Buhez ar Sent/1894/Joachim

◄   Rok Joachim Hiasent   ►



ar seitek devez a viz eost


SANT JOACHIM

Ann iliz a ra offis ar zant-ma d’ar zul varlec’h gouel Maria-Hanter-Eost

————


Mar d-eo eunn henor evit eunn tad kaout eur c’hrouadur fur, evel a zesk d’eomp ar Skritur Sakr, pe seurt gloar a chellfe beza par, e kenver ar poent-se, da hini sant Joachim, p’e guir en deuz meritet beza choazet gant Doue, dreist ann holl batriarched santel, evit beza tad d’ar Verc’hez Vari, ar bura hag ar barfeta euz ann holl grouadurien ?

Joachim a ioa ginidik euz a Nazareth, hag a ziskenne euz a lignez ar roue David ; mes al lignez-ma a ioa deuet da veza paour dre hirr amzer, ha kement-se dre eunn taol euz a Brovidans Doue ; rak Doue a felle d’ezhan e teuze he Vab da c’henel er baourentez, ha dre eno ive n’en doaket a c’hoant e vije he dud nag he dud-koz pinvidik a vadou ar bed-ma.

Pa oue enn oad da fortunia, Joachim a zimezaz da zantez Anna. Hogen, ma n-oa ket eunn den humploc’h, dousoc’h, pasiantoc’h ha devotoc’h eget Joachim, Anna a ioa ive modesta ha vertuzusa merc’h a c’hellet da gaout neuze var ann douar. Biskoaz eta dimezi ne oue eurusoc’h, biskoaz ne oue guelet daou bried oc’h en em glevet guelloc’h. O veza ne glaskent nemed plijout da Zoue hebken, e tremenent ann darn vuia euz ho buez o pedi pe o labourat a gostez, pell dioc’h trouz ar bed. Noz-deiz ec’h huanadent varzu ar Mesias, ha ne ehanent da c’houlenn digant Doue ma teuje erfin ar Zalver-ze m’edot var c’hed anezhan abaoue keit all a amzer.

Goulskoude n’o doa ket a vugale, ha n’edont mui enn oad da gaout anez eur mirakl. Mes Doue a reaz ar mirakl-ma enn ho c’henver, hag a roaz d’ezho eur verc’h hag a dlie ober joa ar bed holl, ha beza da viken gloar daou bried ker santel.

Sant Joachim, oc’h anaout ann tenzor en devoa bet euz ann env, ne skuize ket o trugarekaat Doue evit eur c’hras ker kaer, ha pa oue erruet ar Verc’hez enn oad a dri bloaz, ez eaz d’he goestla da zervich Doue e templ Jerusalem, evit seveni ar veu o devoa great Anna hag hen.

Goudeze ec’h en em daolaz mui eget biskoaz d’ann oberiou a zevosion hag a drugarez. Ne golle morse ar zonj a Zoue, hag he galoun a verve gant ar garantez en doa evithan. Mes koz oa dija, ha mervel a eure epeoc’h etre divreac’h he verc’h benbiget, oajet a bevar-ugent vloaz pe var dro. Diskouez a reer c’hoaz hirio he vez d’ar re a ia da bardouna d’ann Douar Santel.

SONJIT ERVAD

Jezuz, Mari, Joseph, Anna ha Joachim, setu aze ar famill a dle servichout da skouer d’ann holl famillou kristen. Tadou ha mammou, mistri ha mestrezed, bugale ha servicherien, bezit aketuz da henori ar famill-ze heb he far, ha goulennit sikour diganthi enn hoc’h holl ezommou. Goulennit diganthi dreist peb tra : c’houi, tadou ha mammou, ar c’hras da ziorren santelamant ho pugale ; c’houi, mistri ha mestrezed, ar c’hras da gelenn ha da c’houarn ho servicherien hervez Doue ; c’houi, bugale, ar c’hras da veza ato bugale sentuz ha leun a respet e kenver ho tud ; ha c’houi, servicherien, ar c’hras da zervicha bepred ho mistri gant karantez ha lealded. Evelse e reno ar peoc’h enn ho ti evel ma rene guech all e ti Anna ha Joachim, e ti Joseph ha Mari.

Pa vezo ann tiegeziou reizet mad e reno ive ar furnez hag ar garantez var ann douar. Gual dianavezet int brema siouaz ! Abalamour da ze e fell d’Hon Tad Leon XIII skigna ha kreski e peb leac’h ann devosion d’ar Famill Zantel. Selaoump vikel Jezuz-Krist ; sellomp aketuz ouz ar Mellezour lakeat dirag hon daoulagad, ha ra zeuio pep tiegez kristen da veza henvel outhan.