◄   Jerom Remi Ann Elez Gardian   ►



ar c’henta devez a viz here


SANT REMI, ESKOP
————



Remi a ioa ganet e kear Laon a dud a lignez huel. Ar re-ma a ioa dija var ann oad pa deuaz er bed, hag hen resevaz digant Doue evel eur bugel a vennoz. Ne espernjont netra evit rei d’ezhan eunn deskadurez kristen, ha rekoumpanset mad e ouent evit ho foan ; rak ne zaleaz ket da ober henor d’ezho dre he furnez, he zevosion hag he vouiziegez.

Ne oa c’hoaz nemed daou vloaz var’nn ugent pa oue hanvet da eskop e Reims, kaer en devoue klask miret. Ann iskibien all euz ar vro a zonje e c’hellet rei dispans a oad d’ezhan abalamour d’he virit dreist-ordinal. E guirionez, a veac’h e oue sakret eskop ma tiskouezaz oa din euz ar choaz a ioa bet great anezhan enn despet d’he iaouankiz.

Biskoaz eskop ne oue aketusoc’h da holl zeveriou he garg. Tremen a rea he amzer o pedi, o vedita hag o kelenn he bobl, ha ne ehane da labourat a laz-korf evit silvidigez ar bec’herien, ann heretiked hag ar baianed. Prezeg a rea gant kement a nerz ma oue hanvet gant meur a hini eunn eil sant Paol, hag enn he brezegennou ec’h en em zave dreist peb tra a enep ar pec’hejou vil ha mezuz, a laka ann den da veza henvel ouz al loaned ha da goueza zoken izeloc’h egetho. Gant ann dra-ze oa leun a garantez e kenver ar beorien, ha guerza a eure he holl zanvez evit pourvei d’ho ezommou.

Sant Remi eo a vadezaz Klovis, roue Frans, pa zilezaz servich ann idolou evit adori ar guir Doue, goude ar viktor en doa gounezet e Tolbiak. Ar seremoni-ma a oue great gant eur zolanite vraz ha dirak eur maread eskibien all. Ar roue a oue kerc’het d’ann iliz gant ar prosesion, enn eur gana al litaniou ; sant Remi a ioa krog enn he zorn, ha varlerc’h e teue ar rouanez, santez Klotild, hag ar bobl. Ann tiez a ioa stegnet a bep tu d’ar ruiou, ha var ar re-ma ez oa ledet pallennou kaer. Ouspenn-ze, enn iliz ez oa bet devet louzou a c’houez vad hag ez oa eleiz c’houlaou var elum.

Pa erruaz Klovis eno, e kave d’ezhan edo dija er baradoz. « — Ama, emezhan, eo ema rouantelez Jezuz-Krist, el leac h m’oc’h euz lavaret d’inn e vijenn digemeret eunn deiz. » « — Nann, eme Remi, n’e ket ama eo ema ; mes dre ama ez eer di. » D’ann ampoent m’edont ho daou o lakaat ho zreid e chapel ar mean-fount, ar Zant a lavaraz d’ar roue : « — Soublit ho penn, Sikambr (Klovis a ioa euz a vouenn ar Sikambred), adorit ar pez oc’h euz devet bete vrema, ha devit ar pez oc’h euz adoret. »

Goudeze e roaz d’ezhan ar vadiziant. Mes ann hini a ioa karget euz ann oleo sakr n’en doa ket gellet tostaat, kement a dud a ioa enn iliz. Neuze Remi a reaz eur bedenn da Zoue, ha kerkent e tiskennaz euz ann env eur goulm guenn-kann, eur vuredad oleo mirakuluz ganthi enn he beg. Ar Zant a verkaz penn Klovis gant ann oleo mirakuluz-ma, hag ar pez a jome er vured a zervichaz hiviziken da zakri rouaned Frans ; rak ar vured-se a oue miret ato e Reims gant kalz a respet.

Diou c’hoar da Glovis ha tri mil den euz he arme a oue badezet er memes devez. Sant Remi a boaniaz da skleraat sperejou ar re a zalc’he c’hoaz d’ho doueou faoz, ha gant sikour ar roue e teuaz a benn da c’hounit ann darn vuia anezho da feiz Jezuz-Krist. Abalamour da ze en deuz meritet beza hanvet Abostol ar Fransizien.

Ar zant-ma a ioa brudet dre he viraklou. Eunn droiad e tigasaz adarre e buez eur plac’h iaouank hag a ioa nevez maro, hag eunn droiad all e roaz ar prezeg da eunn heretik hag a ioa deuet da veza mud enn eunn taol kount. Erfin, goude beza gouarnet he eskopti epad ouspenn dek vloaz ha tri-ugent, ez eaz da reseo enn env ar rekoumpans dleet d’he vertuziou ha d’he labouriou, d’ann trizek a viz genver euz ar bloaz 533, er pevarzekved blavez ha pevar-ugent euz he oad.


SONJIT ERVAD

Enn he brezegennou sant Remi en em zave dreist peb tra a enep ar pec’hejou vil ha mezuz. Rezoun en devoa ; rak ar seurt pec’hejou-ze, ouspenn ma lakeont ann den da goueza e renk al loaned, hag izeloc’h ken, a gas anezhan var ehun d’ann ifern. Karomp eta ar burete, ha bezomp ato var evez evit en em ziouall dioc’h kement tra a c’hellfe beza kountrol d’ezhi. O purete, o chastete, o vertuz ann elez, peger kaer oc’h-hu ! Pegen din oc’h-hu da veza karet ! Pegement e plijit-hu da Zoue, ha pegen talvouduz oc’h-hu evit ann den !