Buhez ar Sent/1894/Theodoz

◄   Guillou, Arc’heskop Sant Theodoz Beneat Biskop   ►



ann unnekved devez a viz genver


SANT THEODOZ, ABAD
————


Ar zant-ma, ganet e Kappados var dro ar bloaz 432, a oue savet e doujans Doue gant he dad hag he vamm. O veza bet karget eur pennad da lenn ar Skritur Sakr enn iliz, ar pez a lenne a ieaz ken doun enn he galoun ma c’hoanteaz kuitaat ar bed evit heul kuzuliou santel ann Aviel. Mes, da genta, e sonjaz mont da bardouna da Jerusalem, hag enn eur dremen dre ar Sirii e reaz eur vizit da zant Simeon Stilit. Ar zant-ma her zaludaz dre he hano kerkent ha m’her guelaz, hag a reaz d’ezhan pignat var he biller. Eno e vriataz anezhan gant karantez, hag e roaz d’ezhan da anaout oa galvet gant Doue da hencha eur maread tud da vont d’ar Baradoz.

Goude beza bet e Jerusalem, Theodoz en em dennaz enn eur garrek kleuz a ioa var eur menez distro, el leac’h ma lavaret oa bet ann tri roue euz ar Zao-Heol o loja enn eur zont euz a Vethleem. Er garrek-se e tremene he holl amzer o pedi Doue hag oc’h ober pinijenn. Ne zebre morse tamm bara ebed ; frouez ha louzeier glaz, setu aze he holl vevans, hag ar c’hustumm-ze a viraz betek enn he gozni.

O veza klevet e pe leac’h oa en em dennet, kalz tud a c’hoanteaz mont da veva enn he goumpagnunez. Mes ne resevaz nemed c’houec’h pe zeiz, hag ar gentel genta a roaz d’ezho a oue sonjal aliez er maro. Kredi a rea ne oa netra guelloc’h eged ar zonj euz ar maro evit rei d’ann den nerz da drec’hi he dechou fall ha tiz d’en em zantifia.

Eur mirakl braz, c’hoarvezet e tro ar mareou-ze, a gasaz betek ar broiou pella ar brud euz a Dheodoz, hag heb dale e oue a bep seurt tud, tud a lignez huel, tud pinvidik ha tud desket, o tiredet a bep tu d’he gaout. Ar Zant a zavaz eur gouent evitho, hag er gouent-ma e oue kement a venac’h abarz ar fin ma’z oa evel eur gear ; mes eur gear zantel el leac’h ma rene ar peoc’h hag ar garantez, hag eur gear zioul el leac’h ne glevet ken trouz nemed trouz ar bedenn hag al labour. Theodoz a lakea he venac’h da labourat var a bep seurt micheriou ; rak gouzout a rea pegen danjeruz eo ar feneantiz. Enn eur labourat avad n’o doa ket a gounje da gaozeal. Evelse, petra bennag m’oant ouspenn mil er gouent, e vije lavaret avechou ne oa den ebed.

Er meaz euz ar gouent ez oa c’hoaz lojamanchou all evit ar beorien, ann dud klanv, ann dremenidi hag ar re a iea da bardouna da eur plas santel bennag. Rak Theodoz a roe digemer d’ann holl : ouspenn oc’h kant taol en deuz bet servichet da zibri avechou, enn eun devez hebken, d’ann dud dianveaz. Enn despet d’ann tregas en doa, he galoun a veze ato e peoc’h egiz pa ne vije bet den var he dro, hag eunn dudi oa guelet ann urs a zalc’he etouez kement all a dud.

Enn he gozni, ar zant-ma a zifennaz ar feiz katholik, a-unan gant sant Sabas, a enep ann impalaer Anastaz. Ann impalaer-ma her c’houndaonaz da veza kaset er meaz euz ar vro ; mes prest goude e oue lazet he-unan gant ar gurun, ha Theodoz a c’hellaz distrei d’he gouent, el leac’h ma vevaz c’hoaz unnek vloaz. Mervel a eure d’ann oad a c’houec’h vloaz ha kant, goude eur c’hlenved hirr hag a roaz tro d’ezhan da greski muioc’h-mui he virit dirak Doue, ha da greski ive dre eno ar rekoumpans a ioa ouz he c’hortoz er Baradoz.


SONJIT ERVAD

Eunn dudi oa guelet ann urs a ioa e kouent sant Theodoz. Eno he amzer a ioa merket da bep tra hag he labour da bep hini. Ra vezo ive, tadou ha mammou, mistri ha mestrezed, peb tra great enn he boent enn ho ti, ar bedenn, al labour, ar prejou, ar chousked. Ra vezo, dreist holl, peb tra great hag evit Doue hag hervez Doue ; evelse, ho ti a vezo ive e guirionez eunn ti a urs, eunn ti santel, eunn ti karet ha benniget gant Doue.