Buhez ar Sent/1894/Koletta

◄   Iann-Joseph ar Groas Koletta Thomas a Akin   ►



ar c’houec’hved devez a viz meurs


SANTEZ KOLETTA, GUERC’HEZ
————


Ar zantez-ma a ioa ginidik euz ar Pikardi, hag a oue hanvet Koletta abalamour d’ann devosion o devoa he zad hag he mamm evit sant Nikolas. Kentre ma teuaz da anaout ann Aotrou Doue, e teuaz ive d’he garet ha d’he zervicha euz a greiz he c’haloun. Ken humbl oa m’e deveze plijadur pa veze disprijet pe skandalet, pe pa veze great mez d’ezhi. O veza klevet meuli he gened, e pedaz ann Aotrou Doue da lamet diganthi eunn dra hag a c’hellje beza kaoz d’ezhi d’en em goll. Doue a zelaouaz he fedenn, ha chench a reaz heb dale enn eunn hevelep feson ma chomaz drouklivet, treut ha distrounket-holl hed ann nemorant euz he buez.

D’ann oad a zaou pe dri bloaz var’nn ugent, ez eaz e Trede-Urs sant Fransez, ha goudeze ec’h en em dennaz enn eunn tiik bihan a oue savet evithi gant tud he bro. Eno e kastizaz he c’horf dre ar rusta pinijennou. Dougen a rea diou jadenn houarn e kroaz var he stomok, ha gant ann amzer ar chadennou-ze a zankaz ennhi betek ar beo. N’e devoa evit guele nemed ann douar pe eur plankenn. Enn deiz ne gaozee ouz den, hag enn noz e chome pell hag hirr da bedi. Aliez ive e iune divar bara ha dour, hag avechou zoken ne gemere tamm boued ebed nemed ar gommunion.

Tri pe bevar bloaz a ioa m’edo Koletta o ren ar vuez-se pa anavezaz oa galvet gant Doue da zigas d’he stad kenta Urs leanezed santez Klara, da lavaret eo, da lakaat heul adarre enn Urs-ma ar reolenn a ioa bet heuliet ennhan da genta. Mont a eure raktal da c’houlenn digant ar pab ar c’halloud a renke da gaout evit kement-se. Ar pab he digemeraz gant eur vadelez a dad, hag a roaz d’ezhi dioc’htu ar c’halloud a c’houlenne.

Hogen, ar Zantez e devoue kalz poan o kas al labour-ze da benn. Eur maread tud en em zavaz enn he enep, hag e meur a leac’h e oue great goab anezhi. Mes gant sikour gras Doue ne deuaz ket da fallgalouni, hag abarz ar fin e oue treac’h d’ann holl gontrolieziou.

0 veza bet hanvet da zuperiorez jeneral euz a Urs santez Klara, Koletta a iea bep bloaz da ober eunn dro e kement kouent a ioa enn Urs-se. Eur blavez m’edo e Besanson, e varvaz eul leanez e kouent Poligni, hag al leanez-ma en em ziskouezaz dirazhi enn eur lavaret oa maro e stad fall abalamour m’e devoa nac’het pec’hejou grevuz ouz he c’honfesour. « Mes, emezhi, va barnedigez zo bet appellet var reked ar Verc’hez, ha brema me ho ped d’en em zervichout euz ar c’halloud vraz oc’h euz dirak Doue evit miret ouzinn da veza daonet.» Koletta a gemennaz raktal da zuperiorez Poligni chom heb ober ann enterramant ken na erruje eno he-unan. Erruout a reaz a benn ann trede deiz dioc’h ann abardaez ; ar c’horf a ioa dija enn he arched, mes re zivezad oa evit ober ann enterramant enn devez-ze.

Ar Zantez a dremenaz ann noz holl o pedi. Antronoz-vintin e teujot da c’houlenn diganthi petra ioa da ober, hag hi a respountaz : « — Lavaret ann offis hervez ar c’hustumm. » Mont a reaz he-unan d’ar c’heur gant al leanezed all. Mes, pa oue echu ann offis, e tiskennaz ouz ar balustrou, hag e roaz urs da dostaat ann arched a ioa enn iliz abaoue ann derc’hent. Neuze e lavaraz d’al leanez varo, gant eur vouez grenv : « — Enn hano Jezuz-Krist, savit ! » Kerkent al leanez a zavaz enn he c’houanvez. Koletta a grogaz enn he dorn evit he zikour da zont er meaz euz he arched, ha goudeze e kasaz anezhi da draon ann aoter. Kerkent ive ann dud a ioa enn iliz, ha kalz oant rak ann iliz a ioa leun-chek, en em lakeaz holl da grial a bouez-penn : « Mirakl! mirakl! Pebez galloud n’e deuz ket ar zuperiorez jeneral dirak Doue ! Digas adarre e buez unan hag a ioa maro pevar devez zo, biskoaz kement all ! »

Epad ann amzer-ze, al leanez a ioa o kovez gant belek ar gouent. Enn dro-ma avad e tiskargaz piz he c’houstians. Pa oue echu he c’honfession ganthi; e tistroaz da draon ann aoter da ober he finijenn. Gouela hag hirvoudi a rea, ma’z oa eunn druez he c’hlevet. Goudeze e lavaraz a vouez huel d’ann dud a ioa enn iliz: « − Ann diaoul, emezhi, a felle d’ezhan va c’has ganthan d’ann ifern pa deuaz eunn eal d’am difenn euz a berz ar Verc’hez. Oh ! peger reuzeudik eo ann hini a varv e stad a bec’hed marvel ! Peger skrijuz eo en em gaout var bord ann ifern ! Nann, teod ann den ne c’houfe biken rei da anaout enkrez ha spount eunn ene hag en em vel prest da veza stlapet e kreiz ar mor-ze a flammou. » O veza komzet evelse, al leanez a ieaz adarre enn he arched, hag eno e tremenaz evit ann eil guech.

Santez Koletta a varvaz e peoc’h e kear Gand er Beljik d’ar c’houec’h a viz meurs 1447, oajet a c’houec’h vloaz ha tri-ugent. Daou zevez araok he maro, e devoa lavaret lakaat d’ezhi var he fenn ar voal e devoa bet digant ar pab p’oa bet hanvet ganthan da zuperiorez jeneral euz a Urs santez Klara.


SONJIT ERVAD

Santez Koletta, enn amzer he iaouankiz ha d’ar mare m’edo c’hoaz er bed, a bede Doue da tamet he gened diganthi. Peger stank n’eo ket hirio, er c’hountrol, ar re ne zonjont nemed da vaga ho gened, hag a implij kalz amzer oc’h en em gempenn hag oc’h en em ficha! Evit plijout da biou e kemeront-hi kement a boan? Ne c’houfent ket lavaret e reont ann dra-ze evit plijout da Zoue. Hogen, mar her greont evit plijout d’ann dud, e kollont ho foan, ha marteze zoken o deuz pec’hed braz dirak Doue. Ar pez a ro brava doare da eur plac’h iaouank kristen eo ar vodesti. Ar vertuz hebken a ra d’ann den beza din a istim ; pebez sotoni n’eo ket eta klask beza istimet evit eunn tamm dillad pe evit eur gened hag a dremen ker buhan !