Buhez ar Sent/1894/Sesilia

◄   Ar Verc’hez kaset d’ann templ Sesilia Klemant   ►



ann eil var ’nn ugent a viz du


SANTEZ SESILIA, GUERC’HEZ HA MERZEREZ
————


Sesilia a ioa ganet e Rom a dud pinvidik hag a lignez huel. He zad hag he mamm a ioa paianed, mes hi a ioa kristenez hag eur gristenez devot ha vertuzuz. Dindan he dillad alaouret, e touge bepred eur c’houriz reun, ha levr ann Aviel a veze ato ganthi var boull he c’haloun. Iun a rea diou pe deir guech er zizun, ha lavaret e devoa da Zoue ne devije biken ken pried nemed he Zalver Jezuz. Doue, evit he rekoumpansi, en doa roet d’ezhi eunn eal da zifenn he guerc’hded.

Goulskoude he zud a falvezaz dezho he dimezi da eur paian iaouank ; he hano Valerian, ha Sesilia a renkaz plega. Da zeiz ann eured, e oue eur banked kaer dioc’h ann noz, hag epad ar banked e oue kan ha muzik. Hogen, ar plac’h nevez a gane ive e goeled he c’haloun a-unan gant ann elez, ha setu ama petra gane : « — Va Doue, emezhi, grit ma chominn guerc’hez evit na gollinn ket va c’hurunenn. »

Goude ar banked e oue kaset d’he c’hambr, ha pa ne oue mui eno nemed he goaz hag hi, e komzaz evelhenn oc’h Valerian : « — Va mignoun, mem euz eunn dra da ziskleria d’ehoc’h ; mes red e d’ehoc’h toui d’inn da genta ne leverot ann dra-ze da zen all ebed. » « — Hen toui a rann, » eme Valerian. « — Mad, eme Zesilia, selaouit neuze : Doue en deuz roet d’inn-me eunn eal da zifenn va guerc’hded. » « — Pa velinn ann eal, me gredo ac’hanhoc’h, » eme Valerian. « — Evit guelet ann eal, eme Zesilia, e renker beza badezet hag adori ar guir Doue a zo he dron enn envou. » « — Ha piou a vadezo ac’hanon, eme Valerian, evit ma c’hellin guelet ann eal ? » « — Ar pab Urban, » eme Zesilia.

Var gement-se Sesilia a henchaz he fried da vont da gaout ar pab Urban, a veve dindan guz er meaz euz a gear etouez beziou ar verzerien. Ar pab santel-ze a vadezaz Valerian, goude beza he gelennet var misteriou ar feiz, ha pa deuaz hema en dro, Sesilia a ioa c’hoaz o pedi var bennou he daoulin, hag enn he c’hichen ez oa eunn eal skeduz evel ann heol. Ann eal a ioa diou gurunenn ganthan, hag a lakeaz unan anezho var benn peb hini euz ann daou bried, enn eur lavaret : « — Mirit ato ho kaloun hag ho korf pur evit ma viot din da zougen bepred ann diou gurunenn-ma a zigasan d’ehoc’h euz a jardin ar baradoz. »

Valerian n’oa bet biskoaz ken euruz ; mes c’hoant en doa en devije he vreur Tiburs perz enn he euruzded, ha Doue a roaz d’ezhan ar c’hras a rekete. Tiburs a zeskaz gant Sesilia ar guirioneziou euz ar relijion gristen, hag a oue badezet ive gant ar pab Urban. Prest goude, Valerian hag hen a skuillaz ho goad gand joa evit feiz Jezuz-Krist.

Sesilia a oue galvet d’he zro dirak gouarner Rom. « — Pe hano oc’h euz ? » eme ar gouarner. « — Ann dud a ra Sesilia ac’hanon ; mes va hano kaera eo va hano a gristenez. » « — Perak oc’h-hu ken hardiz dirazon-me ? » eme ar gouarner. « — Abalamour, eme Zesilia, va c’houstians ne rebech netra d’inn. » « — Ne c’houzoc’h ket eta peger braz eo va galloud ? » eme ar gouarner. « — Ha c’houi, eme Zesilia, ne c’houzoc’h ket peger braz eo galloud va fried-me. » « — Piou eo ho pried ? » « — Jezuz-Krist, va Zalver. » « — Gouzout a rann, eme ar gouarner, oc’h bet dimezet da Valerian. »

Gouarner Rom a goundaonaz Sesilia da veza devet ez-veo enn he zi. Mes, kaer a oue he lezel he-unan, epad eunn devez hag eunn nozvez, enn eur zal hag a ioa henvel ouz eur forn c’horet kement a dan a ioa great ennhi, ar Zantez n’e devoue drouk ebed. Neuze ar gouarner a roaz urs d’he dibenna. Mes ar bourreo, goude beza darc’hoet tri daol bouc’hal var he gouzoug, ne c’hellaz ket distaga krenn he fenn diouz he diouskoaz, ha Sesilia a vevaz c’hoaz tri devez er stad skrijuz-se. Dija e doa roet d’ar paour kement e devoa nemed he zi ; mes araok mervel e roaz ive he zi d’ar pab Urban evit ober eunn iliz anezhan, ha goudeze ez eaz erfin da reseo enn env ann diou gurunenn a verc’hez hag a verzerez d’ann 22 a viz du euz ar bloaz 232.


SONJIT ERVAD

Pegen din eo a respet ar re a gar hag a vir ar burete, pa zeu ann elez zoken da zifenn ho guerc’hded ! Peger braz drouk eo eta klask lamet digantho ann tenzor-ze heb he bar, ha nag hi a zo fallakr ar re a ra evelse labour ann diaoul enn eur zikour anezhan da goll ann eneou ! Ne gredan ket e ve eunn torfet all euzusoc’h eged hennez dirag Doue. Lakit evez eta na zeufac’h pe dre oberou pe dre gomzou d’ober d’ho nesa koll eur gurunenn ken skeduz.