Buhez ar Sent/1894/Ignas, Eskop ha Merzer

◄   Per Nolask Ignas, Eskop ha Merzer Purifikasion ar Verc’hez   ►



ar c’henta devez a viz c’houevrer


SANT IGNAS, ESKOP HA MERZER
————


Ignas a oue unan euz a ziskibien sant Iann avieler. O veza er skol gant eur mestr evel hennez, n’e ket souez e ve deuet he garantez evit Jezuz-Krist da veza ker krenv ha ker birvidik. N’en devoa ken ioul nemed da skuill he c’hoad evit ar feiz. Hogen, espernet e oue epad ar bersekusion a zavaz a enep ar gristenien enn amzer ann impalaer Domisian ; mes enn amzer ann impalaer Trajan en devoue erfin ar c’hras a rekete.

Ignas a ioa bet hanvet da eskop e kear Antioch, hag ann impalaer Trajan, o veza en em gavet da dremen dre ar gear-ma, a glevaz gant pebez nerz ha pebez hardisegez e prezege d’ar baianed evit ho gounit da Jezuz-Krist. Raktal e c’halvaz anezhan da vont d’he gaout, ha pa oue erruet, e komzaz outhan evelhenn : « — C’houi eo eta ann hini a ra fae var hon doueou hag a glask miret ouz ar re all d’ho adori ? » Ar Zant a respountaz : « — Pec’hed oc’h euz o rei ann hano a Zoue d’ann drouk-sperejou a adorit; rak n’ez euz ha ne c’hell beza nemed eunn Doue, a zo krouer ann env hag ann douar, ha Jezuz-Krist eo he Vab en em c’hreat den evit hor zavetei. » « — C’houi gomz m’oar vad, eme Drajan, euz ann hini a zo bet staget ouz ar groaz dre urs Pons-Pilat ? » « — Ia, eme Ignas, ar Zalver-ze en deuz trec’het ann drouk-sperejou, hag a ra d’he zervicherien beza treac’h d’ezho ive. » « — List ar c’haoziou-ze, eme ann impalaer, kinnigit ezans d’ann doueou hag e vezimp mignouned. » « — Me zo belek Jezuz-Krist, eme ar Zant, ha ne c’houlennann ket guell eget mervel evit ann Doue-ze, a zo maro da genta dre garantez evidon. »

Pa glevaz ar respount-se, Trajan a zougaz ar zetans-ma: « — Ra vezo karget Ignas a jadennou, ha kaset da Rom evit beza draillet ha lonket gant al loaned gouez! » Eunn hevelep setans a lakeaz kaloun ar Zant da zridal gant ar joa. « — O va Doue, emezhan, me ho trugareka abalamour m’eo plijet ganehoc’h e vijenn karget ajadennou evel Paol, hoc’h abostol. »

Enn eur vont da Rom, Ignas a dremenaz dre gear Smirn, hag eno e velaz sant Polikarp, a ioa bet eveldhan er skol gant ann abostol sant Iann. Gant pebez karantez ec’h en em daolaz ann daou vignoun-ze ann eil etre divreac’h egile! Goulskoude, Ignas a ioa nec’het gant eunn dra : aoun en doa na vije espernet gant al loaned gouez evel m’oa bet espernet dija meur a verzer all. Pedi a reaz eta sant Polikarp ha tud fidel Smirn da c’houlenn evithan digant Doue ar c’hras ne vije ket espernet. Lavaret a eure ar memes tra da gristenien Rom enn eul lizer kaer a skrivaz d’ezho.

« — Gant a reot, emezhan, ne d-it ket da ober gaou ouzinn enn eur c’houlenn evidon ar c’hras da veza espernet. List ac’hanon da veza debret gant al loaned evit ma’z inn da velet Doue,.. Mall am euz d’en em gaout enn ho zouez, ha va brasa ioul eo ma lammint ganen dioc’htu. N’em euz ken aoun nemed ne gredfent ket touch ouzinn, evel a zo c’hoarvezet gant merzerien all. Mes, ma ne dostaont ket, me ho heskino, hag enn eur feson bennag me rai d’ezho va dispenn ha va lonka. Pardounit d’inn, va bugale ger, me a c’hoar petra zo guella evidon. Ne glaskann nemed eunn dra, beza gant Jezuz-Krist. A hent all, ne rannket a fors evit beza devet, staget ouz ar groaz, debret gant al loaned ; ne rann ket a fors ha pa ve bruzunet va eskern, flastret va c’horf, diframmet va izili ann eil dioc’h egile. Eur vech c’hoaz eta, ne virit ket ouzinn da vont d’ar vuez ; rak Jezuz-Krist eo buez ann dud fidel... »

Sant Ignas a zigouezaz e Rom d’ann devez diveza euz ar c’hoariou skrijuz a veze great enn amzer-ze evit plijadur ar bobl. O veza en em strinket d’ann daoulin e kreiz ar gristenien a ioa bodet enn dro d’ezhan, e pedaz eur pennadik evit peoc’h ann Iliz, ha raktal goudeze e oue kaset da blas ann ebatou. Pa glevaz al loaned gouez o iudal, e lavaraz a vouez huel : « — Me zo eur c’heunenn viniz da Jezuz-Krist, ha red eo e venn malet gant dent al loaned evit gellout beza kinniget d’ezhan evel eur bara pur. » Daou leon a oue laosket varnhan, ha kerkent e oue lonket gantho egiz m’en devoa c’hoanteat. Hano Jezuz a oue ato var he vuzellou betek he huanad diveza. Ne jomaz euz he gorf nemed eunn nebeut eskern, hag ar re-ma a oue douget gant henor da Antioch. He verzerenti a erruaz er bloaz seiz ha kant goude donedigez hor Salver.


SONJIT ERVAD

Ar c’hoant en doa sant Ignas da ziskouez he garantez evit Jezuz-Krist a reaz d’ezhan gouzanv gant joa eur maro Kriz ha spountuz. Ha c’houi, pe seurt merk a garantez oc’h euz-hu roet bete vrema da Jezuz ? Petra oc’h euz-hu great, petra oc’h euz-hu gouzanvet evithan ? Jezuz en deuz bevet var ann douar hag a zo maro dre garantez evidomp ; poaniomp ive da blijout d’ezhan e kement tra a reomp, a zonjomp pe a leveromp; bezomp prest ato da c’houzanv dre garantez evithan ann traou diez, ann traou kountrol, ann traou kasaüz a c’hell erruout ganeomp er bed-ma, ha leveromp d’ezhan aliez euz a greiz hor c’haloun : « Jezuz, Doue a garantez, roit d’inn ar c’hras da veva ha da vervel enn ho karantez. »