Buhez ar Sent/1894/Justin

◄   Hermenejild Justin Maksim hag Olempias   ►



ann pevarzekved devez a viz ebrel


SANT JUSTIN, MERZER
————


Ar zant-ma a ioa ganet e kear Naplouz er Palestin, hag a heuliaz da genta relijion ar baianed evel he dad hag he vamm. Tremen a reaz he iaouankiz o studia holl skianchou ar bed, ha goudeze e savaz kement a c’hoant ganthan da anaout ar virionez var ar pez a zell ouz Doue, ouz ann den hag ouz ar vuez da zont ma’c’h en em lakeaz adarre er skol gant ar philosophed brudeta euz he amzer.

Ar philosophed a ioa tud fur ha gouiziek var ho meno, ha goest da ziskouez d’ar re all hent ar furnez hag ar vouiziegez. Mes bez’ez oa meur a rumm anezho, hag ar rummou-ma n’en em glevent ket: ann eil a lavare ar c’hountrol euz ar pez a lavare egile. Lod a lakea ar furnez hag ar vouiziegez enn dra-ma, ha lod all ho lakea enn dra-hont. Justin en devoa eur spered ehun, hag a velaz dioc’htu ne oa he vistri nevez nemed glabouserien ha gaouiaded.

Ho c’huitaat a eure eta ann eil goude egile, nemed ann hini en doa choazet da ziveza: hema a blije d’ezhan aoualc’h pa erruaz eunn devez gant eunn den koz enn eur plas distro e kichen ar mor.

Justin a ioa eat di enn esper beza he-unan, ha pa remerkaz ann den koz, e c’houlennaz outhan petra glaske eno. Ann den koz a respountaz : « — Me zo nec’het gant mignouned d’inn ; pell zo n’em euz ket bet euz ho c’helou hag e klaskann anezho e kement korn zo. Mes c’houi, petra glaskit ama hoc’h-unan? » « — Me, eme Justin, a glask ar Virionez, hag abalamour da ze ounn en em lakeat er skol gant eur philosoph. » « — Mar d-eo ar Virionez a glaskit, eme ann den koz, n’e ket levriou na kenteliou ar philosophed eo he desko d’ehoc’h : n’he c’havot nemed er Skritur Sakr, eul levr hag a zo bet skrivet dre atiz ar Spered-Santel. Ar Skritur Sakr hebken a raio d’ehoc’h anaout ar guir Doue, en deuz krouet ann env hag ann douar, ha Jezuz-Krist, he Vab, a zo en em c’hreat den evit hor zavetei. »

Ar c’homzou-ma a ieaz doun e kaloun Justin, hag, heb dale,diskib ar philosophed a deuaz da veza eunn diskib fidel da Jezuz-Krist. He vuez a ioa henvel oc’h hini eur manac’h pe eunn ermit: ne ehane da bedi, kastiza a rea he gorf dre ar binijenn, hag ar Skritur Sakr a veze noz-deiz etre he zaouarn. Leac’h zo da gredi e resevaz ann Ursiou hag e oue beleget; rak he-unan e lavar enn tu bennag oa karget da gelenn ar boblou.

Ar pez zo sur eo, eur vech m’en devoue bet ann eur da anaout ar virionez, Justin ne espernaz nag he boan nag he amzer evit he rei ive da anaout d’ar re all. Skriva a eure meur a levr evit digeri ho daoulagad d’ar Iuzevien, d’ann heretiked ha d’ar baianed, enn eur ziskouez d’ezho sklear n’edont ket var ann hent mad. N’en doa aoun rak netra pa veze hano da zifenn ar feiz, hag evit kement-se e skrivaz a benn diou vech d’ann impalaered ho-unan. Ar vech genta e c’houlenne ma vije barnet ar gristenien hervez al lezennou, ha na vijent ket koundaonet heb abeg. « — Ar gristenien, emezhan, a vez koundaonet abalamour ma’z int kristenien ; mes ann dra-ze a zo a enep peb guir ha lealded : ne c’heller ket ho c’houndaoni ma n’o deuz great drouk ebed. »

Enn dro-ze, ar Zant a oue selaouet hag a obtenaz evit ann Iliz eur pennadik brao a beoc’h.

Mes ann eil guech ne obtenaz nemed kurunenn ar verzerenti evithan he-unan hag evit hiniennou euz he ziskibien. Ann archerien a grogaz ennhan hag her c’hasaz dirak gouarner Rom; rak pell a ioa oa deuet d’ar gear-ma da jom. Ar gouarner o veza goulennet outhan petra oa kredenn ar gristenien, Justin a respountaz : « — Kredi a reomp ez euz eunn Doue hag en deuz krouet kement tra a zo, ann traou a velomp hag ann traou ne velomp ket, ha kredi a reomp ive ez eo Jezuz-Krist Mab da Zoue hag e teui eunn deiz da vani ann dud holl. »

Neuze ar gouarner a lavaras d’ezhan : « — Kinnigit ezans d’ann doueou, pe me a lakai ho skourjeza azalek ar penn betek ann troad. » « — Joa e vo ganen, eme ar Zant, gouzanv eunn dra bennag evit Jezuz-Krist. » Var gement-se, ar gouarner her c’houndaonaz da veza dibennet goude ma vije bet da genta skourjezet betek ar goad, ha setu ar pez a oue great raktal. Ann dra-ma a erruaz e tro ar bloaz 167.


SONJIT ERVAD

Enn hor bro-ni eur c’hrouadur seiz vloaz a c’hoar gUelloc’h petra eo Doue ha petra eo ann den eget na c’houie ar re habila etouez ar philo-sophed paian guech all. Perak ? Abalamour ar c’hrouadur-ze a zo kristen, nag en deuz dija desket lezenn Jezuz-Krist gant he dud. Je-zuz-Krist en deuz lavaret epad m’edo var ann douar : « — Me eo « ar Virionez. » Hogen, Jezuz-Krist a gomz ouzomp hirio dre vouez ann Iliz santel katholik. Gant ann Iliz katholik eta, ha ganthi hebken, ema ar virionez, hag ar fals doktored en em zav enn he enep ne d-int holl nemed glabouserien ha gaouiaded evel ar philosophed paian guech all.