ann env, hag he gorf zoken a veze
aliez dibradet dioc’h ann douar dre nerz ar garantez en
doa evit Doue.
Pa ne zave enn ear nemed ken huel ha penn eunn den, ar frer Leon, he goumpagnoun, a boke d’he dreid enn eur vouela hag enn eur lavaret : « — Va Doue, va Doue, dre veritou ar zant-ma o pet truez ouz eur pec’her paour eveldon-me, ha roit d’inn eul lodennik euz ho kras. » Pa ne c’helle ket tizout betek he dreid na zoken remerkout anezhan enn ear, ar frer Leon en em strinke d’ann daoulin hag a jome da bedi e leac’h m’en deveze he velet o sevel.
Klevet e veze o komz ouz Doue, avechou gant doujans
hag enn eur grena, hag avechou all evel ma komz eur
mignoun ouz he vignoun. Meur a dro ar frer Leon a remerkaz
eur sklerijenn gaer ha dudiuz, hag e kreiz huanadennou
Fransez ne goumprene nemed ar c’homzou-ma : « — Piou oc’h-hu, Aotrou, ha piou ounn-me ? »
Eur mintinvez, var dro ar pevarzek a viz guengolo, ar Zant a ioa o pedi var gostez ar menez pa velaz eur seraphin o tiskenn euz ann env varzu ennhan. Ar seraphin-ze en doa c’houec’h askell ker skeduz hag ann tan, hag a nije evel ann avel Pa oue tost da Fransez, hema a remerkaz en doa doare eunn den hag a ioa he zaouarn hag he dreid astenned, ha stagouz eur groaz. Diou euz he c’houec’h askell a ioa savet azioc’h he benn, diou all dispaket da nijal, hag ann diou all erfin a c’holoe he gorf tro var dro.
Ar Zant a oue mantret o velet kement all, hag ar joa hag ar velkoni a c’hounezaz he galoun er memes amzer. Joa en devoa o velet eur seraphin oc’h en em ziskouez dirazhan evelse ; mes poan en doa ive o velet eunn imach hag a zigase da zonj d’ezhan euz he Zalver maro var ar groaz.
Goude beza kaozeet ganthan eur pennad evel gant eur mignoun, ar seraphin a ieaz kuit enn eur lezel enn he zaouarn, enn he dreid hag enn he gostez, ar merkou euz a bemp gouli hor Zalver. He zaouarn hag he dreid a ioa egiz treuzet gant tachou hag a velet ar penn anezho enn eunn tu hag ar beg enn tu all, hag enn he gostez ez oa eur gleizenn ruz hag a zivoade aliez.
Fransez ne espernaz netra evit kuzat ar burzud heb he bar en doa great Doue enn he genver. Bete neuze ne veze morse boutou ebed ganthan ; mes hiviziken e kemeraz eur re, hag hiviziken ive he zaouarn a veze ato goloet gant eunn dra bennag. Goulskoude, kaer en devoue, ar burzud-se a oue anavezet.
Dija, epad he vuez, meur a hini o doa guelet merkou ann tachou enn he zaouarn hag enn he dreid ; mes goude he varo ar merkou-ma a oue guelet gant ouspenn hanter-kant manac’h, gant santez Klara hag he leanezed, ha gant eur maread tud all. Ar gouli a ioa enn he gostez a oue guelet ive neuze ; mes araok zoken e c’houiet en devoa ar gouli-ze, dioc’h ar goad a veze oc’h he zillad dindan pa renke ho jench.
Biskoaz n’oa bet klevet hano a gement all enn amzeriou tremenet, ha setu perak, estreged ann offis a reer enn henor da zant Fransez a Asiz da zeiz he c’houel, ann Iliz e deuz roet kounje da ober eunn offis all disparti enn henor d’he c’houliou.
Sant Fransez a resevaz enn he gorf ar merkou euz a bemp gouli hor Zalver evit he rekoumpansi abalamour d’ann ioul en doa da veza e peb tra henvel oc’h Jezuz stag ouz ar groaz. Ne glevomp ket en defe great Doue biskoaz henvelep burzud e kenver eunn all euz he zervicherien. Evelato, ma n’o deuz ket bet a ziaveaz, ann henveledigez-ze gant ho Zalver, eleiz eneou santel o deuz tanveat enn ho c’haloun he boaniou hag he enkrezou. Seul-vui e klaskot beza henvel ouz Jezuz-Krist o sonjal aliez enn he Basion, seul-vui ive ho kargo euz he c’hrasou er bed-ma, ha seul gaeroc’h goudeze e vezo ho kurunenn enn env.