Buhez ar Sent/1894/Robert

◄   Norbert Robert Medard ha Godard   ►



ar seizved devez a viz even


SANT ROBERT, ABAD
————


Ar zant-ma a ioa ganet enn eskopti Iork e Bro-Zaoz, hag a oue savet e doujans Doue gant he dad hag he vamm. O veza c’hoaz bihanik, oa guell ganthan chom er gear da studia ha da lavaret he Baler eget mont da c’hoari gant ar vugale all. Reseo a eure evelse eunn deskadurez vad ha kristen, ha pa oue deuet enn oad, e oue beleget hag hanvet da bersoun enn he vro. Mes ar c’hoant en doa da veva pell dioc’h trouz ar bed a reaz d’ezhan kuitaat he barrez evit en em denna enn eur gouent euz a Urs sant Beneat. Goulskoude n’en em blijaz ket eno ken nebeut, marteze abalamour ne gave ket ann Urs-se striz aoualc’h. Abarz ar fin ez eaz gant eunn den santel, he hano Richard, da eur gouent nevez el leac’h ma tliet heul ar reolenn a vuez a viret e kouent Sito e Frans.

Er gouent nevez-ma, Robert a oue evit ann holl eur skouer a basianted, a humilite hag a binijenn. Kregi a rea stard el labour, aketuz oa d’ar bedenn, ha ne ehane da lenn ar Skritur Sakr ha da vedita goudeze var ar pez en deveze lennet. Gant ann dra-ze c’hoaz e roe d’ar re all kuzuliou leun a furnez, hag e veze ato chentil ha laouen e kenver peb hini

Ne oa nemed pemp bloaz abaoue m’en doa great he veuiou pa oue hanvet da abad enn eur gouent all euz he Urs ; ar gouent-ma a ioa nevez savet gant eunn dijentil euz ar vro e kichen Morpeth enn eskopti Iork. Mont a eure di gant daouzek manac’h euz ar re vella, ha kerkent e sonjaz ne oa bet lakeat da vestr var ar re all nemed evit diskouez ann hent d’ezho hag ho c’helenn muioc’h c’hoaz dre he oberiou eget dre he gomzou.

Ken nebeut e tebre m’en deveze naoun ato pa zave dioc’h taol, hag epad ar c’horaiz e iune bep bloaz divar bara ha dour. Ar pez a jome euz he zilerc’h a veze roet d’ar paour dre he urs. Eunn devez, goude Pask, ne c’helle dibri tamm ; donjer en doa euz ar boued, ha ne gave saour gant netra. Setu hen neuze ha lavaret d’ar Breur a ioa o servicha taol : « — Daoust, emezhan, ha ma tigasfac’h d’inn eunn tamm hara kerc’h hag-amann ? Marteze e kavinn mad ann dra-ze. » Ar Breur a redaz da gerc’hat ar pez a c’houlenne ann abad ; mes pa oue lakeat ar bara kerc’h hag ann amann dirazhan, ar Zant ne falvezaz mui d’ezhan touch outho. Mez a ioa savet ganthan abalamour m’en doa klasket, var he veno, ober re a stad euz he gof, hag aoun en doa da zeski evelse he venac’h da veza re lipouz. Lavaret a reaz eta kas ar bara hag ann amann-ze d’ar beorien a ioa e toull dor ar gouent.

D’ar mare-ze e veve sant Bernard, gloar Urs Sito, ha sant Bernard ha sant Robert a ioa mignouned vraz petra bennag m’edont pell ann eil diouz egile ; rak sant Bernard a ioa e Frans ha sant Robert e Bro-Zaoz. Hogen, ar zant-ma a oue kountet a bep seurt traou divar he benn abalamour ma’z ea avechou da velet eunn introun, en doa gounezet da Zoue hag e devoa ezomm euz he aliou mad. Ann dra-ze a reaz kalz poan d’ezhan, ha setu hen ha dont e Frans da ziskarga he galoun e kaloun he vignoun. Sant Bernard hen digemeraz evel eur breur, ha goude beza he gonzolet guella ma c’helle, e lavaraz d’ezhan distrei d’he gouent heb ober van euz ar pez a gountche ann teodou fall. Sant Robert a zentaz, hag a gendalc’haz da c’houarn he venac’h gant dousder ha furnez betek ma plijaz gant Doue he c’helver davethan. He varo euruz a erruaz d’ar 7 a viz even euz ar bloaz 1159.


SONJIT ERVAD

Sant Robert, o veza tamallet e faoz, a deuaz e Frans da ziskarga he galoun e kaloun sant Bernard. Mar oc’h euz eur boan bennag, n’e ket difennet ouzhoc’h klask en em zizamma eunn tammik o kounta ar boan-ze da eur mignoun ; mes red eo e ve ar mignoun-ma eunn den fur hag a zoujans Doue ; anez, ne c’houezo ket ann doare da lamet pe da skanvaat ar beac’h a zo var ho spered pe var ho kaloun. Ma ne c’hellit ket c’hoaz en em laouenaat goude kement-ze, bezet sonj euz ho Salver a oue tamallet e gaou ha ne lavaraz ket zoken eur gomz evit en em diveac’hia.