Buhez ar Sent/1894/Mathias

◄   Per Damian Mathias Tarez   ►



ann pevare var ’nn ugent a viz c’houevrer


SANT MATHIAS, ABOSTOL
————


Sant Mathias a ioa ganet e Bethleem, hag a oue skoliet mad enn he iaouankiz var ar Skritur Sakr. Heul a reaz hor Zalver epad ma prezege ann Aviel dre ar Judee, ha goude m’oa pignet Jezuz-Krist enn env, e oue choazet evit abostol e plas ann treitour Judas. Setu ama penaoz.

Goude m’oa pignet hor Zalver enn env, ann Ebestel a zistroaz da Jerusalem. En em asambli a rejont neuze, ar Verc’hez Vari, ann diskibien all hag hi, enn eur gambr pe eur zal vraz, hanvet ar Senakl. Eno, epad dek devez dioc’htu, e tremenjont ho oll amzer o pedi, evit en em lakaat e stad da reseo ar Spered-Santel. Var dro c’houec’h-ugent a ioa anezho, ha lavaret e vije n’o devoa holl nemed eur galoun hag eur spered.

Eunn devez sant Per a gomzaz d’he vreudeur divar benn choaz eunn abostol all e plas ann treitour Judas. « — Gouzout a rit, emezhan, oa Judas unan ac’hanomp hag en doa ar memes karg ganeomp. Mes guerzet en deuz Jezuz, hor Mestr hag he hini, ha goudeze eo eat d’en em grouga. Red eo brema choaz enn he blas eunn all hag a zo bet eveldomp test euz a vuez hor Zalver, azalek ma oue badezet gant Iann betek m’eo pignet enn env. »

Ann Ebestel hag ann diskibien all a zonjaz dioc’htu e Joseph Barsabas, leshanvet ar Just, hag e Mathias. O veza eta pedet ann Aotrou Doue da ziskouez he-unan pehini euz ann daou-ze a ioa guella ganthan a vije hanvet da abostol, e rejont da Joseph Barsabas ha da Vathias tenna d’ar zort. Hogen, ar zort a gouezaz var Mathias, hag hema a deuaz evelse da veza ann daouzekved abostol e plas Judas.

Goude beza resevet ar Spered-Santel da zeiz ar Pantekost, ann Ebestel a ingalaz etrezho ann holl broiou a ioa anavezet d’ann ampoent, evit kaout peb hini he dachenn da brezeg ann Aviel. Sant Mathias en devoue ar Judee evit he lod, ha kerkent ec’h en em lakeaz da redet euz ann eil kear d’eben, euz ann eil karter d’egile. enn eur embann e peb leac’h oa Jezuz-Krist ar Mesias pe ar Zalver a c’hortozet abaoue keit amzer. Ne ehane da ziskouez ar virionez-ma d’ar Iuzevien dre desteniou sklear tennet euz ar Skritur Sakr, ha bez’en devoue ann eur da c’hounit eleiz anezho d’ar feiz kristen. Mes kalz re all ive a jomaz aheurtet enn ho dallentez, hag a glaske ober goasa a c’hellent d’ann abostol kalounek.

He gas a rejont eunn devez dirak ar belek braz Ananus. Eno Mathias a ziskleriaz adarre a vouez huel oa Jezuz-Krist Mab da Zoue. « — Ann dra-ze, emezhan, a zo eunn dra anat dioc’h ar pez a zo merket er Skritur, ha dioc’h ar pez en deuz great Jezuz he-unan epad m’edo var an douar. » « — Ne c’houzoc’h-hu ket, eme Ananus, eo ar blasphem eunn torfed hag a virit ar maro ? »

« — Jezuz a zo Mab da Zoue, » a lavare ato ann abostol heb aoun ebed. O klevet eunn hevelep respount, ar belek braz a lakeaz he vizied da stanka he ziouskouarn; hag a griaz a bouez-penn enn eur skrigna he zent : « — Blasphemet en deuz! Ar maro d’ar blasphematour! »

Mathias a oue koundaonet da veza labezet, da lavaret eo, lazet a daoliou mein. Epad m’edot oc’h he labeza, e c’houlennaz ma vije lakeat enn he vez daou euz ar vein a vannet outhan, evit servichout da desteni euz ar feson m’en doa achuet he vuez.

Abarz ar fin, o veza ma talc’he bepred he zaouarn astennet etrezek ann env, e oue trouc’het he c’houzoug d’ezhan gant eur vouc’hal evit heul giz ar Romened. He verzerenti gloriuz a erruaz var dro ar bloaz 63 goude donedigez hor Zalver.


SONJIT ERVAD

Judas, bet er skol gant Jezuz-Krist he-unan ha galvet ganthan da veza abostol, en deuz great eunn implij fall euz ar grasou-ze hag a zo deuet da veza eunn treitour, da goueza erfin enn dizesper ha d’en em zaoni. Goude eunn hevelep kentel, piou a gredfe beza dinec’h ha dienkrez e kenver he zilvidigez? N’euz fors piou e veac’h, n’euz fors peger santel e ve ho puez, o pezet ato aoun d’en em goll ha beillit bepred varnhoc’h hoc’h-unan; rak ne vezo salvet nemed ann hini en devezo kendalc’het betek ar fin.