Buhez ar Sent/1894/Klara

◄   Alphons a Ligori Klara Hippolit ha Kasian   ►



ann daouzekved devez a viz eost


SANTEZ KLARA, GUERC’HEZ
————


Ar zantez-ma, ganet e kear Asiz enn Itali, a ioa devot evel eunn eal enn he bugaleach. En em voazet oa da lavaret bemdez, meur a vech dioc’htu, ar Bater hag ann Ave, Maria, hag evit kounta ped e deveze lavaret, ec’h en em zerviche a veinigou a veze ganthi enn he bruched.

He zud o devoa c’hoant d’he fortunia ; mes hi e doa great he zonj da jom bepred guerc’hez. Goulenn a reaz kuzul var gement-se digant sant Fransez, he c’henvroad, ha dre ali ar zant-ma ez eaz eunn devez gant he dillad kaer da iliz Introun-Varia-Ann-Elez. Eno e oue kanet da genta ar Veni, Creator, ha goudeze e oue trouc’het d’ezhi he bleo ha guisket d’ezhi eur zae a binijenn. Ar zae-ma a ioa evel eur zac’h a starde enn dro d’he c’horf gant eur gordenn. Sant Fransez he c’hasaz neuze da gouent leanezed sant Beneat ; rak he-unan n’en doa ket c’hoaz a gouenchou evit ar merc’hed.

Keriz holl a oue mantret pa glevchont petra e doa great Klara, ha tud ar bed a lavare e devoa zur kollet he spered. He c’herent zoken a glaskaz he zenna dre nerz euz ar gouent ; mes hi a grogaz enn aoter gant eunn dorn, ha gant he dorn all e tiskouezaz d’ezho he fenn touz, enn eur lavaret : « — Hiviziken n’em bezo ken pried nemed Jezuz-Krist, na ken guiskamant nemed eur zae a binijenn. » Abarz ar fin e oue lezet e peoc’h.

A benn pemzek dez goude, he c’hoar Agnes a deuaz da ober koumpagnunez d’ezhi. Mes ann dra-ze a lakeaz he c’herent da egari goasoc’h-goaz, ha setu ar re-ma ha diredet adarre d’ar gouen evit diframma Agnes euz a dre zaouarn Klara. He filat a rejont d’ann douar, ha goudeze e stlechont anezhi var bouez he bleo etrezek ann or. Mes Agnes a zalc’he mad ato, ha kaer o devoue he c’herent, ne chelljont ket he jacha gantho. Agnes a jomaz eta gant he c’hoar, ha sant Fransez a roaz d’ezhi ive ar zae a binijenn en doa dija roet da Glara. Agnes ne oa c’hoaz nemed pevarzek vloaz d’ann ampoent, ha Klara a ioa trivac’h vloaz.

Setu aze penaoz e oue savet eil Urs sant Fransez a Asiz. Ann urs-ma ne zaleas ket d’en em astenn, hag ar merc’hed a iea ennhan a oue Klarised pe leanezed Klara. Ar Zantez a oue lakeat da zuperiorez enn despet da gement a reaz evit miret. Mes en em zigoll a eure, dre he humilite, euz ann henor a ioa great d’ezhi : ato hag e peb leac’h e veze evel ann diveza hag ann distera euz he leanezed.

Reolenn he Urs a c’hourc’hemenne bale diarc’henn, kousket var ar c’halet, iun epad ar bloaz, ha tevel bepred. Mes ann dra-ma n’oa ket c’hoaz aoualc’h evit Klara. Tremen a rea tri devez euz ar zizun, al lun, ar merc’her hag ar guener, heb dibri tamm, hag enn deiziou all e tebre ken nebeut maz oa he c’hoarezed souezet-maro o klask gouzout penaoz e c’helle chom beo. Mes ar pez a garie dreist peb tra, evel sant Fransez, oa ar baourentez, ha ne falvezaz ket d’ezhi, a briz ebed, kemeret al leveou a ginnige d’ezhi ar pab Gregor IX evit ho staga ouz he c’houenchou.

Doue a roaz d’he zervicherez ann donezoun a viraklou. Parea a eure he leanezed euz a veur a glenved, hag eunn devez ne oa enn he c’houent nemed eunn dorz vara, e lavaraz kas ann hanter anezhi d’ar paour, hag ann hanter all a lakeaz da greski enn hevelep feson ma oue pe a dra da leina evit hanter-kant leanez.

Eunn arme a Durked o veza deuet dirak kear Asiz enn esper he c’hemeret, Klara a reaz he dougen da gichen dor he c’houent, ha lakaat dirazhi ar sibouer el leac’h m’edo ann hostiou konsakret ; rak klanv oa dija d’ann ampoent. Neuze, enn eur adori Jezuz-Krist e sakramant he garantez asambles gant he c’hoarezed a ioa holl var ho daoulin eveldhi, e pedaz evelhenn a dreuz he daelou : « — Ne lezit ket, o va Doue, ar re o deuz fizians ennhoc’h da goueza etre daouarn tud hag a zo henvel ouz loaned. Diouallit ho servicherezed diouz peb drouk p’e guir oc’h euz ho frenet dre ar priz euz ho koad sakr hag adorabl. » Kerkent e oue klevet eur vouez o respount: « — Bezit dinec’h ; me ho tiouallo bepred. »

Hogen, lod euz ann Turked a ioa pignet dija var mogeriou ar gouent ; rak houma a ioa eunn tammik er meaz euz a gear. Mes evel dallet e ouent enn eunn taol kount, ha setu hi da ziskenn buhan ac’hano, ha da dec’het kuit d’ar red egiz pa vije bet ann tan var ho lerc’h.

Goude beza gouarnet he Urs gant kalz a furnez epad daou vloaz ha daou-ugent, ar zantez-ma a varvaz leun a veritou d’ann unnek a viz eost euz ar bloaz 1253, oajet a dri-ugent vloaz.


KENTELIOU SANTEZ KLARA

Da genta. — Penaoz e kredomp-ni en em glemm enn hor poaniou pa velomp Jezuz o c’houzanv eur maro ker kriz var ar groaz ?

D’ann eil. — Ne c’houzounn ket petra c’hell eunn ene da garet, ma ne gar ket Doue.

D’ann trede. — Ann nep a zo e gras Doue a zo pinvidik aoualc’h, hag eur galoun ha n’e deuz ket aoualc’h gant Doue a zo re ziez da garga.

D’ar pevare. — Peger berr e kaver ann noz pa he zremener o vedita var basion hor Zalver !