Buhez ar Sent/1894/Thomas

◄   Dominik Silos Thomas Flavian   ►



ann unan var’nn ugent a viz kerzu


SANT THOMAS, ABOSTOL
————


Thomas a ioa ginidik euz ar Galilee, hag a heuliaz hor Zalver azalek ar blavez kenta ma’c’h en em lakeaz da brezeg ann Aviel dre ar Judee. Ann henor en devoue da veza choazet evit unan euz ann daouzek abostol, ha din oa euz ann henor-ze dre ar garantez vraz en doa evit he Vestr. Pa falvezaz d’hor Zalver mont da Vethanii da rei adarre ar vuez d’he vignoun Lazar a ioa nevez maro, ann diskibien all hen dizaliaz da vont di, enn eur lavaret : « — N’euz ket pell e klaske ar Iuzevien ho laza a daoliou mein, hag e fell d’ehoc’h distrei dioc’htu enn ho zouez ? » Mes Jezuz a respountaz : « Deomp ato ha kerkent Thomas a lavaraz d’ann diskibien all : « — Deomp, ni ive, evit mervel asambles gant hor Mestr. »

Epad ar goan diveza a reaz er bed-ma gant he ebestel, hor Zalver a gomzaz outho evelhenn : « — Mont a rann d’ho kuitaat ; mes dont a rinn enn dro d’ho kerc’hat evit ho kas ganen d’al leac’h ma vezin va-unan. Rag gouzout a rit da be leac’h ez ann hag anaout a rit ann hent. » Thomas a lavaraz raktal : « — Ne c’houzomp ket da be leac’h ez it ; penaoz eta e c’hellfemp-ni anaout ann hent ? » Neuze Jesuz a roaz d’ezhan ar respount kaer-ma : « — Me eo ann hent, ar virionez hag ar vuez. Den ne c’hell mont da gaout va Zad nemed dreizon-me. »

Enn deiz m’oa savet euz a varo da veo, hor Zalver en em ziskouezaz d’he ziskibien dioc'h ann noz, enn eur lavaret d’ezho : « — Ar peoc’h ra vezo ganehoc’h ! » Hogen, Thomas n’edo ket d’ann ampoent asambles gant ann diskibien all. Goulskoude ar re-ma a oue mall gantho mont da gounta d’ezhan ar pez a ioa erruet. « — Guelet on euz hor Mestr, » emezho. Mes Thomas a respountaz : « — Ne gredann ket ac’hanhoc’h, ha ne gredinn ket zoken ken na’m bezo guelet toullou ann tachou enn he zaouarn, ha lakeat va biz enn toullou-ze hag er gouli euz he gostez. »

A benn eiz deiz goude, hor Zalver en em ziskouezaz adarre d’he ziskibien, hag enn dro-ma Thomas a ioa asambles gant ar re-all. Jezuz a lavaraz evel ann dro genta : « — Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h ! » ha goudeze e komzaz evelhenn ouz Thomas : « — Digas da viz ama ha sell ouz va daouarn ; laka da viz ennho hag er gouli euz va c’hostez, hag, e leac’h diskredi, bez eunn den leun a feiz. » Thomas a respountaz raktal euz a greiz he galoun : « — C’houi eo va Aotrou ha va Doue ! » Neuze Jezuz a lavaraz d’ezhan ! « — Kredet ec’h euz, Thomas, abalamour ma’c’h euz guelet ; euruz ar re no deuz ket guelet hag o deuz kredet evelato ! »

Goude m’oa diskennet ar Spered-Santel var ann Ebestel da zeiz ar Pantekost, sant Thomas a ieaz da brezeg ann Aviel e kostez ar Zao-Eol. Kounta a reer e kavaz dre eno ann tri roue a ioa bet oc’h adori ar Mabik Jezuz e Bethleem, hag ho badezaz. Kas a eure ive Thadee, unan euz ann daouzek ha tri-ugent diskib, da gelenn Abgar, roue Edes, var guirioneziou ar feiz. Ar roue-ze, o veza klanv pell a ioa, en doa skrivet d’hor Zalver evit he bedi da vont d’he barea. Mes Jezuz en doa respountet ne c’helle ket mont he-unan. Kerkent avad ha ma vije pignet enn env, e kasche, emezhan, unan euz he ziskibien. Sant Thomas a gasaz eta Thadee evit seveni ar bromesa great gant hor Zalver, hag Abgar a oue pareet ha badezet goudeze asambles gant holl dud he di.

Ann abostol-ma a redaz, kouls lavaret, kement bro a ioa enn Azii betek ann Indez ; lod a lavar zoken ez eaz betek ar Chin. Ober a rea miraklou braz e pep leac’h, ha dre ar miraklou-ze e lakeaz eunn niver dreist kount a baianed da zilezel servich ho doueou faoz evit adori ar guir Doue en deuz krouet ann env hag ann douar ha kement tra a zo. Beleien ann idolou a egare o velet ann dra-ze, hag abarz ar fin ec’h en em glevchont da lamet he vuez diganthan. Lazet e oue gant eunn taol lans var eur menez el leac’h m’oa kustumm da vont da bedi bemdez, hag he gorf a oue enterret e Kalamin. Mes divezatoc’h e oue digaset ac’hano da Edes, ha goudeze darn euz he relegou a oue roet da veur a iliz all.


SONJIT ERVAD

Dre eunn taol euz a Brovidans Doue eo n’en em gavaz ket sant Thomas asambles gant ann diskibien all ar vech genta ma’c’h en em ziskouezaz hor Zalver dirazho goude m’oa savet euz a varo da veo. Kement-se a zo c’hoarvezet evit ma vijemp-ni startoc’h enn hor feiz. A dra zur, testeni ann ebestel all hag hini ar gragez santel a ioa aoualc’h evit ober d’eomp kredi oa deuet Jezuz-Krist euz he vez leun a vuez. Mes testeni sant Thomas a ro eunn nerz nevez d’hor c’hredenn. Sant Thomas en doa lavaret : « — Ken n’am bezo guelet toullou ann tachou enn he zaouarn ha lakeat va biz enn toullou-ze hag er gouli euz he gostez, me ne gredinn ket. » Mad, he c’houlenn a oue roet d’ezhan. Guelet a reaz toullou ann tachou e daouarn he Vestr, hag ar gouli euz he gostez digor, ha lakaat a c’hellaz he viz ennho. Piou ac’hanomp a c’hellfe diskredi pe doueti goudeze ne ve savet e guirionez hor Zalver Jezuz-Krist euz a varo da veo ?