◄   Benjamin Hug Fransez a Baol   ►



ar c’henta devez a viz ebrel


SANT HUG, ESKOP
————


Sant Hug a ioa ganet e Frans, e kichen kear Valans enn Dophine. He dad hag he vamm a ioa tud a lignez huel, mes brudetoc’h oant c’hoaz dre ho vertuz eget dre ho noblans. He dad a ioa bet pell oc’h heul ann armeou ; mes bet oa ato eunn den a relijion, ha d’ann oad a bevar-ugent vloaz ec’h en em dennaz enn eur gouent el leac’h ma vevaz c’hoaz trivac’h vloaz. He vamm a jomaz er gear gant he bugale all, hag a veve enn he zi evel eul leanez enn he c’houent. Ho daou o devoue ann eur, p’edont var ho zremenvan, da reseo ho zakramanchou diveza digant ho mab, a ioa dija eskop d’ann ampoent, ha da vervel etre he zivreac’h.

Goude beza great he studi, Hug a oue beleget ha kemeret da zekretour gant kannad ar pab e Frans. Hogen eunn devez m’edo e kear Avignon asambles gant kannad ar pab, ann dud a iliz a C’hrenobl her goulennaz da eskop. Ar Zant a skrijaz hag a vennaz sempla pa glevaz ar c’helou-ze. Re iaouank oa c’hoaz, emezhan, hag ouspenn, n’en doa nag ann deskadurez, nag ar zantelez a renker da gaout evit beza eskop. Mes kaer en devoue klask digareziou, red e oue dezhan senti ouz kannad ar pab. Hema her c’hasaz ganthan da Rom, hag eno e oue sakret gant ar pab Gregor VII.

Eur vech sakret, ec’h hastaz affo mont d’he eskopti. Mes siouaz ! ann eskopti-ze a ioa henvel ouz eur park hag a zo leun a bep seurt louzeier fall. Ar brasa dizursiou a rene etouez tud ar bed, hag ann dud a iliz zoken a ioa meur a dra da lavaret anezho. Ann eskop nevez eta en doa labour da c’houennat. Goulskoude n’e ket rak al labour edo he aoun ; he aoun a ioa ne raje ket he zever mad aoualc’h ha setu perak, a benn daou vloaz, ec’h en em dennaz enn eur gouent el leac’h ma kemeraz sae ar venac’h. Mes ar pab a roaz urs d’ezhan da zistrei da C’hrenobl, hag Hug a zentaz raktal.

Neuze e poaniaz muioc’h eget biskoaz da c’hounit da Zoue ann holl eneou a ioa enn he garg : pedennou, iuniou, prezegennou, bizitou, aluzennou, peb tra a oue implijet ganthan evit ho zavetei. Doue a vennigaz he boan hag he labour, hag heb dale e oue guelet eur jenchamant kaer, ken etouez ar bobl, ken etouez ann dud a iliz. Mes Doue a reaz c’hoaz eur vad all evithan: digas a eure sikour d’ezhan d’ar mare n’edo ket o c’hedal.

Eunn nozvez e velaz dre he gousk seiz steredenn, skeduz meurbed, o kerzet dirazhan hag oc’h he hencha da vont da eul leac’h gouez euz he eskopti, hanvet ar Chartreuz. Prest goude, seiz den a deuaz da c’houlenn diganthan eur plas distro bennag da ober ho ermitach : ar seiz den-ma oa sant Bruno hag he c’houec’h koumpagnoun. Ar Zant a anavezaz dioc’htu oa hi ar seiz steredenn en doa guelet dre he gousk. Ho c’has a eure he unan d’ar Chartreuz, ha sevel a rejont eno eur gouent hag a zo c’hoaz hirio enn he za.

Hug a garie mont di aliez ; n’en doa ket brasoc’h plijadur eged o veza etouez ar venac’h-se, ha beva a rea gantho egiz pa vije bet ann distera euz ar gouent. Avechou sant Bruno a gemere ann hardisegez da lavaret d’ezhan : « — Poent eo d’ehoc’h distrei d’ar gear : ho tenvet o deuz ezomm ac’hanhoc’h. » Hug a zente var ann heur ; mes, pa veze bet eur pennad e Grenobl, ez ea adarre d’ar Chartreuz. Evit ac’hano, enn he balez zoken e veve evel eur manac’h. C’hoant en doa bet da verza he gezek ; mes sant Bruno hen dizaliaz da ober ann dra-ze gant aoun na vije lavaret e koundaone ann eskibien all.

Ar zant-ma a veze ato gant ar re genta o tifenn ann Iliz hag ar pabed, pa veze great brezel d’ezho : n’en deveze neuze damant ebed da zen, ha ne zelle nag ouz kar nag ouz mignoun. Evelse, e konsil Vienn, e reaz teuler ann eskummunugenn var ann impalaer Herri V abalamour m’en doa prizouniet ar pab Paskal II, hag e konsil Vele e oue kaoz ive ma oue eskummunuget Per Leon abalamour ma felle d’ezhan en em lakaat e plas ar pab Innosant II. Goulskoude Per Leon hag he dad a ioa bet mad evithan guech all.

Ann eskop santel en doa klasket meur a vech rei ann dilez euz he garg ; mes n’en doa ket bet a gounje digant ar pabed. Daou-ugent vloaz a ioa ma veze dalc’h-mad, kouls lavaret, gant ar boan benn hag ar boan stomok : abarz ar fin e renkaz chom dar guele. Neuze evelato ec’h obtenaz ma vije sakret eunn eskop all enn he blas, ha prest goude e varvaz gant joa, d’ar c’henta a viz ebrel euz ar bloaz 1132, oajet a ouspenn pevar-ugant vloaz.


SONJIT ERVAD

Tad ha mamm sant Hug o deuz bet ann eur da reseo ho zakramanchou diveza digant ho mab, d’ann ampoent ma’z oa dija eskop, ha da vervel etre he zivreac’h. Meritet o devoa ann dra-ze dre ar skouer vad ha dre ann deskadurez kristen o doa roet d’ezhan enn he iaouankiz. Ha c’houi a fell d’ehoc’h kaout plijadur gant ho pugale enn ho kozni ! Kelennit anezho ervad, lakit abred doujans ha karantez Doue enn ho c’haloun, hag evelse o devezo ive doujans ha karantez evidhoc’h. Eur c’hrouadur savet mad, eur c’hrouadur fur, a ra gloar hag euruzded he dad hag he vamm ; er c’hountrol, eur mab savet fall, eur mab dizuj ha direol, a vezo abred pe zivezad eur vez hag eur rann-galoun evitho.