altrud a ioa merc’h da zant Valbert ha da zantez Bertill,
ha c’hoar da zantez Aldegond. Enn amzer ma’z oa
c’hoaz bihanik, e oa aketuz da zelaou ar c’henteliou mad
a roe d’ezhi he mamm ha d’ho lakaat da dalvout evit he
zilvidigez. Ne anavezaz ar bed nemed evit ober fae
varnhan ; rak ne d-ea nemed el leac’h ma’z ea he
mamm, hag he mamm ne oa ket he giz darempredi ar
bed.
Evit ober plijadur d’he zud e timezaz d’ar c’hount Madeljer, ha bez’e devoue pevar grouadur hag a varvaz ho fevar egiz sent. Ar c’hount Madeljer, o velet devosion ha vertuz he bried, a deuaz he-unan da gasaat ar bed. En em denna a eure enn eur gouent gant asant Valtrud, ha goude he varo e oue henoret ive evel sant. Valtrud a jomaz c’hoaz daou vloaz gant he bugale ; mes da fin ann daou vloaz-se e falvezaz d’ezhi d’he zro kuitaat ar bed a-grenn evit en em rei holl da zervich Doue.
Pedi a reaz eunn dijentil euz he c’herent da zevel eunn ti evithi var ar menez el leac’h m’ema brema kear Mons er Beljik. Ann dijentil a zavaz eunn ti braz ha kaer; mes Valtrud, o veza eat d’he velet, a ziskleriaz grons ne lojche biken enn eunn ti evel hennez. Red e oue eta sevel eunn all disteroc’h, ha kerkent ar Zantez a ieaz di da jom evit beva he-unan gant Doue.
Eno e tremene he holl amzer o pedi, o vedita hag oc’h ober pinijenn. Goulskoude ann drouk-spered ne ehanaz d’he zenti e mil feson. Avechou e rea dezhi sonjal pegen ebat oa he doare guech all er gear, e koumpagnunez he frid hag he bugale, ha pegen ebat e vije adarre mar karje distrei er bed. Avechou all e klaske he spountaha rei d’ezhi da gredi ne c’hellje ket padout da ren eur vuez ker kalet, hag e teuje da skuiza ha da inoui gant ann amzer. Avechou all erfin ec’h en em ziskoueze dirazhi dindan furm eunn den, hag e veze zoken hardis aoualc’h evit kregi enn he dorn. Mes, dre ar iun hag ar bedenn ha dre nerz sin ar groaz, Valtrud a oue treac’h ato da holl ardou ann aerouant.
Ar brud euz he vertuziou a reaz da eur maread merc’hed iaouank hag intanvezed kaout avi ouz he feson da veva. Goulenn a rejont beza resevet enn he c’houmpagnunez evit deski ganthi skiant ar Zent. Valtrud ho resevaz hag evelse e teuaz he zi da veza eur gouent leanezed el leac’h ma rene ar peoc’h hag ar garantez evel ma renont etouez ann elez. Ar Zantez a oue ann abadez pe ar zuperiorez genta euz ar gouent nevez-ma.
Petra bennag m’e devoa lezet he danvez gant he bugale, Valtrud e deveze c’hoant bepred da rei eur zikour bennag d’ar beorien. Hogen; Doue a rekoumpansaz meur a vech he bolontez vad enn eur lakaat he arc’hant da greski pa felle d’ezhi ober aluzenn. Doue a ziskleriaz c’hoaz he zantelez dre viraklou all. Eunn droiad e oue digaset d’ezhi eur c’hrouadur hag a ioa prest da vervel: n’en doa debret tamm pevar devez a ioa. « — Enn han’ Doue, eme ar vamm geaz, lakit ho torn var va bugel, ha marteze e pareo. » Valtrud a reaz ar peza c’houlennet diganthi, ha kerkent ar c’hrouadur a bareaz.
Eur pennadik goudeze e oue digaset eur bugel all hag a ioa nevez ganet. Hema a ioa kersempl ha ken toc’hor ma’z oa aoun na varvche heb badiziant. Mes Valtrud a ra sin ar groaz varnhan, ha ker buhan ar c’hrouadur a ra eur skrijadenn, a laosk eur c’hri hag a zigor he zaoulagad. Ar bugel-ze a ieaz da velek pa oue deuet da veza braz hag a jomaz da goza var ann douar.
Santez Valtrud a varvaz er bloaz 686, e tro ann oad a dri-ugent vloaz, hag a-c’houdevez kear Mons e deuz choazet anezhi evit he fatrounez.
O veza merc’h da zaou zant, c’hoar da eur zantez ha pried da eur zant all, Valtrud n’oa ket evit mankout da veza santez he-unan. Euruz ann tad hag ar vamm o deuz ar joa enn heur ar maro da veza kelennet mad ho bugale, da veza desket d’ezho karet ha servicha Doue egiz ma’z eo dleet, ha da veza bet evitho eur skouer a bep seurt vertuziou ! Ha ne lezfent gant ho bugale ken heritach nemed hennez, ho bugale a vezo ato pinvidik aoualc’h ; rak Doue a skuillo he vennoz hag he c’hrasou varnho gant largentez, ha petra eo holl vadou ar bed-ma e skoaz bennoz ha grasou ann Aotrou Doue ?