Buhez ar Sent/1894/Paol ar Groaz

◄   Zita Paol ar Groaz Per, Merzer   ►



ann eizved var ’nn ugent a viz ebrel


SANT PAOL AR GROAZ
————


Paol ar Groaz a ioa ganet enn Itali a dud a lignez huel. Doue hag ar Verc’hez-a ziskouezaz dre verkou anat e tlie beza eunn deiz eur zant braz. Enn noz ma teuaz er bed, e oue gueled eur sklerijenn gaer ha burzuduz o para e kambr he vamm, ha goudeze, o veza kouezet enn eur ster zoun d’ar mare ma’z oa c’hoaz krouadurik, e oue saveteet he vuez d’ezhan gant ar Verc’hez.

Kenta implij a reaz euz he skiant a oue trei he galoun varzu Jezuz stag ouz ar groaz. Eunn dudi oa evithan medita var basion hor Zalver, hag evit saouri guelloc’h ar blijadur-ze ec’h en em voazaz abred da gastiza he gorf dre ar iun ha dre bep seurt pinijennou. Bep guener e kemmeske vestl ha guinegr gant ann dour pe ar guin a eve.

Kement a ioul en doa da veza merzer ma lakeaz he hano da vont gant soudarded Veniz da ober brezel d’ann Turked, ha setu hen enn hent prest goude ; mes Doue a roaz da anaout d’ezhan, a greiz m’edo o pedi, oa galvet da heul eunn arme santeloc’h, ann arme a zo he labour difenn ann Iliz ha santifia ann dud. Kuitaat a eure eta ar vicher a zoudard evit distrei d’ar gear.

Neuze e oue aliet da zimezi. Kaout a rea eur fortun euz ar re gaera, eur vaouez euz ar re fura, hag holl danvez he dad a ioa d’ezhan dioc’htu mar karje. Mes Paol n’en doa ken sonj nemed da gerzet var roudou Jezuz stag ouz ar groaz, ha raktal e troaz kein d’ar bed evit beva hervez kuzuliou ann Aviel.

He eskop o veza roet d’ezhan eur zae dister, great gant mezer groz, Paol a resevaz ar zae-ze evel eunn tenzor euz ann env, hag he guiskaz gant joa. Goudeze ez eaz da Rom da studia ann theoloji; rak aoun en doa ne vije ket c’hoaz desket aoualc’h var ar skianchou sakr. E Rom e oue beleget gant ar pab Beneat XIII, ha neuze ec’h en em dennaz var eur menez el leac’h ma savaz eur goumpagnunez nevez a venac’h hag a reer Pasionisted anezho. Ar venac’h-ma a zo guisket e du hag a zoug merkou ar basion var ho dillad. Ar Verc’hez Vari he-unan e devoa lavaret d’ar Zant kemeret ar viskamant-se. Ar goumpagnunez nevez e devoue mil boan er penn kenta; mes kreski a reaz bepred gant sikour gras Doue, ha guelet e oue tud euz ann nopla goad oc’h en em lakaat ennhi.

Ar reolenn a vuez en doa roet ar Zant d’he venac’h a oue kavet mad gant ar pab. Hogen, hervez ar reolenn-ze, ar venac’h a dlie, ouspenn ann tri veu ordinal, ober veu c’hoaz da brezeg dreist peb tra var basion ha maro hor Zalver. Paol hag he Vreudeur a viraz ato ar veu-ma, ha ne c’houfe den niveri ar bec’herien, ha zoken ann heretiked hag ann dud n’o doa tamm feiz na tamm relijion ebed, o deuz gounezet evelse da Zoue. Ar Zant a brezege gant kement a garantez ha kement a nerz er memes amzer ma tirolle da lenva a greiz he zarmouniou, ha kerkent ar re a veze oc’h he zelaou a lenve ive asambles ganthan, hag a c’houlenne pardoun ouz Doue gant guir geuz d’ho fec’hejou, n’euz fors pegen aheurtet ha peger kaledet e vijent bet diagent.

Kaloun Paol ar Groaz a ioa evel eur forn goret dre ann tan euz a garantez Doue, hag ann tan-ma a ioa ker krenv ma veze devet he roched var he gerc’henn ha ma teue he gostou da c’houeza. N’oa ket evit lavaret ann offerenn heb beza beuzet enn he zaelou, abalamour ann offerenn a zigase da zonj d’ezhan euz a basion hag euz a varo Jezuz-Krist. Aliez e veze douget a spered betek ann env var diouaskell ar garantez, hag avechou zoken he gorf a veze dibradet dioc’h ann douar; neuze he benn a veze skeduz evel ann heol.

Doue her c’hargaz a bep seurt grasou dreist-ordinal. Rei a rea da anaout ar pez a dlie erruout enn amzer da zont, koumpren ha parlant a c’helle langachou ha n’en doa desket biskoaz, ha bez’en doa ive ann donezoun a viraklou. Mes, petra bennag m’oa karet gant ar pabed ha respetet gant ar veleien ha gant ann dud fidel, Paol en em gemere ato he-unan evit eunn den ha n’oa mad da netra, evit eur pec’her paour hag a ioa din da veza breset etre treid ann dud ha zoken etre treid ann drouk-sperejou.

Beva a reaz koz-koz, ha mervel a eure erfin e Rom er bloaz 1775, goude beza aliet he Vreudeur er feson ann denera da zelc’her mad d’ar stad santel m’oant bet galvet d’ezhan gant Doue. Ar burzudou a c’hoarvezaz var he vez a reaz d’ar pab Pi Nao he ziskleria euruz hag he lakaat goudeze e renk ar Zent.


SONJIT ERVAD

Muioc’h a virit zo, var a lavar santez Thereza, o vedita var basion ha maro hor Zalver eget na’z euz o iun divar bara ha dour. E guirionez, n’euz netra guelloc’h evit rei d’eomp da goumpren pegement a garantez en deuz bet Doue evidomp ha pegement a garantez a dleomp da gaout evithan d’hon tro. Kasit eta ho spered, aliesa ma c’hellot, da ober eur bale d’ar jardin olived, da di Gaiphas ha da di Bilat, ha dreist holl var menez Kalvar. Eno e velot petra en deuz great ha gouzanvet eunn Doue dre garantez evidhoc’h, ha petra dleit da ober ha da c’houzanv hoc’h-unan dre garantez evithan.