◄ Jermen | Lorans, Merzer | Alphons a Ligori ► |
orans a ioa ganet e Spagn, mes dont a eure da Rom
enn he iaouankiz, hag eno ar pab Sist her greaz
avieler hag a gargaz anezhan euz a denzor ann iliz. Ar
pab-se o veza bet prizouniet ha koundaonet d’ar maro
dre urs ann impalaer Valerian, Lorans en doa c’hoant
ive da vervel asambles ganthan. Redet a reaz d’he gaout
p’edot oc’h he gas da zibenna, ha neuze e komzaz outhan
evelhenn :
« — Va zad, da be leac’h ez it-hu evelse heb ho mab ? Belek santel, da be leac’h ez it-hu heb hoc’h avieler? Bete vrema ne ginnigac’h sakrifis ebed da Zoue heb na vijenn enn ho kichen. Petra zo displijet d’ehoc’h ennon ? Ha remerket oc’h euz-c’houi oa sempleat va c’haloun ? Va list da ober koumpagnunez d’ehoc’h, hag e velot pe me zo din ato, pe n’ounn ket, euz ar choaz o poa great ac’hanon evit ho servicha ouz ann aoter. Goude m’oc’h euz va c’harget da vaga eneou ann dud fidel gant korf ha goad Jezuz-Krist, perak ne fell ket d’ehoc’h-hu e kemmeskfenn va goad gant hoc’h hini var dachenn ar verzerenti ? Enn han’ Doue, Tad Santel, n’am abandounit ket evelse. »
Ar pab Sist a respountaz d’he avieler :
« N’hoc’h abandounann ket, va mab ; mes c’houi a dle gouzanv goasoc’h poaniou egedon-me evit feiz Jezuz-Krist. Ar vourrevien n’int ket bet kriz em c’henver abalamour ma’z ounn dija koz ; enn ho kenver-c’houi avad e vezint kalz krisoc’h abalamour ma’z oc’h c’hoaz iaouank ; mes dre eno ive ar viktor a c’hounezot varnho a vezo eleiz kaeroc’h eget va hini-me. Ho tro a deui a benn tri devez ama ; ac’hann di, mard-euz c’hoaz eunn dra bennag e tenzor ann iliz, roit-hen d’ar paour. »
Var gement-ma, ar pab Sist a ieaz d’ar maro kel laouen ha pa vije bet o vont da eur fest, ha Lorans, he avieler, a hastaz rei d’ar paour ann holl arc’hant a ioa c’hoaz e tenzor ann iliz.
Ann avieler santel en doa a veac’h peur-ingalet he aluzennou pa oue galvet dirak ar barner. Hema a c’houlennaz outhan raktal e pe leac’h edo ann tenzor a ioa enn he garg. « — Mar kirit rei amzer d’inn, me hen diskouezo d’ehoc’h, » eme Lorans. » « — Mad, eme ar barner, me ro d’ehoc’h eunn devez evit ann dra-ze : deuit d’hen diskouez d’inn varc’hoaz d’ann heur-ma. » « — Hag e teuinn, » eme ann avieler.
Lorans a dremenaz ann amzer-ze o klask kement den
paour ha mac’hagnet a c’helle beza e kear, ha goude beza
dastumet holl enn eur vandenn, ez eaz gantho
antronoz da gaout ar barner, enn eur lavaret : « — Setu
ama ann tenzor am euz bet ar garg anezhan, setu ama
tenzor ann iliz. » Ar barner a grene, kement a zroug a
ioa ennhan, o velet hag o klevet kement all ; rak ne oa
dirazhan nemed eur vandennad tud dall, tud born, tud
bouzar, tud kamm, tud hag a vanke d’ezho eunn ezel
bennag pe a ioa goloet ho c’horf a c’houliou.
Raktal ec’h ordrenaz dispenn korf ann avieler a daoliou fouet, hag he gas goudeze d’ar prizoun. Eno eunn den dall a deuaz ar gueled d’ezhan o kregi e dorn ar Merzer hag oc’h hen lakaat var he zaoulagad. Hippolit, kabiten ar goardou, a oue test euz ar mirakl-ma, hag a anavezaz dioc’htu ar virionez euz ar relijion gristen.
Enn devez varlerc’h, ar barner a lavaraz da Lorans kinnig ezans d’ann doue faoz Jupiter, pe e vije bourrevet enn eur feson skrijuz, « — Va bourrevit kement ha ma kerot, eme ann avieler kalounek, ann dra-ze a vezo eunn ebat hag eunn dudi evidon. » Kerkent e oue lakeat da c’hourvez var eur stern koat evit terri he izili outhan, ha goudeze e oue dispennet adarre he gorf gant fouetou ploumm hag a ioa broudou lemm er beg anezho. Neuze Romen, unan euz ar goardou, a velaz eunn eal o sec’ha goad ha c’houezenn ar Merzer.
Abarz ar fin, ar barner a roaz urs da astenn ar Zant var eur c’hrill houarn hag a ioa glaou beo dindanhi, evit he rosta a nebeudou. Mes Lorans a ioa kel laouen eno ha pa vije bet var eur guele roz. Pa oue rostet eur c’hostez anezhan, e lavaraz d’he vourrevien : « — Ann tu-ma a zo poaz aoualc’h dija, poent e d’ehoc’h va zrei var ann tu all. » Ha pa oue rostet ive ar c’hostez all e lavaraz d’ezho adarre : « — Setu me poaz holl brema ; debrit pa gerot. » Goudeze e savaz he zaoulagad etrezek ann env, hag e laoskaz e peoc’h he huanad diveza : ar joa en doa lakeat Doue enn he galoun, e kreiz poaniou ker braz, a gendalc’he bepred da bara var he dal. He verzerenti gloriuz a erruaz d’ann dek a viz eost euz ar bloaz 258.
Ar zant-ma, astennet var eur c’hrill houarn hag a ioa glaou beo dindanhi, a ioa kel laouen eno ha pa vije bet var eur guele roz ; ha c’houi, kristen kizidik, a vez prest ato d’en em glemm evit ann distera poan. Penaoz eta e c’hounezot-hu ar baradoz ma ne fell d’ehoc’h gouzanv netra er bed-ma ? Sant Lorans a zelle ouz ann env araok mervel ; grit eveldhan pa viot goasket enn eur feson bennag a gorf pe a ene, hag euz ann env e teui d’ehoc’h ive nerz da c’houzanv ho poan gant pasianted.