Buhez ar Sent/1894/Jaoua

◄   Albin Jaoua Guennole   ►



ann eil devez a viz meurs


SANT JAOUA PE ZANT JOEVIN, ESKOP
————


Jaoua a ioa ginidik euz ann Irland, hag a deuaz da Vreiz-Izel asambles gant sant Paol ; lod a lavar zoken oa niz d’ar zant-ma. Goude beza bet eur pennad o prezeg ann Aviel e kostez Leon, e oue hanvet da bersoun e Brasparts, ha ne c’houfe den koumpren pegement a boan en devoue eno da genta. Ar barrisioniz n’oant ket hanter-zesket var guirioneziou ar relijion, ne c’houient tamm katekiz ebed, kouls lavaret, hag enn ho zouez ez oa c’hoaz meur a baian. Mes ar Zant a labouraz kement d’ho c’helenn, ken enn iliz, ken enn ho ziez ha n’euz fors e pe leac’h ec’h en em gave gantho, ma teuaz a benn a nebeut a nebeut da skleraat ho sperejou, da c’hounit ho c’halounou ha da ober anezho kristenien vad.

Jaoua a iea ive da brezeg d’ar parreziou divar dro, hag er parreziou-ma evel e Brasparts e lakea eur maread pec’herien da guitaat ho buez fall. Aotrou ar Faou a gemeraz kaz outhan abalamour d’ann dra-ze. Ann dijentil-ze, o veza c’hoaz paian, n’oa ket evit gouzanv ar venac’h hag ar veleien. Eunn devez e oue lavaret d’ezhan oa en em asamblet abad Landevennek, eunn abad all ha sant Jaoua, enn eur chapel hag a ioa tost d’he zouarou. Raktal e red di gant eur vandenn dud ken difeiz ha ken dibenn hag hen, hag enn eur erruout e laz ann daou abad. Dre c’hras Doue, sant Jaoua a c’hellaz tec’het kuit ha savetei he vuez.

Goulskoude eunn hevelep torfed a goustaz ker da Aotrou ar Faou ha d’ar vro m’edo e chom ennhi. Ann dijentil a oue bourrevet enn eur feson skrijuz gant eunn arme a zrouk-sperejou a ioa eat enn he gorf, hag eunn dragoun pe eur zarpant heuzuz a zifourchaz euz ar mor hag a lakeaz ann drubuill hag ar spount e pevar c’horn ar vro; rak lonka a rea kement den ha kement loan en em gave var he hent.

Oc’h en em velet enn eur stad ker reuzeudik, tud ar Faou a c’halvaz sant Paol da vont d’ho zikour; rak klevet o doa hano anezhan evel euz a eunn den hag a ioa vraz he c’halloud dirak Doue. Sant Paol a deuaz, hag o veza stoliet ann dragoun enn hano Jezuz-Krist, e viraz outhan da ober drouk ebed mui.

Goudeze e kasaz ann diaoul euz a gorf Aotrou ar Faou enn eur ober sin ar groaz varnhan. He gelenn a reaz ive var guirioneziou ar feiz, ha pa gavaz d’ezhan e c’houie mad aoualc’h he greansou, e lavaraz da zant Jaoua he vadezi. Rak sant Jaoua a ioa bet o tiambroug sant Paol beteg Koatgarz, hag abaoue oa chomet da ober koumpagnunez d’ezhan. Hogen, evit rapari he dorfed, Aotrou ar Faou a lakeaz sevel eur gouent nevez el leac’h m’en doa lazet ann daou abad, hag e memor euz ann daou vuntr-se, ar gouent nevez a oue hanvet Daoulas. Sant Jaoua a oue hanvet da abad er gouent-ma; mes karget oa ato euz a barrez Brasparts.

Neuze eur guchenn dud fallakr a reaz adarre goall vuez d’ezhan, ha setu hen ha mont da Gastell da gaout sant Paol. Sant Paol her c’hemeraz da vikel vraz, hag a benn daou vloaz goude, oc’h en em velet dija koz ha kabac’h, e lakeaz anezhan da eskop enn he blas.

Sant Jaoua a boaniaz da gerzet bepred var roudou sant Paol; mes ne oue ket pell eskop. Abaoue m’en doa kuiteat Daoulas ha Brasparts, tud ar vro-ze ne c’hellent mui kaout tamm eost ebed. Pedi a rejont ar Zant da vont da lamet divar ho douarou ar valloz o devoa tennet varnho dre ho ingrateri enn he genver. Jaoua a ieaz, hag a obtenaz pardoun evitho digant Doue. Mes prest goude e klanvaz e presbital Brasparts, hag eno e varvaz e peoc’h var dro ar bloaz 562. Sant Kenan, persoun Plouguerne, a ioa bet digaset gant sant Paol da rei d’ezhan he zakramanchou diveza. Araok mervel en doa lavaret lakaat he gorf enn eur c’harr nevez, stargna daou ejenn ouz ar c’harr, ha lezel ann ejenned da vale ken na jomchent a za anezho ho-unan. Setu ar pez a oue great. Hogen, ann ejenned a valeaz betek ma errujont e parrez Plouvian, var eunn dachenn vraz el leac’h ma torraz ar c’harr. Eno e oue enterret korf sant Jaoua, ha divezatoc’h e oue savet eur chapel var he vez. Evelato he relegou n’emaint mui er chapel-ma : kaset int bet da Gastell a-c’houdevez.


SONJIT ERVAD

Ni on euz da ziouall rak eunn dragoun hag a zo kalz goasoc’h eged ann hini a deuaz var dro ar Faou enn amzer sant Jaoua. Hennez ne lame digant ann dud nemed buez ar c’horf, hag enn hor c’hichen-ni ez euz eunn dragoun all, dragoun ann ifern pe ann diaoul, hag a glask lamet diganeomp buezann ene. Hema en deuz muioc’h a ijinn hag a fallagnez eged egile, ha ne ehan da stegna he rouejou dirazomp evit hor c’holl da viken ; bezomp eta bepred var evez gant aoun na vemp paket er rouejou-ze.

Diouallomp ive na lakafemp goalinier Doue da goueza varnomp oc’h ober fae var gomzou ar re a zeu d’hor c’helenn euz he berz.