Buhez ar Sent/1894/Soter ha Kaius

◄   Anselm Soter ha Kaius Jorj   ►



ann eil var ’nn ugent a viz ebrel


SANT SOTER HA SANT KAIUS, PABED HA MERZERIEN
————


Sant Soter a ioa ganet e kear Fondi e rouantelez Napl, hag a oue hanvet da bap goude maro sant Aniset. Enn he amzer ez oa eur rummad heretiked nevez hag a ioa seul-danjerusoc’h m’o devoa doare da ren eur vue kalet ha pinijennuz. Tertullian, unan euz ar brasa sperejou a ioa neuze, a oue touellet gantho siouaz d’ezhan! Ann heretiked-se a lavare e tlie ar merc’hed ober lod euz a labour ar veleien enn iliz.

Evit trouc’ha berr var ar poent-ma, sant Soter a zifennaz, ouz ar guerc’hezed santel zoken, kregi enn ezansouer epad ann offisou, ha touch ouz ar c’haliriou hag ouz al lien sakr a vez da dosta d’ezho.

D’ar mare-ze, e oue great adarre goall vuez d’ar gristenien dre urs ann impalaer Mark-Aorel. Hogen, sant Soter en devoa eur guir galoun a dad evit ann holl dud fidel, ha ne esperne netra evit ho c’hrenvaat er feiz hag ho zikour enn ho ezommou. Pa gleve hano euz a eur re bennag hag a ioa reuzeudik ha truezuz ho stad, e poanie dioc’htu da zastum. muia ma c’helle a aluzennou da gas d’ezho, dreist holl mar d-oant bet lakeat er stad-se abalamour d’ho relijion; ha d’ar re a deue d’he gaout da Rom e rea bepred eunn digemer leun a vadelez hag a garantez.

Etre daou, poblou gouez euz a gostez ann Hanter-Noz a bakaz Mark-Aorel hag he arme e kreiz koajou ha meneziou ar Bohem, hag a stankaz ann hent outho a bep tu. Ann impalaer hag he zoudarded a zonje dija oa great gantho; rak dare oant gant zec’hed ha ne c’hellent mont e nep leac’h da glask dour da eva. Mes etouez ar zoudarded ez oa eur maread kristenien. Ar re-ma en em strinkaz d’ann daoulin da bedi ann Aotrou Doue, ha kerkent e oue guelet koummoul teo o sevel enn oabl ha glao braz oc’h ober. Ar Romened o devoue evelse dour aoualc’h da derri ho zec’hed ha da rei da eva d’ho c’hezek. Hed ar c’helc’h a rea ho enebourien enn dro d’ezho n’e ket glao eo a ioa, mes kazarc’h, luc’hed ha kurun. Ar boblou gouez-se, dallet gant ann tan hag ar c’hazarc’h ha spountet gant trouz ar gurun, ne ouent mui goest d’en em zifenn a-enep arme Mark-Aorel, hag houma a c’hounezaz varnho eur viktor euz ar re gaera.

Ann impalaer, o veza bet he-unan test euz ar mirakl-ma, a ordrenaz lezel hiviziken ar gristenien e peoc’h. Mes, evit doare, ne zalc’haz ket d’he c’her pe ne oua ket sentet outhan; rak, a benn tri bloaz goude, sant Soter he-unan a oue merzeriet e Rom, d’ann 22 a viz ebrel euz ar bloaz 177. Pevar bloaz nemed nao devez a ioa abaoe m’edo o c’houarn ann Iliz.

Sant Kaius a ioa kar d’ann impalaer Dioklesian, hag a oue choazet evit pab d’ar seitek a viz kerzu euz ar bloaz 283. Hogen, Dioklesian a felle d’ezhan lamet euz ar bed betek ann hano a gristen; enn he amzer eta e oue great hu var ann dud fidel, evel var loened gouez, goasoc’h eget biskoaz, ha sant Kaius a renkaz chom dindan guz keit ha ma oue pab, kouls lavaret.

Eur zulvez ez eaz da offerenna da di eur c’hristen pinvidik hag en doa eur maner var ar meaz. Holl dud fidel Rom a ioa en em zastumet eno, hag ar Zant a gomzaz outho evelhenn : « — Doue a anavez ervad sempladurez ann den, hag a verk d’ehoc’h diou feson da ziskouez ho feiz. Ann diou feson-ze eo tec’het kentoc’h eged he nac’h, pe skuill ho koad evit he difenn. Ar re ac’hanhoc’h o deuz aoun n’o defe ket ann nerz da c’houzanv ar verzerenti a c’hell en em denna er maner en deuz mestr ann ti-ma var ar meaz, hag ar re all a jomo ganen-me e kear. »

Kaius hag ar gristenien a ioa chomet ganthan e Rom a dremene ho holl amzer o pedi, o iun hag o vouela, evit obten digant Doue ar c’hras da reseo kurunenn ar verzerien. He reseo a rejont peb hini d’he dro, ha tro ar Zant a erruaz d’ann 22 a viz ebrel euz ar bloaz 296. Gouarnet en doa ann lliz epad daouzek vloaz, pevar miz hag eunn nebeut deveziou, ha douget eul lezenn evit miret na vije sakret den eskop nemed resevet en devije dija ann Ursiou munud, ann Urs a abostoler, ann Urs a avieler hag ar velegiach.


SONJIT ERVAD

Euz ann tregont pab, pe var dro, a zo bet epad ann tri c’hant vloaz kenta euz an Iliz. n’euz nemed daou hag a ve maro enn ho guele ; ar re all a zo bet holl merzeriet evit ar feiz. Epad ann amzer-ze ive, goad ar gristenien a rede ato e korn pe gorn euz ar bed, ha p’edo ann ïmpalaer Dioklesian var ann tron, e c’heller lavaret e poullade e peb leac’h. Mes ar gristenien a iea neuze d’ar maro evit Jezuz-Krist evel ma’z eer brema da eur fest; rak gouzout a reant ne oa netra ar poaniou o devije da c’houzanv e skoaz ar c’hloar hag ann dudi a ioa ouz ho gortoz enn env. Troit ive aliez ho spered hag ho kaloun varzu ar baradoz, hag evelse ar pez a gavit brema tenn na pounner a deui da veza eaz ha skanv evidhoc’h.