Buhez ar Sent/1894/Stanislas Kostka

Moullerez A. Dumont, 1894  (p. 764-766)




ann trizekved devez a viz du


SANT STANISLAS KOSTKA
————


Stanislas a ioa mab da eunn dijentil braz euz ar Pologn, hag a zervichaz Doue euz a greiz he galoun kerkent ha ma oue enn oad da anaout ann drouk dioc’h ar mad. Evel eunn eal oa enn he vugaleach, ha kement e karie ar burete ma semple dioc’htu pa gleve lavaret eur gomz fall bennag, kement a heuz en doa ouz ann dra-ze.

Da genta, he dad a gemeraz eur mestr da ober skol d’ezhan er gear ; mes goudeze, pa oue krog enn he bevarzek vloaz, e oue kaset da gear Vienn enn Aotrich da skolach ann Tadou Jezuisted. Eno e tremene he holl amzer o pedi hag o studia ; bemdez e rea daou bennad medita, unan dioc’h ar mintin hag eunn all dioc’h ann noz, ha var evez e veze ato, dreist peb tra, evit pellaat dioc’h ar goal goumpagnuneziou.

Paol, he vreur kosa, a ioa er skolach asambles gantan. Hogen, ann impalaer o veza lamet digant ann Tadou ann ti el leac’h ma lojent ho skolaerien, ar re-ma a renkaz klask lojeiz e kear, ha Paol a ieaz gant he vreur da di eur protestant.

Stanislas en devoue poan eur merzer epad ann daou vloaz ma oue eno o loja. Rak Paol ne oa tamm henvel outhan : Paol a ioa den ar bed, ha ne ehane da ober goab anezhan ha d'he flipata abalamour m’oa troet var ann devosion ; avechou zoken e skoe ganthan. Mes Stanislas a lavare n’oa ket ganet evit kemeret he ebat var ann douar, mes evit beza euruz er baradoz goude ar vuez-ma ; ha var gement-se e kendalc’he da iun, da vont aliez da gommunia ha d’en em denna enn he bart he-unan evit pedi Doue hag ar Verc’hez.

Abarz ar fin e kouezaz klanv, hag oc’h en em velet e riskl da vervel, e c’houlennaz he zakramanchou diveza. Mes ar protestant a roe lojeiz d’ezhan ha d’he vreur a lavaraz ne c’houzanvche biken e vije digaset ann Aotrou Doue d’he di. Neuze ar c’hlanvour keaz en em erbedaz ouz santez Barba, hag ar zantez-ma a obtenaz d’ezhan ar c’hras da veza kommuniet gant ann elez.

Goudeze ar Verc’hez he-unan en em ziskouezaz dirazhan gant ar Mabik Jezuz etre he divreac’h, hag a ziskleriaz d’ezhan ne varvche ket c’hoaz. « — Mes red e d’ehoc’h, emezhi, en em voestla da zervich Doue enn Urs ann Tadou Jesuisted. » Bloaz a ioa dija m’edo ar zonj-se e spered Stanislas ; mes bete neuze n’en doa kredet he rei da anaout da zen all ebed.

Kerkent ha ma oue pare avad, e komzaz euz ann dra-ze da Jezuisted ann Aotrich ; mes ar re-ma ne felle ket d’ezho he gemeret gant aoun da denna droulans he dad, ha setu perak e kuiteaz kear Vienn dre laer da velet hag hen a gavche guelloc’h chans e leac’h all. He vreur Paol, o veza remerket oa tec’het kuit, a redaz var he lerc’h gant eur c’harr hag a ioa daou loan outhan. Mes ar c’hezek a jomaz a za enn eunn taol kount egiz pa vije sounnet ho divesker outho, ha Stanislas a c’hellaz mont ato gant he hent.

Erruout a reaz evelse e Rom goude beza bet kommuniet eur vech all gant eunn eal ha beza great tost da dri c’hant leo var he droad. Evel eur paour oa guisket ha ne veve nemed divar ann aluzenn. E Rom e oue resevet erfin enn Urs ann Tadou Jezuisted gant sant Fransez Borjia, a ioa d’ann ampoent superior jeneral euz ann Urs-se.

Mes ann den iaouank santel en doa dija gounezet he gurunenn. Ne oa ket c’hoaz dek miz abaoue m’edo er gouent pa lavaraz eunn deiz da unan euz ann Tadou, er penn kenta euz a viz eost: « — Gouel-Maria-Hanter-Eost a dle beza ive eur gouel kaer enn env ; me’m euz esper da vont di da zelebri ar gouel-ze. » O veza m’en doa doare da veza iac’h-pesk, ann Tad ne daolaz nemeur a evez ouz ar pez a lavare. Goulskoude, da c’houel sant Lorans, e klanvaz dioc’h ann abardaez, ha d’ar pevarzek euz ar miz e tiskleriaz e varvche enn noz varlerc’h. Reseo a reaz he zakramanchou diveza enn deiz-se, hag antronoz-vintin, var dro teir heur, e oue klevet o lavaret: « — Me vel Mari, va mamm, etouez ann elez. » Raktal goude e tremenaz e peoc’h, d’ar 15 a viz eost 1568, enn trivac’hved blavez euz he oad.


SONJIT ERVAD

Ann tadou hag ar mammou a gav diez avechou guelet ho bugale o vont d’ar gouent. Goulskoude peurvuia ar vugale-ze a ra ho brasa joa hag ho brasa gloar er bed-ma zoken, e leac’h ar re all a deu aliez da veza groaz pounner hag eur rann-galoun evitho.

Pa anavezont eta e c’halv ann Aotrou Doue unan bennag euz ho bugale, dever eunn tad hag eur vamm gristen eo lakaat muioc’h a evez ouz ar c’hrouadur-ze, evit ma tiouano ha ma kresko bepred ann haden zantel taolet enn he galoun gant dourn ann holl-c’halloudeg, hag a c’hellfe beza mouget dre zizursiou ha gual genteliou ar bed.