Buhez ar Sent/1894/Jertrud

◄   Josaphat Jertrud Melani   ►



ar pemzekved devez a viz du


SANTEZ JERTRUD, GUERC’HEZ
————


Jertrud a ioa ganet e kear Eisleben enn Allemagn, hag en em voestlaz da Zoue enn eur gouent euz a Urs sant Beneat kerkent hag ann oad a bemp bloaz. Divar neuze e vevaz evel eunn divroadez var ann douar, ha ne zonjaz mui nemed e traou ann env. Ann darn vuia euz he amzer a dremene o pedi hag o vedita, hag evelse ec’h erruaz heb dale enn huela pazenn euz ar zantelez.

Ne oa c’hoaz nemed tregont vloaz pa oue choazet evit beza superiorez. Hogen gouarn a eure he c’houent gant kement a furnez ha lakaat a reaz eunn urs ker kaer ennhi ma’z oa henvel ouz eunn tiad elez. Evithi da gaout ar renk huela ha da veza mamm ha mestrez al leanezed all, ne felle d’ezhi beza kemeret nemed evit ann diveza hag ann distera anezho. Ho zervicha a rea he-unan, ha ken humbl oa ma lavare n’oa ket evit koumpren penaoz e c’helle Doue gouzanv eur bec’herez eveldhi.

He brasa plijadur oa medita e tal ar groaz pe eharz ann tabernakl, hag ar zonj euz a basion hor Zalver, pe euz ar garantez a ziskouez d’eomp er zakramant adorabl euz ann aoter, a skoe avechou eunn taol ker pounner enn he c’haloun ma tirede ann daelou euz he daoulagad evel ann dour euz a ziou feunteun. Bez’e devoa ive eunn devosion dener evit ar Verc’hez, ha goude Jezuz he holl fizians a ioa e Mari.

Evit ma vije easoc’h d’he spered en em drei varzu Doue, Jertrud a gastize he chorf dre ar iun ha dre a bep seurt pinijennou. Klask a rea ar boan evel ma tec’h ar re all diouthi, ha gant ann dra-ze e veze ato dous ha laouen e kenver ann holl. Ne golle morse ar guel a Zoue, hag hor Zalver a lavaraz eunn devez da zantez Ediltrud : « — Jertrud a gerz bepred dirazon-me, ha n’e deuz ken ioul nemed da ober va bolontez. » Enn eur ger, he c’haloun a ioa evel teuzet e kaloun Jezuz, hag aliez e veze douget a speret betek ann env var diouaskell ar garantez.

Ar zantez-ma a skrivaz meur a levr evit maga ann devosion etouez ann dud fidel, ha deski d’ezho ar guir feson d’en em zantifia. Ne esperne netra ken nebeut, euz a gement a ioa enn he galloud, evit lakaat ar bec’herien da jench buez, ha bez’e devoue ann eur da c’hounit eur maread anezho da Zoue, ken dre he daelou, ken dre he c’homzou hag he liziri. Erfin, kement a druez e doa ouz eneou ar purkator ma rea bemdez eunn dra bennag evit ho zikour da baea ho dle, hag hasta ar mare ma c’helljent mont da velet Doue d’ar baradoz.

Tost da zaou-ugent vloaz a ioa abaoue m’oa bet hanvet Jertrud da zuperiorez pa oue skoet gant eur c’hlenved hag a badaz pemp miz. Hogen, o veza m’e devoa beac’h o parlant, al leanezed a roe d’ezhi avechou ar c’hountrol euz ar pez e deveze ezomm. Mes hi n’en em glemme morse euz ann dra-ze, ha rei a eure da anaout dre zin oa beuzet he c’haloun enn eur mor a joa e kreiz he foan.

Enn deiz ma varvaz e velaz hor Zalver o tiskenn euz ann env asambles gant ar Verc’hez Vari ha sant Iann Avieler, ha kerkent ha ma oue tremenet, eul leanez a remerkaz he ene o vont var ehun da gaout kaloun Jezuz. He maro euruz a erruaz er bloaz 1334.


SONJIT ERVAD

Ar zantez-ma en em voestlaz holl da Zoue azalek ann oad a bemp bloaz. Dever ar vugale eo, pa deu skiant d’ezho, adori Doue, da lavaret eo, he anaout evit ho c’hrouer hag ho mestr ; da lavaret eo c’hoaz, kredi ennhan, esperout ennhan hag he garet euz a greiz ho c’haloun. Mes penaoz e raint-hi ann dra-ze ma ne glevont hano ebed euz a Zoue ? Ann tadou hag ar mammou a dle eta komz euz a Zoue d’ho bugale kerkent ha m’o deuz eunn tammik skiant, deski d’ezho petra eo hag evit petra en deuz ho c’hrouet, hag ho boaza abred d’he zouja, d’he bedi, d’en em ginnig holl d’ezhan ha d’he drugarekaat evit he c’hrasou.