Buhez ar Sent/1894/Joseph Kalasanz

◄   Zephirin Joseph Kalasanz Aogustin   ►



ar seizved var ’nn ugent a viz eost


SANT JOSEPH KALASANZ, FOUNDATOUR AR SKOLIOU DEVOT
————


Ar zant-ma a ioa ganet e Petralt er Spagn, hag a roaz a-vihanik merkou euz ar garantez a dlie da gaout divezatoc’h evit ar vugale, hag euz ar boan a dlie da gemeret evit ho skolia hag ho c’helenn hervez Doue. Rak, o veza c’hoaz krouadur, e tastume enn dro d’ezhan ar botred all euz he oad evit deski d’ezho ho fedennou hag ho c’hatekiz.

Epad m’edo oc’h ober he studi, eur vaouez pinvidik a glaskaz he zougen d’ar pec’hed ; mes, gant sikour gras Doue, e c’hounezaz ar viktor var ann dentasion-ze, ha goudeze e resevaz ann Ursiou sakr. D’ann ampoent oa dija habil-braz var ann theoloji kouls ha var skianchou ar bed. Eur vech belek, e prezegaz gant kalz a frouez er C’hastill, enn Aragon hag er C’hatalogn : eur mestr oa dreist peb tra da unani ar re a veze kasouni entrezho. Mes eunn devez eur vouez euz ann env a lavaraz d’ezhan mont da Rom, ha raktal e sentaz.

Joseph a erruaz e Rom er bloaz 1592, hag eno e kastizaz he gorf dre ar iun ha dre bep seurt pinijennou. Tremen a rea ann deiz hag ann noz o pedi hag o vedita ; en em lakaat a eure e breurieziou santel, hag ann dud paour a reseve kalz sikour diganthan, dreist holl pa vezent klanv pe zalc’het er prizoun. Enn eur mare m’edo ar vosenn e kear, ha ma varve ann dud ganthi evel kellien, ar zant-ma, evel sant Kamill Lellis, ne oue ket aoualc’h d’ezhan entent ouz ar re a veze taget gant ar c’hlenved heuzuz-se ha louzaoui ho gouliou ; samma a rea, ouspenn, ar c’horfou maro var he ziouskoaz evit mont he-unan d’ho enterri.

Abarz ar fin Doue a roaz da anaout d’ezhan oa galvet da zevel eunn Urs nevez a venac’h evit skolia ar vugale baour. Ann Urs nevez-ma a oue lakeat ganthan dindan patrounach Mamm Doue, hag hanvet Urs Kloareged-ar-Skoliou-Devot. Ne zaleaz ket d’en em astenn enn eur maread broiou euz ann Europ ; mes ive nag a boan n’en devoue ket Joseph evit dont a benn euz ann dra-ze ! Kaout a reaz var he hent a bep seurt kontrolieziou ; ne oue espernet netra evit klask kaeat outhan, ha great e oue goasa a c’hellet d’ezhan he-unan. Mes hen a c’houzanve peb tra heb en em glemm, hag a iea atao araok heb fallgalouni. Setu perak ann holl a lavare : « — Hema a zo henvel ouz ann den santel Job. »

Petra bennag m’en devoa ar garg a zuperior jeneral euz he Urs, Joseph ne baouezaz morse da ober skol d’he vugaligou ger, d’ar re baoura dreist holl. Skuba a rea ive ann ti var ho lerc’h, hag he-unan ez ea d’ho c’has d’ar gear goude ar skol. Epad daou vloaz hag hanter-kant dioc’htu e kendalc’haz da ober al labouriou humbl-se, ha n’ho lezaz ket zoken a gostez d’ann ampoent m’oa eat dija he iec’hed da fall. Evit he rekoumpansi, Doue a reaz meur a virakl enn he genver dirak he ziskibien, hag ar Verc’hez Vari en em ziskouezaz d’ezhan eunn droiad gant ar Mabik Jezuz var he breac’h. D’ar mare-ze, ar skolaerien a ioa o pedi, hag ar Mabik Jezuz a astennaz he zorn varnho evit ho bennigen.

Goude beza poaniet epad keit all a amzer da rei eunn deskadurez kristen d’ar vugaligou baour, sant Joseph Kalasanz a varvaz e peoc’h e Rom er bloaz 1648, oajet a zaouzek vloaz ha pevar-ugent. A benn kant vloaz goude, e oue kavet he galoun hag he deod enn ho fez, ha ker fresk ha biskoaz.


SONJIT ERVAD

Ar c’haera euz ann holl oberiou a drugarez eo kelenn var guirioneziou ar feiz ar re n’ho anavezont ket. Ne c’houfac’h eta ober netra guell eget deski ho fedennou hag ho c’hatekiz d’ar vugale baour euz hoc’h amezegez, a zo lezet enn abandoun gant ho zud e kenver ar poent-se. Evelse o pezo muioc'h a virit dirak Doue eged o iun divar bara ha dour, hag e c’hellot gounit eur maread induljansou, ken induljansou plenier, ken induljansou all.