Buhez ar Sent/1894/Ruelin

◄   Leandr Ruelin Albin   ►



ann eizved var ’nn ugent a viz c’houevrer


SANT RUELIN, ESKOP
————


Ruelin a ioa ginidik a Vro-Zaoz, hag a deuaz da Vreiz-Izel asambles gant sant Tugdual. Keit ha ma chomaz ar zant-ma e Trebabu, Ruelin a jomaz ive; mez pa’z eaz sant Tugdual da brezeg ann Aviel dre ar vro, n’euz mar ebed na oue Ruelin unan euz ann daouzek a gasaz ganthan d’he zikour; rak sant Tugdual a garie Ruelin dreist he holl ziskibien all, hag he gaout a renke ato da ober koumpagnunez d’ezhan.

Sant Tugdual o veza goudeze savet eur gouent nevez e Landreger, var douarou ar roue Derok, sant Ruelin a ieaz ive di da jom, ha divezatoc’h, pa oue hanvet sant Tugdual da eskop ha pa lavaraz Doue d’ezhan kuitaat he eskopti eur pennad evit tec’het araok eunn nebeut tudchentil fallakr a glaske lamet he vuez diganthan, sant Ruelin a oue adarre he goumpagnoun. Var a gounter, sant Tugdual hag he vignoun en em dennaz neuze e kouent Trebabu pe e parrez Sant-Seo e kichen Montroulez, e leac’h ma’z euz c’hoaz hirio eur geriadenn hag a hanver Ruelin.

A benn pell goude, sant Tugdual o veza dija prest da vervel a oue pedet gant chalonied he iliz kathedral da joaz he-unan ann hini a dlie beza lakeat da eskop var he lerc’h. Ar Zant, o veza goulennet sklerijenn digant ar Spered-Santel, a joazaz Ruelin he ziskib muia karet, hag ar choaz-ma a oue kavet mad gant ann holl nemed gant Pergat, vikel vraz. Hema evelato ne ziskouezaz netra keit ha ma oue beo sant Tugdual; mes kerkent ha ma oue maro hag enterret, e klaskas freuza ar pez en devoa great. C’hoant beza eskop en doa he-unan, hag evel ma’z oa eunn den a spered hag eur prezeger dispar, lod euz ar veleien a droaz ganthan. Ar re all goulskoude a zalc’he ato da zant Ruelin abalamour m’oa bet choazet gant sant Tugdual, ha setu ne c’hellet ket en em glevet.

Evit trouc’ha berr var gement-se, e oue galvet ar re vouizieka euz ann dud a iliz d’en em asambli enn eur zal euz ann eskopti. A veac’h o devoa kemeret eno peb hini he blas ma veljont eur sklerijenn gaer o para er zal, ha sant Tugdual oc’h en em ziskouez dirazho gant he viskamant a eskop hag eur mintr skeduz var he benn. Ha setu hen ha trei dioc’htu oc’h Pergat, ha lavaret d’ezhan gant eur vouez rust e vije skoet abarz nemeur gant justis Doue ma ne guitaje ket ar zonj fallakr en doa lakeat enn he spered. O klevet ar c’homzou-ze, Pergat a c’houlennaz pardoun digant Ruelin, ha raktal ann holl a anavezaz ar zant-ma evit ho eskop. Var a gounter, Pergat a reaz pinijenn goudeze hag a deuaz he-unan da veza sant.

Ruelin a ioa dija brudet dre he zevosion hag he zeskadurez, ha dre he zousder hag he garantez e kenver he nesa. Eur vech sakret eskop, e poaniaz da gerzet bepred var roudou sant Tugdual, he vestr, ha da gemeret skouer diouthan evit ar pez a zelle ouz gouarnamant he eskopti. Aketuz oa eveldhan da holl zeveriou eur pastor mad, ha goude beza labouret gant kalz a frouez da gendelc’her ha da greski ar feiz ha doujans Doue etouez ar bobl a ioa enn he garg, e varvaz leun a veritou d’ann 28 a viz c’houevrer eur ar bloaz 641. Guech all ez oa e Landreger eur chapel savet enn he henor, ha Tregeriz o deuz bet ato eunn devosion vraz evithan.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma en deuz bet ann eur da veza diskib ha mignoun da zant Tugdual, unan euz a ebestel hor bro ger Breiz-lzel, ha goudeze pa oue hanvet da eskop enn he blas, e poaniaz da gerzet bepred var he roudou ha da gemeret skouer diouthan evit ar pez a zelle ouz gouanamant he eskopti. C’houi a zo bet ive kelennet ha karet enn ho pugaleach hag enn ho iaouankiz gant eunn tad hag eur vammi a zoujans Doue, gant mistri kristen ha vertuzuz. Diouallit eta da ankounac’haat ar c’henteliou hag ann aliou mad oc’h euz bet digantho, ha pa viot deuet da veza mistri d’ho tro, lakit ive ho poan da gerzet var ho roudou ha da gemeret skouer dioutho evit ar pez a zell ouz gouarnamant ho tiegez. Evelse e viot sent hoc’h-unan evel ho tadou hag ho mammou, evel ho tadou koz hag ho mammou koz ; rak ni, ken etrezomp Bretouned, a c’hell lavaret gant guirionez ez oump euz a vouenn ar Zent hag eur vez e ve evidomp ma ve kollet ar vouenn-ze enn hor bro.