Buhez ar Sent/1894/Lusian, Belek ha Merzer

◄   Gouel ar Rouanez Lusian, Belek ha Merzer Lusian, Eskop ha Merzer   ►



ar seizved devez a viz genver


SANT LUSIAN, BELEK HA MERZER
————


Ar zant-ma a ioa ginidik euz ar Sirii. O veza kollet he dad hag he vamm d’ann oad a zaouzek vloaz, e lezaz peb studi all a gostez evit implija he holl amzer o studia ar Skritur Sakr. Kement a blijadur en doa o lenn komzou Doue ma tize a veac’h kousket enn noz. Ha c’hoaz, araok ober he bennadik kousket, e chome pell hag hirr da bedi Doue var bennou he zaoulin, hag epad ma pede ann daelou a rede puill euz he zaoulagad.

C’hoant mont da velek en devoa, hag abalamour da ze ez eaz da Antioch. Eno e oue beleget, ha neuze n’en devoue mui ken sonj na ken ïoul nemed da labourat evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou. Ouspenn ar zervich en doa da ober var dro ann iliz, e falvezaz d’ezhan digeri eur skol e kear evit ann dud iaouank. Evelse e teuaz heb dale da veza brudet dre he zeskadurez evel ma’z oa dija dre he vuez devot ha vertuzuz.

Etre daou, ann impalaer Maksimin a zougaz eul lezenn a varo a enep ar gristenien, ha Lusian a ieaz da guzat, var ar meaz ; rak klevet en doa oa urs da gregi ennhan da genta, abalamour d’ar vad a rea ha d’ann istim a ioa evithan. Mes diskuillet e oue gant eur c’hristen hag en doa nac’het he feiz, ha kaset da Nikomedii, el leac’h m’edo ann impalaer.

Enn eur vont di, ar Zant a erruaz gant eur vandenn zoudardet hag o doa ive troet kein d’ar relijion gristen p’oant bet galvet dirak ar varnerien. Raktal e komzaz evelhenn ouz ar zoudarded-se : « — N’oc’h euz ket a vez, emezhan, da veza bet ken digaloun ? Petra ! Merc’hed ha bugaligou vihan a zo bet joa gantho skuilla ho goad evit Jezuz-Krist, ha c’houi, soudarded. oc’h euz krenet dirak ar vourrevien ! Penaoz eta e c’hellot-hu riskla ho puez evit ann impalaer mar oc’h euz kement-se a aoun o vervel evit Roue ann Env hag ann douar ? »

Ar c’homzou-ze a ieaz ken doun e kaloun ar zouderded ma teujont dioc’htu da gaout keuz d’ho fec’hed, ha var daou-ugent a ioa anezho, meur a hini a c’houzanvaz goudeze ar verzerenti hag ar re all a vevaz ato evel guir gristenien.

Pa oue digouezet Lusian e Nikomedii, ann impalaer, a reaz d’ezhan ar promesaou ar re gaera, mar karje adori ann doueou faoz. Mes ar Zant ne reaz van evit klevet Maksimin, hag hema, kounnar ennhan, a roaz urs d’he gas d’ar prizoun en dro ha da ober d’ezhan goasa ma vije gellet.

Lusian a oue, da genta, lakeat da c’hourvez var he gein enn eur plas leun a spern, a dachou lemm hag a dammou podou pe voutaillou torret. Goudeze e oue plantet he zivesker enn eunn tamm koat hag a ioa toullou ennhan, ha pa ouent eat eno betek pennou an daoulin, e oue chachet varnho da vont varlaez evit ho zerri ; neuze e oue plantet adarre he dreid enn eeunn tamm koat all a ioa azioc’h ann hini kenta. He zivreac’h hag he zaouarn a oue staget ive ouz eur plankenn a ioa lakeat d’ezhan a dreuz var he benn, ha lezet e oue er stad-se epad pevarzek devez dioc’htu, heb digas tamm d’ezhan da zibri nemed kig hag a ioa bet kinniget d’ann idolou ; mes ar Zant a vije bet guell ganthan mervel mil guech kentoc’h eget tanva ar c’hig-se. Goulskoude he ziskibien o doa heuliet anezhan betek Nikomedii, hag a ioa rannet ho c’haloun o sonjal ne c’helljent ket selebri gouel ar Rouanez asambles gant ho mestr ; rak kredi a reant e vije maro abarz neuze. Mes Lusian a lavaraz d’ezho: — « Eo, selebri a rinn c’hoaz ganehoc’h gouel ar Rouanez ; antronoz avad e kuitainn ac’hanoc’h evit mont d’ar baradoz. »

Da zeiz ar gouel, he ziskibien a oue nec’het adarre o klask gouzout penaoz e vije lavaret ann offerenn. Ne oa taol ebed da zervichout da aoter ; ouspenn-ze, ho mestr ne c’helle ket sevel enn he zav, hag ar baianed a veze ato oc’h ober goard enn dro d’ar prizoun. Mes ar Zant a lamaz buhan ann nec’hamant-se divar ho spered. « — Va stomok, emezhan, a zervicho da aoter. Lakit varnhi ar bara hag ar guin a renker da gaout evit offerenna, ha goudeze me ho c’hinnigo da Zoue hag ho c’honzakro hervez ar c’hustumm. »

Great e oue evel ma c’hoantea ar Merzer. Ar bara hag ar guin a oue lakeat var he stomok ; eunn avieler a ioa krog er c’halir evit miret outhan da goueza, ha raktal Lusian, he zaoulagad troet varzu ann Env, a lavaraz pedennou ann offerenn evel ann ordinal hag a ginnigaz da Zoue ar sakrifis santel, he ziskibien bodet enn dro d’ezhan. Pa erruaz gant ar gommunion, e kommuniaz he-unan gant sikour ann avieler, ha goudeze he ziskibien a gommuniaz holl ive. Dre chans, pe evit lavaret guell, dre eunn taol euz a Brovidans Doue, ar goardou ne deujont ket var dro ar gristenien epad ann amzer-ze.

Antronoz, unan bennag a deuaz d’ar prizoun, euz a berz ann impalaer, da velet hag ar Zant a ioa beo c’hoaz. O veza he gavet beo, e c’houlennaz outhan a be vro oa. « — Kristenn ounn, » a respountaz ar Merzer. « — Ha pe seurt micher oc’h euz? » « — Kristenn ounn », eme ar Merzer adarre « — Hag ho tud,pe hano o devoa ? » « — Kristen ounn », eme ar Merzer evit ann drede guech, hag enn eur gomz evelse e roaz e peoc’h he ene da Zoue d’ar seiz a viz genver euz ar bloaz 312. Lod a lavar goulskoude e oue dibennet.


SONJIT ERVAD

Pa oue goulennet outhan euz a be vro oa, pe seurt micher en doa ha pe hano o devoa he dud, sant Lusian ne rea nemed lavaret ; « Kristen ounn. » « — E guirionez, eme zant Iann Krizostom, peseurt bro, pe seurt micher ha pe seurt lignez a c’houfe beza par da re eur c’hristen ? Bro ar christen eo ar Baradoz, he vicher eo beva gant Doue hag evit Doue, hag he lignez eo lignez ar Zent, lignez bugale Doue. Petra c’hell beza kaeroc’h eged ann dra-ze ? »