Buhez ar Sent/1894/Kanut

◄   Kador sant Per e Rom Sant Kanut Sebastian   ►



ann naontekved devez a viz genver


SANT KANUT, ROUE HA MERZER
————


Kanut a ioa mab da Zuenon, roue ann Danemark. Enn amzer ma oa c’hoaz bugel, ann holl a remerkaz he feiz, he zevosion hag he furnez, hag ar vertuziou-ze ne rejont nemed kreski gant ann oad ha dre ann deskadurez kristen a oue roet d’ezhan.

O veza bet lakeat da roue er bloaz 1080, goude maro he dad hag he vreur kosa, e c’hounezaz viktoriou braz var ar boblou divar dro ; ar re-ma a ioa c’hoaz gouez ha paian, hag a rea kalz drouk d’he zujidi. Goudeze e poaniaz da c’hounit ar boblou-ze da Jezuz-Krist, hag e kasaz d’ezho misionerien evit ho c’helenn var guirioneziou ar feiz ; rak ar pez a glaske da genta e peb tra oa gloar Doue ha silvidigez ann eneou. Pa zistroaz d’ar gear goude m’oa echu ar vrezel, e lakeaz he gurunenn ebarz treid Jezuz stag ouz ar groaz, hag ec’h en em voestlaz he-unan gant he holl rouantelez da Roue ar rouaned ha da Vestr ann holl vistri euz ann douar.

Neuze e reaz sevel eur maread ilizou, kouenchou hag hospitaliou nevez, hag e stagaz outho leveou ha douarou gant eur guir largentez a roue. Rei a eure zoken he gurunenn da iliz Rosklit. Hogen, n’e ket eaz gouzout pegement a dalie ar gurunenn-ze ; mes ar Zant a lavare e tlie ann traou a briz beza e ti ann Aotrou Doue kentoc’h eged e paleziou ar brinsed. C’hoant en doa e vije traou kaer enn ilizou evit ma teuje ar bobl da garet muioc’h ar relijion hag ann offisou.

Kanut a goumprene ervad n’euz ket brasoc’h mirit evit ann den eged o veza treac’h d’ezhan he-unan. Setu perak e poanie heb ehana da lakaat he gorf da zuja d’ar spered. He gastiza a rea gant eur jadennik houarn en doa evit ann dra-ze, ha dindan he zillad all e touge bepred eur c’houriz reun. Ouspenn-ze, e iune aliez, e tremene bemdez kalz amzer o pedi hag ez ea he-unan da velet ar beorien hag ann dud klanv d’ann hospitaliou, evit lavaret d’ezho eur gomz vad bennag hag ho zikour dre he aluzennou.

Mes he binijennou, he zevosionou hag he oberiou a drugarez ne virent ket outhan da lakaat urs e peb tra enn he rouantelez. Labourat a rea dalc’h-mad da lamet ar giziou fall euz a douez ar bobl, ha teuler a rea evez dreist peb tra evit ma vije roet he vir da bep hini ha barnet ann holl hervez al lealdet, heb sellet ouz kar na mignoun, ouz paour na pinvidik.

Goulskoude, ar vad a rea ar Zant d’ar relijion, hag al lezennou en doa douget evit ober d’he zujidi beza aketuz da viret gourc’hemennou Doue ha re ann Iliz, a dennaz varnhan droulans ha kasouni ann dud fall ha difeiz. Ar re-ma a deuaz a benn da drei ar bobl enn he enep, hag en em glevaz evit lamet diganthan he dron hag he vuez.

Doue a roaz da anaout da Ganut ar pez a dlie en em gaout ganthan, ha var gement-se ar Zant en em dennaz enn iliz sant Alban : ann iliz-ma a ioa bet savet dre he urs. Eno e koveseaz hag e kommuniaz, ha goudeze e chomaz var bennou he zaoulin, e traon ann aoter, da bedi ha da c’hortoz ar gurunenn a verzerenti. Etre daou, ec’h erruaz he enebourien, hag e oue lazet gantho a daoliou mein hag a daoliou bir, d’ann dek a viz gouere euz ar bloaz 1086. Koueza a reaz d’ann douar he zivreac’h astennet e kroaz, hag a greiz m’edo o c’houlenn pardoun evit he vourrevien.

Doue ne zaleaz ket da ziskleria he zantelez dre eunn niver braz a viraklou, hag ar brud euz ar miraklou-ma a reaz d’ar pab Klemant X he lakaat e renk ar Zent, ha merka ann deiz-ma evit ober he c’houel.


SONJIT ERVAD

Kenta dever ar re a zo e penn eur barrez, evel e penn ar c’houarnamant, eo difenn ar relijion nag ann Iliz, ha labourat da ziarbenn ann dizursiou ha da derri ar giziou fall. Guir eo, evelse e tennont varnho aliez, evel sant Kanut, droulans ha kasouni ann dud fallakr hag ann dud difeiz. Mes petra ra ze ma n’o deuz great nemed ar pez a C’houlenne Doue digantho ? Livirit d’inn, ma ve roet d’ehoc’h da joaz, e plas piou e ve guell ganeoc’h beza bet, e plas sant Kanut pe e plas he vuntrerien ? Ha n’e ket e plas ar roue merzer eo ? Mar oc’h euz eta eur garg bennag enn ho parrez pe enn ho pro, dalc’hit mad ato da ober ho tever neuz fors petra c’hoarvezo. Doue ne vanko ket d’ho tigoll, abred pe zivezad, euz ar boan o pezo kemeret pe bet da c’houzanv evit he c’hloar ha mad ar relijion hag ann Iliz.