Buhez ar Sent/1894/Venseslas

◄   Kom ha Damian Venseslas Mikeal   ►



ann eizved var ’nn ugent a viz guengolo


SANT VENSESLAS, DUK A VOHEM, MERZER
————



Ar zant-ma a ioa mab da Vratislas, duk a Vohem. He dad a ioa kristen hag eunn den a zoujans Doue ; mes he vamm hanvet Drahomir, a ioa paianez, ha gant ann dra-ze c’hoaz oa eur goall vaouez, eur vaouez kriz ha dinatur. Dre chans, Venseslas a oue savet gant he vamm goz, da lavaret eo, gant mamm he dad, hag houma, he hano Ludmill, a ioa eur zantez. Deski a reaz abred d’he mab-bihan beza devot eveldhi, ha goudeze hen lakeaz er skol gant mistri habil ha vertuzuz.

Vratislas o veza deuet da vervel, Drahomir a zonjaz gouarn ar vro da c’hortoz ma vije major he mab. Mes ann dudchentil hag ar bobl a skuizaz buhan ganthi, abalamour d’ar vrezel a rea d’ar relijion. Rak c’hoant e doa da bilat pe da zerra ann holl ilizou, da viret na vije prezeget guirioneziou ar feiz d’ann dud fidel ha great katekiz d’ar vugale, ha da lakaat e peb leac’h paianed er c’hargou e plas ar gristenien. O velet kement-se, ann dudchentil hag ar bobl a droaz enn he enep, hag a reaz d’ezhi lezel ar c’houarnamant gant Venseslas.

Ann duk iaouank a oue evit he zujidi eur skouer a bep seurt vertuziou. Miret a reaz ar jastete hed he vuez, ha bez’ ez oa tad ar beorien, ann intanvezed hag ann emzivadet keiz. He-unan e kase beac’hiou keuneud d’ar beorien ha mont a rea da velet ann dud klanv d’ann hospitaliou hag ar brizounierien enn ho frizoun, evit ho c’honzoli hag ho zikour dre he aluzennou. Kement a respet en doa evit ar veleien hag ann traou sakr ma’c’h hade he-unan ar guiniz a dlie servichout da ober bara kan, ha ma rea he-unan ar guin a dlie beza konsakret enn offerenn. Erfin, enn noz ez ea diarc’henn euz ann eil iliz d’eben, dre greiz ann erc’h hag ar skorn, hag e kement leac’h ma leze roudou he dreid noaz ann douar a veze tomm ha ruz gant ar goad.

Goulskoude Drahomir e devoa eur gounnar direiz oc’h Ludmill, abalamour ma c’houie ervad ne rea Venseslas netra heb goulenn kuzul digant he vamm goz. Eunn devez eta, houma a oue lazet gant he merc’h-gaer, hag ann torfed nevez-se great gant he vamm a dreuzaz kaloun ann duk evel eunn taol kleze.

Prest goude, eur prins divar dro, he hano Radislas, a zaillaz gant eunn arme var ar Bohem ; lod a lavar zoken eo Drahomir e devoa aliet anezhan da ober brezel d’he mab. Raktal Venseslas a zavaz ive eunn arme evit mont d’he ziarbenn. Hogen, p’edo ann diou arme ann eil dirak eben, ann duk santel a lakeaz lavaret d’he enebour : « — Mar kirit, emezhan, ni en em ganno hon daou heb-ken, kuit da skuill goad hor zoudarded, hag ar viktor a vezo d’ann hini ac’hanomp a vezo treac’h d’egile. » Radislas a asantaz, ha setu Venseslas hag hen ho daou var ann dachenn a gostez.

Radislas a ioa dija savet he lans ganthan da skei var ann duk a Vohem pa remerkaz daou eal e kichenn hema, ha pa glevaz anezho o lavaret : « — Ne skoit ket ! » Kerkent e tiskennaz divar he varc’h, hag ec’h en em strinkaz da dreid Venseslas enn eur c’houlenn pardoun. Venseslas a reaz ar peoc’h ganthan, ha lud ar Bohem a drugarekea ann Aotrou Doue abalamour m’en doa roet d’ezho eur prins ker mad ha ken doujet.

Mes, kaer en doa, ann duk a ioa ato he vamm a eneb d’ezhan. Drahomir e devoa c’hoaz eur mab all, he hano Boleslas. Ar mab all-ma a ioa bet savet ganthi ; great e devoa anezhan dioc’h he dorn, ha dre ze n’e ket souez e vije eunn den fallakr ha digoustians eveldhi. Eunn devez, ar vamm dinatur-ze hen aliez da laza he vreur dre dreitouriach ha Boleslas a zentaz dioc’htu.

Pedi a eure Venseslas da vont da leina d’he di var digarez m’oa nevez ganet eur mab d’ezhan. Venseslas a ieaz, ha goude lein ec’h en em dennaz enn iliz hervez he gustumm. Epad m’edo eno o kinnig da Zoue ar sakrifis euz he vuez, rak eur gredenn en doa oa tost he heur diveza, he vreur a redaz di gant eur vandenn lamponed eveldhan, hag hen treuzaz var ar plas gant daou daol kleze. He c’hoad a strinkaz ouz ar voger, el leac’h m’her gueler c’hoaz hirio.

Merzerenti sant Venseslaz a erruaz d’an 28 a viz guengolo euz ar bloaz 938. Drahomir, he vamm, ne zaleaz ket da veza skoet gant dorn Doue. Eunn devez, ann douar a zigoraz dindan he zreid, haga lonkaz anezhi ez-veo.


SONJIT ERVAD

Pegen talvouduz eo ar gelennadurez genta a roer d’ar vugale ! Setu ama daou vreur savet er memes amzer, kouls lavaret ; unan gant he vamm goz devot, hag egile gant he vamm paianez. Ar c’henta a deu da veza eur zant, hag ann eil, eunn den euz ar re falla. Ar c’hemm a zo entrezho eo ann hini a ioa etre ann diou vaouez o devoa ho c’helennet. Lakit eta ho poan, kerent kristen, da gelenn ervad ho pugale. Ha pa vezo ret d’ehoc’h ho c’has d’ar skoliou, taolit evez ouz ar c’henteliou a ve roet d’ezho.