Buhez ar Sent/1894/Perpetua

◄   Ann daou-ugent Merzer Perpetua Paol, Eskop   ►



ann unnekved devez a viz meurs


SANTEZ PERPETUA, MERZEREZ
————
(Gouel ar zantez-ma a errue d’ar seiz euz ar miz)



Santez Perpetua a ioa ganet e Karthaj, enn Afrik, e tro ar bloaz l80 goude donedigez hor Zalver. Hervez ann doare, he mamm a ioa kristenez; mes he zad a ioa paian hag eur paian aheurtet. Goulskoude e karie Perpetua dreist he holl vugale all. Houma a ioa dimezet hag e doa nevez bet eur c’hrouadur. Ne oa nemed daou vloaz var’nn ugent pa skuillaz he goad evit ar feiz. Hogen, o veza ma skrivaz he-unan histor he merzerenti enn deiz kent he maro, guella tra on euz da ober eo merka ama ar pez e deuz skrivet.

« Araok ma ouenn kaset d’ar prizoun, emezhi, e teuaz va zad d’am c’haout enn esper lakaat ac’hanon da nac’h va feiz. Ha setu me ha lavaret d’ezhan :

« — Va zad, guelet a rit ar pod pri a zo aze ?

— Ia, emezhan, her guelet a rann.

— Daoust, eme ve, hag e c’heller rei d’ar pod pri-ze eunn hano all dishenvel dioc’h arm hini en deuz ?

— Nann, eme va zad, ne c’heller ket.

— Mad, a respountiz d’am zro, na me ken nebeut ne c’hellann beza nemed ar pez ma’z ounn, da lavaret eo, kristenez. »

« Neuze va zad a lammaz ganen egiz p’en devije bet c’hoant da ziframma va daoulagad euz va fenn. Evelato ne reaz nemed va heja ha rei eunn taol bennag d’inn, ha goudeze ec’h en em dennaz mezek abalamour m’oann bet treac’h d’ezhan.

« Prest goude e ouenn kaset d’ar prizoun. Estlammi a riz oc’h erruout enn toull tenval hag heuzuz-se; rak ne c’houienn ket c’hoaz petra oa eur prizoun. Na me a gavaz hirr ann devez kenta ! Ar brizounierien a ioa harp oc’h harp ann eil ouz egile, ha ken tomm oa ma vennet mouga gant ar c’hor. Ouspenn-ze, ar zoudarded a ioa karget d’hon diouall ne ehanent da lavaret a bep seurt traou d’eomp. Evidon-me, ar pez a rea muia poan d’inn oa abalamour n’edo ket va c’hrouadur ganen.

« Dre druez ouzinn, daou avieler karantezuz a c’houlennaz ma vijenn lakeat enn eul leac’h all; ha var bouez paea ker aoualc’h e oue aotreet kement-se gantho. Eno, da vihana, e c’helliz kaout va halan. Ar pez a reaz c’hoaz muioc’h a joa d’am c’haloun oa guelet va c’hrouadur a oue digaset d’inn, rak ne oan nec’het gant netra nemet gant ar bugel paour-ze.

« A benn eunn nebeut deveziou, e veliz va zad o tont d’ar prizoun ; klevet en doa e vijenn galvet heb dale dirak ar barner. He benn a ioa tenval : « — Va merc’h emezhan, bez truez ouz da dad, a zo dija koz, ha ne d-a ket d’ober d’inn beza mez ar vro. Bez truez ouz da vreudeur, ouz da vamm-gaer hag ouz da grouadur. Hema ne c’hello mui chom beo mar marvez da-unan, ha ni, penaoz e kredimp-ni bale hiviziken hag en em ziskouez dirak ann dud mar bezez-te lakeat d’ar maro dre zaouarn ar bourreo ? » Enn eur gomz evelse e poke d’am daouarn, ha goudeze ec’h en em strinkaz d’am zreid enn eur vouela dourek.

« He gonzoli a riz guella ma c’helliz enn eur lavaret d’ezhan :

« — Va zad, ne erruo ganen nemed ar pez a blijo gant Doue : Hen eo ar Mestr, ha red e d’eomp soubla d’he volontez. » Var gement-se ec’h en em dennaz kuit glac’haret-holl hag evel pa vije eat e dizesper.

« A greiz m’edon gant va lein, e teujot d’am c’herc’hat evit va c’has dirak ar barner. Va zad a ioa eno ive, hag asambles ganthan eur mevell hag a zouge va c’hrouadur etre he zivreac’h.

« Ar barner a gomzaz ouzinn evelhenn : « —Petra, emezhan, n’och euz damant ebed da vleo guenn ho tad, n’oc’h euz damant ebed d’ar bugel-ma a deui dre ho maro da veza eunn emzivad keaz ? Kinnigit ezans d’ann doueou evit iec’hed ann impalaered.

« — Ne rinn ket, eme ve.

« — Kristenez oc’h eta, eme ar barner ?

« — Ia, kristenez ounn, » a respountiz raktal.

« Neuze ar barner a reaz d’am zad mont d’ar gear, ha goudeze e koundaonaz ac’hanon da veza dispennet gant al loaned. »

Ama ec’h echu ar pez a zo bet skrivet gant ar Zantez. Merka a ra c’hoaz evelato e tremene he holl amzer er prizoun o pedi Doue, hag e velaz eunn nozvez er purkator eur breur bihan d’ezhi hag a ioa maro d’ann oad a zeiz vloaz. Divar neuze ne ehane da c’houlenn truez evit ar breurik paour-ze, hag abarz ar fin Doue a roaz d’ezhi da anaout oa peur-c’hreat he binijenn ganthan, ha n’edo mui er boan, mes e koumpagnunez ann elez er baradoz.

Perpetua a ieaz d’ar maro joauz ha laouen egiz pa vije o vont da eur fest. Laosket e oue varnhi eur vioc’h gouez pennfollet ; mes houma ne reaz nemed regi he dillad d’ezhi : setu ma oue renket he c’has d’ar bourreo da zibenna. He merzerenti gloriuz a erruaz er bloaz 202 goude donedigez hor Zalver.


SONJIT ERVAD

Ar zantez-ma a zo chomet fidel da Jezuz-Krist enn despet d’ar pez a reaz he zad hag ar barner evit he distrei ; ha ni siouaz ! ann distera tra a ra d’eomp mankout d’hor rezolusionou. Ped guech n’on euz-ni ket lavaret da Zoue ne gouezchemp mui er pec’hed-ma pe er pec’hed-z-hont, ha prest goude ez eamp adarre a enep hor ger ? Ann dra-ze a ziskouez n’or boa ket eur guir volontez da jench buez, mes eur c’hoantegez vean hebken. Hogen, evit beza salvet, n’e ket aoualc’h lavaret ober, red eo ober e guirionez. Petra zervich da eur vezenn dougen bleun, ma ne zoug ket a frouez ? Ar rezolusionou a zo henvel ouz ar bleun, mes ann oberiou eo ar frouez. Difiziomp euz hor promesaou ma ne deu ket ar frouez da heul.