Buhez ar Sent/1894/Martha

◄   Nazer ha Sels Martha Guillou, Eskop   ►



ann naved var’nn ugent a viz gouere


SANTEZ MARTHA, GUERC’HEZ
————


Ar zantez-ma, ganet e Bethanii tost da Jerusalem, a ioa c’hoar da Lazar ha da Vari-Vadalen, hag a oue unan euz ar merc’hed santel a rea koumpagnunez d’hor Zalver epad ma prezege he Aviel, evit pourvei d’he ezommou ha da ezommou he ebestel Meur a vech e devoue ann eur da zigemeret anezhan enn he zi, hag eunn droiad dreist ar re all ez oa prez varnhi o klas aoza eunn tamm boued d’ezhan. Epad ann amzer-ze, Mari-Madalen, he c’hoar, a jome azezet eharz treid Jezuz gant aoun rak koll eur ger euz ar pez a lavarje. Abarz ar fin Martha en em glemmaz ouz hor Zalver abalamour ne zave ket he c’hoar d’he zikour. Mes Jezuz a respountaz d’ezhi raktal : « — Martha, Martha, poan ha tregas a gemerit gant kalz a draou, ha goulskoude n’ez euz nemed eunn dra hag a ve red. Mari e deuz choazet evithi al lodenn vella, hag al lodenn-ze ne vezo ket lamet diganthi. »

Prest goude e klanvaz Lazar, ha kerkent he c’hoarezed a gasaz kemennadurez d’hor Zalver, enn eur lavaret d’ezhan : « — Mestr, ho mignoun a zo klanv. » Mes Jezuz a zaleaz eunn tammik da vont da Vethanii, ha pa erruaz eno Lazar a ioa dija maro hag enterret. Neuze Martha a lavaraz d’hor Zalver : « — Mestr, ma vijac’h bet ama, va breur ne vije ket bet marvet ; mes brema zoken em euz esper da velet anezhan o tistrei e buez ; rak gouzout a rann oc’h sur ato da obten digant Doue kement tra a c’houlennit diganthan. » Jezuz a respountaz d’ezhi ker buhan : « — Ho preur a zavo adarre euz a varo da veo. » « — Ia, eme Vartha, her gouzout a rann, da fin ar bed asambles gant ann dud holl. » « — Me, eme hor Zalver, eo ann hini a zav euz ar stad a varo hag a ro ar vuez ; ann nep a gred ennon-me a vevo c’hoaz hag e ve dija maro, hag ann nep a zo beo hag a gred ne varvo ket evit ato. Kredi a rit-hu ann dra-ze ? » « — Ia, eme Vartha, kredi a rann eo c’houi ar C’hrist, guir Vab Doue, a zo deuet euz ann env var ann douar evit hor zavetei. » Var gement-ma Jezuz a ieaz d’ar bez, hag a lakeaz Lazar da zevel ac’hano leun a vuez, ha ker iac’h ha biskoaz.

C’houec’h devez araok he basion, hor Zalver a oue pedet da goania e Bethanii, e ti Simon ann den lor, ha Martha a ioa o servicha taol. Epad ar goan-ze eo e skuillaz Mari-Madalen louzou a c’houez vad var benn Jezuz, hag ann dra-ma a lakeaz Judas da egari ha da lavaret : « — Perak koll ann traou evelse ? Al louzou-zea vije bet gellet he verza ker, ha gant ann arc’hant a vije bet evithan e vije bet great eunn aluzenn gaer d’ar paour. » Mes hor Zalver a respountaz d’ezhan kerkent : « — List ar vaouez-se, rak eunn dra vad e deuz great em c’henver. N’e ket peorien a vanko var ho tro er bed-ma ; me avad ne vezinn ket ato ganehoc’h. »

Martha a heuliaz hor Zalver epad he basion betek var menez Kalvar, ha bez’ e devoue ive ann eur d’he velet goude m’oa savet euz a varo da veo. Mes ar Iuzevien n’oant ket evit gouzanv Lazar hag he ziou c’hoar abalamour d’ar garantez en doa bet Jezuz evitho. Eunn devez eta e lakejont anezho enn eur vag ha n’e devoa na stur, na goel, na rouenv ebed, hag ho lezchont da vont evelse gant ar mor, oc’h esperout ne zalejent ket da veza beuzet. Mes dorn Doue a zigasaz ar vag da borz Marseill e Frans. Neuze Mari-Madalen en em dennaz enn eur c’havarn spountuz, a ioa eiz leo ac’hano e kreiz eur menez huel, ha Martha a ieaz ive da jom enn eunn tu bennag a gostez asambles gant eur vandenn merc’hed iaouank e devoa gounezet d’ar feiz. Ar re-ma hag hi a veve eno egiz elez ken na blijaz gant Doue he gelver erfin d’ar baradoz e tro ar bloaz 70. He c’horf santel a virer c’hoaz gant kalz a respet e kear Taraskon, dem-dost d’al leac’h ma varvaz.


SONJIT ERVAD

Evit eur guel, petra zo kaeroc’h eged aoza bouet da Vab Doue ha d’he goumpagnunez ? Goulskoude e leac’h meuli Martha, Jezuz a lavar d’ezhi : « Nez euz nemed eunn dra hag a ve red, » da lavaret eof savetei hon ene. Hag o pe great ann holl draou all, hag o pe labouret noz-deiz, hag e veac’h bet guella tiek a ioa er vro, hag o pe dastumet madou braz, hag e veac’h bet er c’hargou huela, ma n’oc’h euz ket great ho silvidigez, n’oc’h euz great netra : kollet oc’h euz ho poan, kollet oc’h euz hoc’h amzer, kollet oc’h euz peb tra, abalamour m’oc’h euz kollet hoc’h ene.