Buhez ar Sent/1894/Mari ann Inkarnasion

◄   Aniset Mari ann Inkarnasion Leon IX   ►



ann trivac’ved devez a viz ebrel


AR PLAC’H EURUZ MARI ANN INKARNASION
————


Ar plac’h euruz-ma a ioa ganet e Paris er bloaz 1566, hag a oue hanvet Barba var fount ar vadiziant. Evel eunn eal oa enn he bugaleach, ha d’ann oad a unnek vloaz e oue kaset d’ar skol d’ar gouent. A benn tri bloaz goude, e savaz c’hoant ganthi da vont he-unan da leanez; mes ne oue ket lezet gant he zud, hag e renkaz, chom er gear. Hogen, beva a eure er bed evel pa ne vije ket euz ar bed. Ne garie nag ann ebatou, nag ann dillad kaer, hag he mamm a egare outhi aliez o velet pegen dister ec’h en em viske.

Evit kaout peoc’h dioc’h he zud, e timezaz erfin da eunn dijentil hag a ioa dioc’h he doare ; rak eunn den a relijion oa hag eunn den devot zoken. Eur vech dimezet, Barba ne rea netra hep goulenn ali he fried; evit plijout d’ezhan e lakeaz dillad bravoc’h ha ker sentuz oa enn he genver ma teue dioc’htu euz ann iliz pa veze galvet gant-han ha pa vije bet dija ouz ann daol zantel prest da reseo ar gommunion.

Doue a roaz d’ezhi c’houec’h krouadur, tri mab ha teir merc’h, ha Barba, e c’hellit kredi, ne espernaz netra evit ober anezho bugale fur ha kristenien vad. Ho boaza a eure da zevel mintin, da lavaret ho fedennou asambles ha da vont d’ann offerenn goudeze. Merka a rea d’ezho ann amzer da labourat hag ann amzer da c’hoari, ha keit ha ma vezent o c’hoari pe o studia, e veze bepred he lagad o para varnho. N’ho c’huitea morse, kouls lavaret. Ho boaza a eure ive da ober aluzenn d’ar paour, ha difenn a rea out-ho en em glemm euz ho boued, pe euz ho dillad, pe euz ar zervicherien.

0 velet penaoz e save he bugale, lod a zonje e felle d’ezhi ho c’has holl da veleien pe da leanezed. Mes hi a respounte d’ar re a gomze d’ezhi euz ann dra-ze : « — Ar pez a glaskann hebken eo ma rai va bugale bolontez Doue. Ma vijenn bet rouanez, ha ma n’em bije bet nemed eur c’hrouadur, n’em bije ket miret outhan da vont da velek pe da vont d’ar gouent, ma vije bet galvet gant Doue. Ma vijenn bet paour, er c’hountrol, ha ma’m bije bet daouzek krouadur, n’em bije great da nikun anezho mont da velek pe d’ar gouent, ma ne vije ket bet galvet gant Doue. »

Ar vamm vertuzuz-ma a oue digollet er bed-ma zoken, euz ar boan e devoa kemeret gant he bugale: holl e rejont henor d’ezhi dre ho buez a skouer vad. He zeir merc’h a oue leanezed ho zeir enn urz ar C’harmelitezed, hag euz he zri mab, unan a ieaz da velek, eunn all a oue den a justis, hag ann trede, offiser. Ann den a justis hag ann offiser a oe ato ive tud a zoujans Doue evel ho breur belek hag ho c’hoarezed.

Mes Doue en em blij peurvuia o tigas kroaziou d’he vrasa servicherien; Barba e devoue he lod. Eunn devez, epad m’edo ouz taol, e teuaz ann hurcher da ober rins enn he zi ha da lamet diganthi beteg he asied hag he c’hador. He fried en devoa dastumet dle evit mad ar relijion, ha kement tra en doa a renke beza lakeat etre daouarn eunn tredeok da c’hortoz m’en devije paet ar pez a vanke. Tamallet e oue, ouspenn, da veza kemeret perz enn eunn torfed bennag a enep ar roue, ha koundaonet evit ann dra-ze da vont da jom pell dioc’h Paris.

Hogen, kroaziou ker pouner ne virjont ket ouz Barba da veza kel laouen ha kent pe laouenoc’h zoken. Ann amzer ma oue reuzeudik evelse a hanve he amzer vella: biskoaz, emezhi, ne oa bet eurusoc’h. Guir eo, Doue he c’honzole enn eur rei d’ezhi avechou eunn tanva euz a joaiou ar baradoz. Dont a reaz erfin a benn da ziskouez, dre desteniou sklear, oa gaou ar pez a ioa bet tamallet d’he fried ; hema en devoue eta kounje da zistrei d’ar gear, hag a c’hellaz kaout adarre danvez aoualc’h da veva hervez he renk goude beza paet he zle.

Barba a veze ato er penn araok pa veze hano a oberiou a zevosion pe a drugarez. He c’harantez evit ar beorien a ioa anavezet gant ann holl e Paris, hag ar roue hag ar rouanez a garge anezhi da ingala ho aluzennou. Hi eo a lakeaz sevel e Frans ar c’houenchou kenta euz a Urs ar C’harmelitezed, goude ar jenchamant kaer a ioa bet great en Urs-se gant santez Thereza, ha dre he ali ha gant he zikour e oue savet ive Urs ann Ursulinezed, a ra kement a vad enn hor bro dre ann deskadurez kristen a roont d’ar merc’hed iaouank.

Goude maro he fried, Barba a ieaz he-unan enn Urs ar C’harmelitezed, ha neuze e kemeraz ann hano a Vari ann Inkarnasion. Mes klanv oa dija d’ann ampoent, ha ne vevaz mui pell goudeze. Mervel a eure d’ann trivac’h a viz ebrel euz ar bloaz 1618, a greiz m’edot oc’h he noui, hag ar pab Pi VI he diskleriaz euruz er bloaz 1791.


SONJIT ERVAD

Ar plac’h euruz-ma a voaze he bugale da zevel mintin ha da lavaret ho fedennou asambles. Merka a rea d’ezho ann amzer da labourat hag ann amzer da c’hoari, ha n’ho c’huitea morse, kouls lavaret. Ouspenn-ze, ho boaze c’hoaz da ober aluzenn d’ar paour, hag e tifenne outho en em glemm euz ho boued, pe euz ho dillad, pe euz ar zervicherien. Grit eveldhi, tadou ha mammou, hag evelse o pezo ive bugale fur, bugale hag a rai henor d’ehoc’h er bed-ma da c’hortoz ma raint ho kloar hag ho kurunenn er bed all.