Buhez ar Sent/1894/Jerom Emilian

◄   Visant a Baol Jerom Emilian Tenenan   ►



ann ugentved devez a viz gouere


SANT JEROM EMILIAN
————


Jerom a ioa ganet e kear Veniz enn Itali a dud a lignez huel. D’ann oad a bemzek vloaz ez eaz da zoudard, hag enn arme, siouaz ! ec’h ankounac’heaz buhan ar c’henteliou mad en devoa bet enn he vugaleach ; mes Doue a gavaz ann tu da ober d’ezhan dont ennhan he-unan. Enn eunn amzer a vrezel e kouezaz etre daouarn ann enebourien, hag ar re-ma hen taolaz enn eur prizoun tenval gant eur jadenn enn dro d’he c’houzoug, eunn all enn dro d’he zaouarn hag eunn all en dro d’he dreid.

Oc’h en em velet enn eur stad ker reuzeudik, ann den iaouank en em voestlaz d’ar Verc’hezenn eur vouela dourek d’he bec’hejou, ha kerkent ar vamm benniget-se e devoue truez outhan. Diskenn a reaz enn he brizoun e kreiz eur sklerijenn gaer, lamet a eure diganthan he jadennou, ha goudeze e kasaz anezhan, a dreuz arme ann enebourien, betek dor kear Treviz. Pa oue erruet er gear-ma, Jerom a lakeaz he jadennou a-istribill dirak aoter ann Itroun Varia, ha divar neuze e chenchaz buez a-grenn.

O veza distro da Veniz, Jerom a implijaz he holl zanvez o pourvei da ezommou ann dud paour, ha dreist holl da ezommou ar vugale o doa kollet ho zud epad ar vrezel, pe dre ar c’hlenvejou a ioa deuet da heul ar vrezel. Ar vugale-ze a veze guelet oc’h astenn ho dorn dre ar ruiou ha var ar plasennou. Mes ar Zant a iea he-unan dh’o c’hlask ha d’ho dastum ; fermi a eure eunn ti evit ho loja, hag enn ti-ma e lakea deski d’ezho ar micheriou a ioa dioc’h ho doare.

Goulskoude muioc’h a c’hoant en doa c’hoaz da zavetei ho ene eget da bourvei da ezommou ho c’horf. Abalamour da ze e rea d’ezho lavaret ho Fater bep mintin heb mank ebed, ha klevet devotamant ann offerenn. Diou vech bemdez, araok ha goude al labour, e veze great katekiz d’ezho, hag enn eur voalc’hi ho daouarn abarz dibri ho fred e lavarent ar Miserere mei evit anaoun ar purkator. Urs o doa da vont da govez eur vech er miz ha d’ar goueliou braz, ha da genver ar goueliou-ma Jerom ho c’hase da ober tro kear enn eur gana litaniou ar Verc’hez. Keriz holl a zirede da zellet outho, hag ann darn vuia a lenve gant ar joa ouz ho guelet ; lod all a gane Ora pro nobis asambles gantho.

Etre daou, sant Kajetan a erruaz e Veniz gant he vignoun Per Karaffa, ha dre ho ali Jerom a ieaz da ober e leac’h all ar pez en doa dija great enn he vro. Heb dale e savaz tiez nevez evit ann emzivaded e Bresia, e Bergamm hag e Komm. E Bergamm e savaz daou zoken, unan evit ar botred hag eunn all evit ar merc’hed. Eno e savaz ive eunn ti a repu, ar seurt n’oa ket bet guelet c’hoaz er vro : ann ti-ma a ioa evit rei digemer d’ar merc’hed fall a felle d’ezho kuitaat ho dizursiou ha distrei ouz Doue dre eur guir binijenn.

Goudeze ec’h en em dennaz enn eur geriadenn hanvet Somasko, hag er geriadenn-ma e tremenaz ann nemorant euz he vuez. Evelato mont a eure c’hoaz da Vilan ha da Bavii, hag eno e tastumaz adarre bandennadou minored paour. Gant sikour tudchentil vad ha pinvidik e pourveaz ar vinored-se a lojeiz, a vara hag a zillad, evel en doa dija pourveet eur maread re all. Karga a reaz, ouspenn, mistri great dioc’h he zorn da rei d’ezho eunn deskadurez kristen.

O veza distroet da Zomasko, ar Zant a iea enn hanv da vidi ha da endramm asambles gant ann dud divar ar meaz, hag epad ann amzer-ze e komze d’ezho euz a Zoue hag euz guirioneziou ar feiz. He-unan e kribe ho fenn d’ar vugale hag e louzaoue gouliou ar re glanv : meur a hini a oue pareet ganthan dre virakl.

Azioc’h ar geriadenn ez oa eur menez, hag er menez-se, eur c’havarn. Jerom Emilian en em dennaz erfin er c’havarn-ma, hag eno e kastize he gorf a daoliou fouet. Chom a rea hed ann deiz heb dibri tamm, hag enn noz e chome ive pell hag hirr da bedi ha da vedita. Evelse e felle d’ezhan paea da justis Doue ar boan dleet d’he bec’hejou he-unan ha da bec’hejou ar re all.

Ar vosenn o veza deuet er vro, ar Zant a redaz dioc’htu var dro ar re a ioa taget ganthi. Hogen, paka a reaz he-unan ar c’hlenved, ha prest goude e varvaz leun a veritou, d’ann eiz a viz c’houevrer euz ar bloaz 1537, oajet a c’houec’h vloaz hag hanter-kant.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma, o veza bet taolet enn eur prizoun tenval karget a jadennou, en em voestlaz d’ar Verc’hez enn eur vouela dourek d’he bec’hejou, ha kerkent ar vamm benniget-se e devoue truez outhan. O pezet eveldhan guir geuz ha guir glac’har da veza offanset Doue, ha Mari e devezo ive truez ouzhoc’h, hag a roio sikour d’ehoc’h n’euz fors e pe seurt stad reuzeudik ec’h en em gavfac’h.